Dielloù evit Gouere 10, 2018

Paterson

Posted in Filmoù with tags , , , , on Gouere 10, 2018 by geekezig

Paterson a zo blenier karr-boutin e kêr Paterson, New Jersey. Emañ o vevañ gant Laura, e vignonez ha Marvin, ur c’hi bihan. Ar film a ziskouez ur sizhun a-bezh gant boazioù ar c’houblad, an dud a wel Paterson bemdez hag all. Plijet on bet gant ar c’haozeadennoù klevet gantañ er c’harr-boutin, an eil-tudennoù en davarn, evel ur stirad heuliet e gwir. Ar pep gwellañ evidon a oa div lodenn resis : pa gomz Paterson gant ur plac’hig a skriv barzhonegoù ha pa teu ur japanat da gomz gantañ er fin. Ur film diwar-benn barzhoniezh eo Paterson, Paterson a skriv barzhonegoù a-raok e labour, e-pad e ehan hag all. E gwirionez ez eus kalz traoù o deus plijet din er film-se met hegaset on bet spontus gant tudenn Laura hag an darempred a zo etre hi ha Paterson. Lakaet e oan diaes gant kinkladur an ti (aozet gant Laura). Kompren a ran neuze e c’hallfe plijout ha displijout da dud all, me zo bet re jenet gant traoù zo evit profitañ e gwirionez eus al lodennoù o deus plijet din spontus. Marteze ur film berroc’h a vefe bet gwelloc’h? Pe ur film berr zoken gant ar gaozeadenn etre Paterson hag ar japanat hepken? Piv ‘oar!

Film sevenet gant Jim Jarmusch. Stadoù-Unanet Amerika, Alamagn ha Frañs, 2016, 1e58.

Advertisements
%d bloggers like this: