Dielloù evit Gouere 12, 2018

The Sense of an Ending

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Gouere 12, 2018 by geekezig

Un den a heulian war twitter hag a gomz ingal diwar-benn levrioù en doa kuzuliet ar romant-mañ. Ur romant e div lodenn eo. Al lodenn gentañ a ziskriv ur strollad krennarded saoz er bloavezhioù 60. O klask ober daveoù speredek, leun a sevenadur hag all. Adrian, unan anezho, a n’em zistruj.
An eil lodenn a dremen ur wech erru Tony, dezreveller al lodenn gentañ, kozh. Sarah, mamm Veronica (bet karedig Tony ha goude-se Adrian en ho yaouankiz), a varv hag a leg dezhañ deizlevr Adrian. Pezh a zo, ne vo ket ken anat kaout an deizlevr-se.
Tony a ranko prederiañ kalz diwar-benn gerioù bet lâret/skrivet gantañ hag o efedoù war buhez tud all. Gorrek a-walc’h eo an traoù met ur blijadur eo bet lenn ar romant-mañ. Ar santimant ‘m eus bet gwelet haroz The Catcher in the Rye a vefe kozh, un tamm.
Frazennoù brav-ker a zo e barzh ouzhpenn ha tapet on bet betek ar penn, souezhet gant ar fin. Ur romant en deus lakaet ac’hanon da brederiañ ivez diwar-benn an drouk a lârer en un doare “skañv” hag ar santimant ne dizho ket ar re all, dreist-holl pa vezer krennard. Klask a rin lenn traoù all gant Julian Barnes marteze rak e stil en deus plijet din.

Romant skrivet gant Julian Barnes. Embannet gant Random House d’ar 4 a viz Eost 2011. Un droidigezh e galleg a zo anvet : Une fille, qui danse.

Advertisements
%d bloggers like this: