Rosko 2 – Les Enfants de Marie

Ur souezhadenn a-feson e oa bet levrenn gentañ Rosko, un toullad bloavezhioù zo. Ne gave ket din ec’h echufe an istor un deiz bennak… E miz Genver 2017 eo deuet er gouloù Les Enfants de Marie, eil levrenn Rosko neuze.
Souezhet on bet gant an tresadennoù da gentañ. Memes treser eo koulskoude met n’o deus ket plijet din kement (marteze eo cheñchet ma sell kentoc’h eget gwashaet stil an arzour?) pe neuze e oa startoc’h din “gouzañv” an tresadennoù gant un istor a gaven dipitus…
Un doare klozadur a zo da afer Per Svenson, gant tudennoù nevez a zispleg perak eo troet sot. N’eo ket a live gant ar pezh a oa el levrenn gentañ evidon-me.
Un istor all a zo da c’houde, 2 vloaz warlerc’h. En ur stad truezus emañ Rosko hag eñ ivez a glask mont betek penn ur raktres diboell. E keit se emañ manifestadegoù feuls o tarzhañ. E stad fall emañ Rosko e fin al levrenn. Gwelet e vo.
N’eo ket aet ken don an traoù amañ. N’eus bet netra nevez tro-dro d’ar skinwel ha dipitus ‘m eus kavet klozadur Per Svenson. Fentus eo ar fin tout avat. Gallout a rafe echuiñ amañ. N’ouzon ket ma vo un trede levrenn. N’ouzon ket ma fello din gouzout ha lenn e gwirionez…Istor gant Zidrou, tresadennoù gant Kispredilov. Embannet gant Delcourt d’ar 25 a viz Genver 2017.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: