Dielloù evit familh

Joy

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 4, 2018 by geekezig

Ur film diwar-benn ur plac’h he deus laosket he hunvreoù a gostez eo Joy. Bac’het eo en ur saviad start gant he zud o c’houlenn sikour, he gwaz-bet c’hoazh o chom en ti, he bugale… N’hall ket tapout pep lec’h. Pa oa bugel e plije dezhi ijinañ a bep seurt traoù ha keuz he deus eus penaos eo troet an traoù eviti. En desped d’an holl tro-dro dezhi ec’h ijino ur valaenn-torch a raio kalz berzh. Heuliet e vez hec’h “emgann” evit bezañ doujet gant he c’henlabourerien, ober bruderezh evit hec’h ijinadenn hag all. Ur film a ro startijenn eo, gwelout ur plac’h ken mennet a zo awenus met un tamm hir eo avat ha start eo bepred krediñ e Jennifer Lawrence evel mamm a diegezh, d’am meno.

Film sevenet gant David O. Russell. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 2e04.

Advertisements

Little Evil

Posted in Filmoù with tags , , , , on Even 14, 2018 by geekezig

Fellout a rae din sellet ouzh ur film war netflix ha divizet sellet ouzh Little Evil, diabeg pe dost (seblantout a rae skañv).
Gary a zo o paouez dimeziñ gant Samantha. Tremen a ra mat pep tra met poan en deus gant mab Samantha, Lucas, ur paotrig tavedek. Tamm-ha-tamm e kred dezhañ eo Lucas an diaoul.
Lodenn gentañ ar film n’eo ket dispar : un heuliad farsadennoù a c’haller ijinañ evit ober goap eus ar filmoù spont gant bugale a ra aon eo. N’eo ket dedennus-tre. Adalek deiz-ha-bloaz ar paotrig avat (d’ar 6 a viz Even, evel-just) e teu da vezañ fentusoc’h me gav hag an drederenn ziwezhañ en deus plijet din muioc’h, dudius hag un tammig dic’hortoz.
N’hallan ket kuzuliañ ar film-se kement-se peogwir n’eo ket gwall soutil, na  fentus e gwirionez fentus met ma fell deoc’h sellet ouzh ur film droch ha skañv, perak ket?

Film sevenet gant Eli Craig. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e35.

Gotham Academy 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 1, 2018 by geekezig

Ac’hanta! Abaoe pell n’am boe ket bet tro da lenn ul levr bannoù-treset! Na petra ‘ta!
Dedennet on bet gant Gotham Academy. Un istor o tremen e Gotham city (anat deoc’h) en ul lise. Un doare da splujañ e bed teñval Gotham dre sell liseadezed. Enklaskoù bihan ha n’int ket c’hoazh re spontus o devo tro d’ober.
Un neuz levezonet gant ar manga a zo gant Gotham Academy. Santet e vez splann ar c’hoant dedennañ lennerien yaouank a zo techet marteze da vont davet ar manga kentoc’h eget davet ar c’homics. Kavout a ran eo deuet brav an disoc’h, ul lennadenn skañv ha trawalc’h a gevrinoù ha liammoù gant peurrest ar “batmanverse” evit kaout c’hoant da vont pelloc’h. Plijet on bet ivez gant an darempredoù etre al liseidi, tudennoù klasel int met mont a ra mat en-dro ar strollad evit o enklaskoù a bep seurt.Istor gant Becky Cloonan ha Brenden Fletcher, tresadennoù gant Karl Kerschl ha Mingjue Helen Chen. Diwar Batman krouet gant Bob Kane. (chabistroù #1-6) Embannet e galleg e ti Urban Comics, d’an 11 a viz Gwengolo 2015.

Pan

Posted in Filmoù with tags , , on Ebrel 15, 2018 by geekezig

Ur film ouzhpenn tro-dro da b/Peter Pan. N’eo ket an dra-se en deus roet din c’hoant da sellet ouzh Pan kement-se met kentoc’h e sevener, Joe Wright.
Pan a ginnig gouzout penaos o deus Peter ha James (Hook) talet asambles ouzh ur morlaer spontus a zistruje Neverland : Blackbeard. Un doare “origin story” diouzh ar c’hiz neuze.
N’on ket bet tapet en istor kement-se ha jenet on bet spontus gant ar skeudennoù hag an efedoù ispisial : vil euzhus. Ur spont pa soñjer pegen brav en deus gallet filmoù all savet gant Joe Wright bezañ (Atonement da skouer pe c’hoazh Anna Karenina…).
Prest e oan da baouez an DVD pe dost d’ur mare zo, ken hir e kaven ma amzer. Didalvoud a seblant an istor. Ne oan ket displijet spontus met ne welen ket pal ar film. Digempouez e seblant bezañ, lodennoù zo a zo sañset “fentus” (evit ar vugale) met degaset int iskis (start eo bezañ Steven Spielberg!), daveoù modern a zo gant ar sonerezh met n’ouzer ket mat perak… Souezhus e gwirionez. N’on ket evit kompren !
Evel-just e vo start chom hep menegiñ tudenn Tiger Lily, priñsez ar boblañs henvroat ha plac’h wenn nemeti ar meuriad… Plijout a ra din kalz Rooney Mara met un tamm groz e oa memestra.
Dipitus e meur a geñver neuze.

Film sevenet gant Joe Wright. Awenet gant oberenn J.M. Barrie. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e51.

Fullmetal Alchemist

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Ebrel 8, 2018 by geekezig

Dav vo din anzav un dra bennak a-raok reiñ ma ali diwar-benn ar film. N’am eus ket lennet manga Fullmetal Alchemist. Gwelet ‘m eus an anime hepken. Hag ket Brotherhood hañ! Me oar a-walc’h eo ur spont neuze evit ur bern faned. Koulskoude e oan bet plijet gant an anime ha teneridigezh am eus evit an oberenn-se dre vras, hep klask bezañ pur pe direbech pe me oar me.
Fullmetal Alchemist a dremen en ur bed faltazi, e-lec’h ma ‘z eo an alkimiezh ur gwir skiant. Daou vreur yaouank, Edward hag Alphonse Elric a glask kavout maen ar furien evit dresañ ar fazi bet graet ganto goude marv o mamm.
Ur film “live” (gant aktourien neuze) a zo bet savet warlene. Dasparzhet eo gant netflix e diavaez Japan (pe e Frañs d’an nebeutañ). Re verr eo padelezh ur film kontañ pep tra a ya d’ober Fullmetal Alchemist, anat. Plijadur am eus bet o sellet ouzh ar film daoust da bep tra, seblantout a ra kontañ an istor “diazez” en un doare efedus. Pezh a zo, ar pezh a blije din ar muiañ en anime n’em eus ket adkavet kement-se abalamour d’an diouer a amzer : from a-drugarez d’an eil tudennoù da gentañ hag an itrikoù politikel liammet gant galloud an alkimiourien stad e-keñver an dud dic’houest da implij an alkimiezh da eil. N’eo ket souezhus. Domaj ne lavaran ket.
Un doare dudius eo da zizoloiñ an istor avat ma na fell ket deoc’h tremen re a amzer o lenn pe sellet ouzh an oberennoù goshoc’h.

Film sevenet gant SORI Fumihiko. Diazezet war manga ARAKAWA Hiromu. Japan, 2017, 2e15.

Black Panther

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 19, 2018 by geekezig

N’heulian ket kement ar filmoù gourharozed ken, re a zo anezho. Bremañ on techet da sellout outo e DVD kentoc’h eget mont da welet anezho er sinema. Met Black Panther a oa pouezus mont da welet me gav, evit diskouez eo gouest an dud ivez da vont da welet filmoù “disheñvel”. War a seblant n’on ket bet ma unan peogwir e ra berzh spontus.
N’anavezen ket tudenn Black Panther (e anv evel just met ket e istor) setu ‘m eus dizoloet penn-da-benn : Wakanda, ar vro guzh en Afrika gant teknologiezh araokaour kenañ. Goude marv e dad eo poent da d’/T’Challa bezañ roue Wakanda, ma fell d’ar 5 meuriad. Den na oa o c’hortoz ec’h errufe kenderv T’Challa en afer avat, peogwir na ouie den e oa deus-outañ.
A-benn ar fin ne vo ket kalz a draoù o tremen e diavaez Wakanda, ar film a chom kentoc’h tro-dro d’ar politikerezh diabarzh, T’Challa a rank kompren petra zo bet graet gant e dad, perak, ha mont dreist da se evit bezañ roue.
Brav kenañ eo an dilhad, plijus an tudennoù (estreget marteze W’Kabi, poan ‘m eus bet bet o kompren penaos e c’halle lavar “arabat degemer repuidi” ha pemp munut goude bezañ a-du krenn gant Killmonger), fent a zo hep bezañ droch, istorioù karantez met a chom diskred a-walc’h…
Simpl eo ar steuñvenn met efedus. Un disamm ken ral eo.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film e gwirionez hag o tizoloiñ bed Black Panther. Ouzhpenn-se e seblante bezañ ur gwir film, a c’hall bezañ sellet e unan ha ket ur pezh mell teaser evit Avengers Infinite Wars, tech a oa gant Batman Vs Superman da skouer (a seblante bezañ un teaser eus Justice League). Muioc’h a filmoù gourharozed a seurt-se marplij !

Film sevenet gant Ryan Coogler. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs abaoe ar 14 a viz C’hwevrer) 2018, 2e14.

La femme qui traversait les Alpes avec une valise à roulettes et une urne

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 12, 2018 by geekezig

Fellout a rae din lenn ul levr eus klub lenn a-zeu al levraoueg ha ne chome ket kalz dibab met an titl a gaven fentus.
La femme qui traversait les Alpes avec une valise à roulettes et une urne a gont beaj Nora. Goude marv he zad eo bet karget gantañ da vont gant e ludu d’ober ur veaj. Un noter yaouank a vo ganti hag a lâro dezhi bemdez da belec’h mont.
Souezhet bras eo ar plac’h yaouank hag hegaset ivez! Met evit abegoù a bep seurt e krog gant ar veaj. Un doare e vo eviti da welet tuioù all he zad, a skriv dezhi pe a gas videoioù dezhi. Eñ avat, a seblant anavezout mat kenañ e verc’h, betek divinout penn-da-benn he doareoù.
Kalz fent a zo el levr daoust da dem ar c’hañv a zo pouezus-bras evel-just. Ul levr skañv, a vez lennet buan. N’eus ket kalz souezhadennoù (met reoù zo a zo), klasel eo, ur gomedienn evel ma ‘z eus kant all dija. Techoù hegasus kenañ a zo gant Nora, Parizianez eus ar gwashañ (fae a rae war ar re all padal ne oar ket kalz tra a-benn ar fin), penn beulke betek re. Met evel-just an tuioù-se a raio eo fentus he darempred gant Bernhard, an noter yaouank.
Ul levr skañv, na chomo ket em spered moarvat met a zo bet plijus da lenn!

Romant skrivet gant René Freund. Embannet e galleg gant Kero, d’an 11 a viz Here 2017.

%d bloggers like this: