Un petit goût de noisette (et de fruits rouges) 2

Dipitet on bet un tamm gant eil levrenn ar rummad-mañ. Plijet bras e oan bet gant al levrenn gentañ. Un toullad istorioù koant/tener/fromus a zo bepred evel-just. Met ur bern o deus seblantet din re verr, benn ar fin e oa gwelloc’h din ar re hirañ pe a vez heuliet tamm-ha-tamm, evit mont donoc’h en istor.
Istorioù karantez koant a zo bepred, reoù Bianca ha Céleste eo am eus kavet an dedennusañ. N’on ket bet kendrec’het kement gant implij al livioù el levr-mañ kennebeut. Daoust hag-eñ eo eo aet ar rekipe da hesk ? Gwelet e vo, un trede a vo war a seblant…Istor ha tresadennoù gant Vanyda. Embannet gant Dargaud d’an 12 avril Ebrel 2019.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.