Dielloù evit psikologiezh

This One Summer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on C'hwevrer 17, 2017 by geekezig

thisonesummerAbaoe pell e welan This One Summer hag e fell din e lenn, aliet eo bet gant ur bern tud ouzhpenn.
Rose a ya betek an ti a vez feurmet gant he zud bep bloaz evitan hañv. Du-hont e c’hoari gant Windy, he amezegez a zo un tammig yaouankoc’h. Stignet eo an traoù etre mamm ha tad Rose. An div rak-krennardez a feurm filmoù, a ya da neuial, a bren madigoù hag a glask heuliañ istorioù ar re yaouank a labour er stal…
Ur poltred fromus a ginnig an div genitervez el levr bannoù-treset-mañ. Un istor familh, gant an darvoudoù start, mignoniezh, ar vakañsoù ha dreist-holl ar guriusted a c’hall krennarded “vihan” kaout evit ar re “vras”, dieub hag o vevañ traoù all… Brav eo an tresadennoù hag an dibab livioù (un doare bikromiezh a vez kavet ingal e Amerika an Norzh war a seblant). Un istor gant tudennoù gwirheñvel, ul levr leun a gizidigezh a alian deoc’h ivez bremañ.this-one-summerIstor gant Mariko Tamaki, tresadennoù gant Jillian Tamaki. Embannet gant First second, d’ar 6 a viz Mae 2014.

Anomalisa

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 5, 2017 by geekezig

anomalisaUr film bevaat eo Anomalisa. Ur film bevaat evit ar re vras. Bamus eo an teknik, ur film e “stop motion” eo ha talennoù brav-kenañ a zo er film. Plijus eo ivez an advouezhiañ gant taol-mouezh saoz David Thewlis (Lupin forever <3) ha ton dous Jennifer Jason Leigh.
Heuliet e vo Michael Stone, un den en deus skrivet levrioù o deus graet berzh evit sikour embregerezhioù gant o darempredoù gant o arvalien. Tremen a raio un nozvezh en un ostaleri a-raok kemer ar gaoz dirak ur saliad tud. Ne oa ket deuet e Cincinnati en-dro abaoe pell ha klask a raio adkavout roud ur c’haredig a-gozh. A bep seurt traoù a c’hoarvezo gantañ e kerzh an noz, betek e gejadenn gant Lisa.
Ur film iskis eo Anomalisa, en deus lakaet ac’hanon diaes. An holl tudennoù estreget Michael ha Lisa o deus memes penn ha memes mouezh. Ur bed nec’hus kenañ a zo diskouezet er film. Splann eo eo evit taolenniñ kudennoù bred an dudenn (a vefe klañv gant kleñved Fregoli hervez ar pezh am eus lennet) met n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus ken diaesaet e oan. Domaj eo rak ral eo filmoù bevaat ken mat e-keñver teknik ha gant temoù evit an dud deuet…

Film sevenet gant Duke Johnson ha Charlie Kaufman. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.

Hello Viviane

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Here 12, 2016 by geekezig

HelloVivianeUl levr bannoù-treset evit ar grennarded hag an dud deuet eo Hello Viviane, daoust d’ar golo moutig tout. Evit ar re a soñjfe o deus bet gwelet tresadennoù damheñvel dija, n’eo ket souezhus-tre, krouer Pourmenadenn Yaya eo en deus savet an istor-mañ.
Viviane a zo ur Sinaez yaouank o vevañ e Frañs. Kuitaet he deus Pariz a-greiz holl goude fin un istor karantez ha bevañ a ra en ur gêr vihan e-kichen Tolosa, hec’h unan. Ober a ra anaoudegezh gant perc’henn ur preti, ur Breizhad. Viviane a seblant bezañ bresk, kaout prantadoù dic’hwezhadennoù hag an nebeut tud tro-dro dezhi a fell dezho sikour anezhi, ober war he zro. Kevrinus ha hoalus eo Viviane evito… E fin an istor e vo dizoloet petra oa war he spered, he sekredoù.
Dedennus eo pennad digeriñ Emmanuel Lepage. Plijadur ‘m eus bet o lenn buhez Viviane, prantadoù fromus-tre a zo. D’am soñj eo ur poltred brav eus ur plac’h yaouank en un endro estren. Kollet un tamm en he buhez labour, en he buhez prevez… Dous eo an hollad daoust d’an temoù start a-benn ar fin. Koant-kenañ eo tresadennoù an arzour ouzhpenn.vivianeIstor ha tresadennoù gant Golo ZHAO. Embannet gant Pika, d’an 9 a viz Meurzh 2016.

Éloge de la névrose en 10 syndromes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 26, 2016 by geekezig

eloge-de-la-nevrose-en-10-syndromesBetek-hen ne oan ket bet plijet bras gant levrioù bannoù-treset Leslie Plée. Ne oan ket bet displijet kennebeut setu perak en deus fellet din lenn Éloge de la névrose. Leslie Plée a ginnig reiñ he sell diwar-benn a bep seurt traoù dindan dek chabistr :  aon beajiñ, kudennoù yec’hed, enkrezioù iskis tro-dro d’an tornoziñ, d’ar c’hoant bezañ un ur gwir den bras (pe ar c’hontrol!) pe da vezañ evel ar re all…
Kalz plijadur em boa bet o lenn al levr-mañ. C’hoarzhet em boa a greiz kalon meur a-wech. D’am meno e c’hall pep hini kavout traoù heñvel outañ pe outi pe d'(h)e endro. Simpl eo an tresadennoù met efedus ha brav-tre al livioù ouzhpenn. Chabistroù zo o deus seblantet din un tamm a-gostez e-keñver an tem (da skouer chabistr ar merc’hed er gevredigezh a seblant bezañ evit ul levr all kazi pe hini Stockholm met reiñ a ra c’hoant mont da veajiñ du-hont!). Ur blijadur e pep keñver, pe dost.elogeIstor ha tresadennoù gant Leslie Plée. Embannet gant Delcourt en dastumad Tapas, d’ar 26 a viz Eost 2015.

Martha Marcy May Marlene

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 2, 2013 by geekezig

martha-marcy-may-marleneSouezhus kenañ eo Martha Marcy May Marlene.
Kregiñ a ra an traoù gant Martha, ur plac’h yaouank (un 18 vloaz bennak moarvat) o tec’hout kuit eus un doare sektenn. Abaoe daou vloaz n’he doa ket roet keloù d’he c’hoar met mont a ra da vevañ ganti.
Aon ganti bezañ adkavet gant tud ar sektenn e krog da veskañ eñvorennoù ha hunvreoù, amzer dremenet hag a-vremañ. Tamm-ha-tamm e vo gwelet an traoù spontus he deus bevet du-hont (betek kas anezhi da dec’hout), penaos e oa tapet en ur c’helc’h-bac’h (bezañ “degemeret”, “degemer” war-lerc’h) ha pegen start eo dezhi displegañ ar pezh he deus bevet ha displegañ perak he deus aon, perak n’he deus ket memes “reolennoù” diazez hag an dud all.
Savet mat eo ar film evit mont-ha-dont etre ar prantadoù (komprenus daoust d’an traoù bezañ mesket a-wechoù, anat d’ar seller meizañ saviad psikologel Martha). Spontus eo ivez adalek ur mare resis hag e tarlammer pa son ar pellgomz, silet ennomp memes doan ha hi. Ne gontin tra diwar-benn ar fin, met gwir eo e chomer skoet.
Evit sikour an dud a dremenfe ar film a-bezh eveldon o klask pelec’h o doa gwelet Patrick (estreget e Lost, se em boa soñj, met sur e oan e oa ur rol anat all… DEADWOOD evel-just!)
Ur film-berr, Mary Last Seen, a zo war an DVD. E-lec’h ma vez gwelet ur plac’h oc’h erruout er sektenn. Memes spered ha MMMM, dedennus da welet goude ar film.

Home

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Kerzu 27, 2012 by geekezig

home Alioù a-feson, un aergelc’h a seblante plijus hag un doare da c’hoari kevrinus hag un distaol war Steam, setu me neuze o sellout pizh ouzh Home.
Gwerzhet e vez evel  “a unique horror adventure” (ken kas ne gargfe ket ar skeudenn…). Neuze hem, “unique” marteze peogwir e tiviz ar c’hoarier petra c’hoarvez ha penaos e echu, met “horror” aze ‘m eus bet poan o kompren (ya, c’hoariet ‘m eus en deñvalijenn ha tout evel m’eo kuzuliet ^^). Gwelet an norioù o tigeriñ doare Resident Evil n’eo ket trawalc’h evit bezañ spontus. Oh ya, un trouz pe zaou a lak da darlammat marteze ha c’hoazh ur wech komprenet n’eo ket souezhus ken… Nec’hus marteze ar frazennoù “Don’t Look” hag all war ar mogerioù, lakaomp. Ha koulskoude e oan prest hañ, tremen a raen ma amzer o soñjal “bez e vo un dra bennak war al lein” sellet a raen pep-lec’h, entanet gant ar soñj e kavfen un dra spontus en tu bennak.home-screenshotPlijus a-walc’h eo ar stil pixel (hep na vefe brav eston pe dispac’h ar bloaz kennebeut, arabat farsal). Mod all, e-keñver doare da c’hoari : ur visual novel penn-da-benn, implijet e vez biroù an touchennaoueg, y/n hag ar varenn esaouiñ.
Dihuniñ a ra an haroz en un ti, dianav dezhañ, gwad war al leur… Ret eo klask mont kuit ha kompren petra ‘zo c’hoarvezet en ur sellout/tapout traoù hag ober dibaboù (“ur bistolenn a zo war an daol. Kemer a ran ar bistolenn? Ya/Nann”).home-testennUn tamm dipitet on bet gant ar fin ha gant ar c’hoari dre vras peogwir e oan o c’hortoz un tamm anken, un dra bennak. E gwirionez e seblant anat an tri senario adalek ar penn-kentañ (unan anezho a seblante din anatoc’h setu perak ne douchen netra ^^) ha n’on ket souezhet ganin ma-unan evit ma dibab fin. Marteze e c’hoariin en-dro a-benn gwelet pep tra (n’on ket distroet war ma c’hiz da vareoù zo peogwir eo gloazet an dudenn met c’hwitet em eus war un dra bennak d’ur mare) peogwir ne bad ket pell (1e/1e10). Na gomprenan ket mat an doare da vrudañ hag ar berzh avat (sañset unan eus gwellañ c’hoarioù 2012, mmh)…
Un dra ‘m eus kavet plijus er fin tout, a oa santout nec’h an dudenn ur wech “dilezet” ganeomp. Se ‘oa ur mennozh mat, marteze hini nec’husañ ar c’hoari.
E gwirionez n’eo ket ur mennozh fall tamm ebet, met ret ‘vefe bet kaout un istor luzietoc’h pe dibaboù disheñveloc’h pe un doare da derriñ ar “pevare moger” abretoc’h pe en un doare donoc’h evit ar c’hoarier… Un dra bennak a rafe e vefe tapet e gwirionez ar c’hoarier pe un twist souezhus e gwirionez (marteze em eus met dibabet an twist brasañ a oa (pe kentoc’h klasket chom ar pellañ posupl eus an twist brasañ a oa, peogwir em eus soñjet ennañ diouzhtu ^^) met gouzout a raen mat pezh a oan oc’h ober ha twist aesañ ha koshañ ar bed eo). Ma, n’hall ket an holl dont a-benn un dro-gaer evel To the Moon 😉
D’an 9 a viz Mae 2013 ‘m eus adc’hoariet gant Home evit klask gwelet traoù all. Un toullad dizoloadennoù n’em boa ket graet ar wech kentañ a oa hag ur fin all penn-da-benn gant teoriennoù a bep seurt. Gwelout a ran gwelloc’h peseurt diskoulmoù disheñvel a c’hall kaout met bremañ n’on ket sur da gaout c’hoant c’hoari en-dro evit klask anezho holl…

Conductor 2 ha 3

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Eost 15, 2012 by geekezig


Plijus eo bepred pa ya buan embannadur ur manga (evidon-me). Diouzhtu goude bezañ bet lennet levrenn gentañ Conductor e oa dija an eil hag an trede el levraoueg. (Ah! Gortoz ar pevare a vo startoc’h marteze? Deuet eo er-maez e miz Even neuze piv ‘oar?)
Ma, kenderc’hel a ra an istor e memes stumm : an devezhioù a vez gwelet dre sell pep tudenn pe dost : an harozez, ur poliser, rener al laz-seniñ… Naomi a glask piv a c’hall bezañ ar paotr iskis bet diverket war he skeudennoù, Kazuo a vez tapet gant ur c’helaouenner a gont dezhañ perak eo aet kuit Yukî eus Alamagn en un doare ken prim (pe e deorienn kentoc’h), un tamm jeu a sav etre Kazuo hag Akiho, an enklask polis a ya war-raok ivez…
E fin an trede e anavezer gwelloc’h istor tudennoù zo hag e ouier eo bet Naomi test un dra spontus he deus ankouezet a-benn he gwareziñ. Ur sekred spontus a zo gant ar strollad mignoned skol-veur met n’ouzer ket c’hoazh pehini. Ur muntr? Gwelet e vo! Spi ‘m eus ne vo ket displeget re vuan an traoù el levrenn ziwezhañ rak an aergelc’h nec’hus ha kevrinus a ya mat-tre en dro evit ar mare.

%d bloggers like this: