Dielloù evit Island

Le livre du roi

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Ebrel 30, 2014 by geekezig

lelivreduroiUr studier sirius eo Valdemar pa erru e 1995 e Kopenhagen evit kenderc’hel gant e studioù. Ober a ra anaoudegezh gant ur c’helenner. Souezhet eo un tamm gant doareoù an den, diseven, mezv alies. Met kinnig a ra dezhañ kemer perzh en ur sapre enklask : adkavout Levr ar roue a zo bet kollet gantañ e-pad an eil brezel bed. Den ne oar e sekred met klask a zo war-lerc’h al levr hag ur stagadenn bet kollet ivez gant ur strollad tud dañjerus-tre, nazied chomet stag ouzh o c’hredennoù da vat. An daouad a veajo e Europa, o c’houlennata tud, toullbac’het hag all a-benn kavout al levr-se, teñzor islandat ma ‘z eus unan. Disheñvel mat eus romantoù Erlendur eo Le livre du roi, anat deoc’h. N’eo ket dres memes pal, n’eus ket kement-se a daolennadur sokial evel-just met santet e vez un doare gouennelouriezh etre Daniz hag Islandiz da skouer. Ur soñj a zo plijus avat el levr a zo pouez an traoù, evel un dornskrid, a chomo da viken : petra eo buhez un den e keñver buhez ul levr a vez treuzkaset a dreuz ar c’hantvedoù? Plijus ‘m eus kavet ivez an darempred etre ar c’helenner ha Valdemar, komprenet e vez mat an doare hoal a sant ar studier, ar c’hoant da heuliañ an den-se.

Romant skrivet gant Arnaldur Indridason, embannet e galleg gant Métailié, 12 a viz Gwengolo 2013.

Advertisements

Etranges rivages

Posted in Levrioù with tags , , , , on Meurzh 24, 2014 by geekezig

etranges_rivagesPetra foeltr a zo c’hoarvezet gant Erlendur pa oa e vakañsoù?! Setu un tamm ar pezh e oamp holl erru krog da soñjal e keit ma oa kenseurted ar poliser oc’h enklask e-barzh La rivière noire ha La muraille de lave. Setu respontoù a-benn ar fin! Evel boaz eo aet Erlendur da bourmen e lec’h ma oa bet o chom pa oa bugel, e koun e vreur. Klevet a ra komz eus ur plac’h a vefe bet steuziet kuit, un tamm evel e vreur. Tizhet don gant istor ar plac’h-se e tiviz klask war he lerc’h, atersiñ an holl diwar-benn an istor-se, betek bezañ skarzhet kuit, betek ober traoù digredus ha ‘maez lezenn, betek kavout ar wirionez, da vat.
Ne oan ket dre ret o c’hortoz seurt istor, n’ouzon ket perak e kave din e vefe kalz spontusoc’h evit Erlendur. Evel boaz avat eo penn-kalet ha torr-penn gant an dud tro-dro dezhañ, ur blijadur eo e adkavout! Trist eo istor Mathildur ha reiñ a ra tro ivez da c’houzout un tamm hiroc’h diwar-benn bugaleaj Erlendur hag ar bec’h a lak warnañ abaoe m’eo marvet e vreur. Ul levrenn dedennus evit kompren an enklasker diazezet kalz war santimantoù, an ezhomm da c’houzout ar wirionez a-benn klozañ ar c’hañv. N’emañ ket e-touez ma istorioù karetañ met a-bouez e oa evit emdroadur an dudenn d’am soñj. Ur romant plijus neuze.

Romant islandat skrivet gant Arnaldur Indridason. Embannet gant Métailié d’ar 7 a viz C’hwevrer 2013.

La Lettre à Helga

Posted in Levrioù with tags , , on C'hwevrer 28, 2014 by geekezig

LaSolutionEsquimauAWKozh eo Bjarni ha divizout a ra skrivañ ul lizher da Helga. Helga, a oa e amezegez, e vestrez, mamm e vugel, ar plac’h en deus karet met n’en deus ket kredet mont betek ar penn, kuitaat e vuhez evit mont ganti da Reykjavík. Eñvorennoù e vuhez war ar maez, e brantadoù ganti ha hepti, setu ar pezh a zo taolennet en e lizher. Un tamm hir ‘m eus kavet da vareoù zo, ne oa ket tizhet kement-se gant prederioù ar paotr marteze. Ar fin tout avat, a c’hallo tizhout ur bern tud d’am meno, hag evidon-me e tispak nerzh ha from ar skrid a-bezh d’ar mare-se. Ha setu neuze, o tont da soñj din e lizhiri bet skrivet hep kas, lizhiri chomet direspont, lizhiri james kaset… Melkoni ha kaerder ar gerioù skrivet war memes tro.

Romant islandat skrivet gant Bergsveinn Birgisson, embannet e galleg gant Zulma, 22  a viz Eost 2013.

La muraille de lave

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Here 24, 2012 by geekezig

Gortozet am bo e-pad pell evit dont a-benn da gaout ar romant-mañ el levraoueg! (hag erruet eo gant c’hwezh butun yen, ec’h!).
Tremen a ra an darvoudoù kontet e-barzh La muraille de lave dres da vemes mare hag La rivière noire. Heuliet e vo enklask Sigurdur Oli avat. Muntr ur plac’h na seblante ket gwall sklaer hec’h unan.
A bep seurt a vo en istor met tamm-ha-tamm e teuio an traoù da vezañ liammet gant “ar vikinged nevez” paotred an tiez-bank o vont en tu-hont d’al lezennoù. N’ouzon ket dres da beseurt mare eo bet skrivet, met gwir eo e seblant iskis peogwir ez eo cheñchet an traoù e Island abaoe war an dachenn-se… (met anat eo e taolenn mat ar sotoni a oa gant tud zo just araok ar “grizenn”)
Digempouez ‘m eus kavet un tamm rak enklask muntr Lina a vez diskoulmet aes a-benn ar fin (ha n’eo ket souezhus tamm ebet), dedennus ‘m eus kavet avat e vefe lakaet war-wel pegen start eo un enklask pa teu istor personel ar poliser er jeu.
Souezhet on bet ivez gant istor Andrès. Daoust ha plijout a rae an dudenn da Arnaldur ? Ankouezet en doa ober an dro gant an dudenn-se e-barzh Hiver arctique? Evidon-me ne zegas ket kalz a dra d’ar romant-mañ.
Re a draoù a zo e-barzh La muraille de lave a gav din. An istorioù a zo liammet un tamm etrezo met ne seblantont ket liammet en un doare gwirion met kentoc’h evit lakaat ar gaoz war kudennoù resis. Tost sur on ne blij ket kalz Sigurdur Oli d’ar skrivagner, ha start eo e gavout plijus evel enklasker. Ur santad drol ‘m eus bet ivez, ur raksant fall evit Erlendur… Da welet ma teuio da wir.
Ma, a-bell levr dipitusañ Arnaldur evidon. N’eo ket bet displijus da lenn hañ met n’ouzon ket… skrivet re vuan marteze? Domaj eo!

Bettý

Posted in Levrioù with tags on Genver 8, 2012 by geekezig

Ur souezhadenn eo Bettý e-touez romantoù Arnaldur. Kontet e vez an istor dre sell un dudenn tamallet. Penaos e tremen ar prantad lec’h m’eo dalc’het dindan evezh, an atersadegoù gant ar polis, ha dreist-holl an eñvorennoù a lakaoe al lenner da gompren istor Bettý tamm-ha-tamm.
Kontañ a ra ar romant istor unan bennak bet tapet en ur pech, levezonet fall ha trellet gant ar garantez. Ne seblante ket grevus er penn-kentañ ha ne raio nemet gwashaat. Hanterenn gentañ al levr a oa plijus, gwelet e veze darempred an dudenn bennañ gant Bettý, gant ar polis hag ur sell gant keuz un tamm ha war memes tro… Anat eo ez eus c’hoarvezet un dra spontus mod all ne vefe ket dalc’het dindan evezh, met petra ‘ta?
Ha BAM. Dres da hanterenn al levr e c’hoarvez un dra bennak hag e teu un elfenn ouzhpenn en istor. Un elfenn dic’hortoz penn-da-benn evit ar paourkaezh lennerien leun a rakvarnioù eveldon. Ranket em eus distreiñ da adlenn tammoù zo ken souezhet e oan ha kompren neuze pegen fin e oa bet savet penn-kentañ al levr. Gourc’hmennoù d’an troer peogwir n’en deus ket ranket bezañ anat. Ne lâran ket deoc’h petra eo eveljust evit chom hep trenkañ speredegezh Bettý.
An eil lodenn a ginnig neuze sklaerat an traoù ha displegañ en un doare pizh petra ‘zo c’hoarvezet hag ar pech e-lec’h m’eo kouezhet an dudenn. Gwall zu eo ar c’hlozadur…
Ne oan ket o c’hortoz-se tamm ebet ha souezhet brav on, reiñ a ra tro da welet petra c’hall Arnaldur skrivañ gant ur sell diavaez ar polis hag un doare da gontañ prederiet mat.
Un draig avat, skrivet eo “un roman noir écrit en parallèle avec la série des aventures du commissaire Erlendur Sveinsson” war ar golo kein met arabat deoc’h ijinañ e vo gwelet Erlendur. Ur frazennig dave a zo d’un enklask ha da dudennoù zo ha setu tout.

La rivière noire

Posted in Levrioù with tags , , on Kerzu 18, 2011 by geekezig

E miz C’hwevrer e oa bet profet din La rivière noire (trugarez adarre ^^). Siwazh e oan bet tapet gant lennadennoù all ha laosket al levr war ur bern traoù da lenn “un deiz bennak”. Dre m’eo deuet er-maez Bettý n’eus ket pell zo, e soñje din e oa poent e lenn memestra (ha gant Nedeleg o tostaat e kresko ar bern moarvat!!)…
Abaoe ar film Jar City e lennan ingal levrioù Arnaldur e galleg. Plijout a ra din al levrioù polis met ne lennan ket kement-se a-benn ar fin, ha ral eo em befe lennet kement gant memes skrivagner. N’eo ket dre ret liammet gant ar fed e tremenfe en Island rak n’em eus ket bet lennet levrioù Arni (Thorarinsson) na reoù all a-seurt-se. Marteze eo abalamour da dudenn Erlendur… N’ouzon ket. Ma!
La rivière noire a zo disheñvel eus ar romantoù all. Un enklask polis a zo ha graet e vez war-dro gant kenseurted Erlendur, met n’emañ ket eñ aze. Elinborg an hini a zo e karg. Ouzhpenn gwelet un tamm peseurt buhez he deus, gant krennarded tavedek er gêr hag all ez eo disheñvel ivez lusk al levr. Da gustum e vez “gwelet” tammoù traoù bet tremenet araok a c’hall reiñ deomp un tañva eus ar pezh a zo c’hoarvezet ha sikour ac’hanomp da gompren an enklask, tamm-ha-tamm. Aze, e vezer kollet mik, evel Elinborg. Estreget red kronologel an istor ne vo tost netra (ar pennad digeriñ hag unan kazi evit klozañ) o reiñ ur sell all. Rediet omp neuze da grediñ er pezh a vez lâret gant an dud hag all.
Plijet on bet awalc’h gant an doare nevez-se da gontañ ha roe pouez d’ar cheñchamant tudenn bennañ.
E-keñver enklask e vo aze tro da gomz eus temoù n’int ket bet gwelet kement-se e levrioù Arnaldur : ar gwall. Tro ‘vo da gomz eus dramm met un en doare nevez awalc’h (ar Rohyphnol aze), eus ar vuhez war ar-maez gant ur gêriadenn iskis un tamm an aergelc’h enni pe c’hoazh ar justis. Meur a wech e vo meneget pegen skañv eo ar barnadennoù evit gwallerien, daou pe dri vloaz en toull-bac’h ha mat pell ‘zo. Teñval awalc’h an traoù neuze, hag a lak da brederiañ, ur wech ouzhpenn.

Hypothermie

Posted in Levrioù with tags , on Gouere 15, 2010 by geekezig

Setu lennet (a-benn ar fin) levr diwezhañ enklaskoù Erlendur.
Disheñvel spontus deus e enklaskoù all e vo reoù (ya!) Hypothermie.
Eus un tu on bet dipitet peogwir e vez Erlendur eus e du penn-da-benn ha dilezet neuze tudennoù e genseurted hag a blij din. Met war memestro eo ken soutil an doare m’en deus da enklask war aferioù kozh pe sañset sklaer ez eo ur blijadur da lenn.
Ouzhpennomp al liamm kreñv a zo gant e istor personel hag ar c’hammedoù bras a raio Erlendur en e vuhez (gant e verc’h, gant e vreur…) a setu peadra da gaout ur prantad dreist o lenn Hypothermie.
Buan buan, un enklask all !

%d bloggers like this: