Silver 1 – Le trésor des vampires

Goude bezañ bet echuet da lenn Silver am eus soñjet e vefen bet plijet o welet ur film pe ur stirad gant an istor-se. War a seblant e oa ur senario film a raok dont da vezañ ul levr bannoù-treset.
Lodenn gentañ Silver a ziskouez an haroz, James Finnigan, ul laer tapet fall, a zizolo un istor faltaziek a c’hallfe degas arc’hant dezhañ. N’on ket bet kendrec’het kement-se gant al lodenn-se, an tresadennoù na sikourent ket. Kendrec’het on e vefe bet ret kinnig an istor-se e liv, pe neuze en defe marteze ranket Stephan Franck dibab kenlabourat gant unan bennak evit an tresadennoù kentoc’h eget ober pep tra e unan… Ma.
An eil lodenn, ur wech lañset an traoù, evit mont e kastell Dracula, he deus plijet spontus din. Dudius, leun a virvilh, ur rekipe dreist evit ur film me gav.
Etredaou on gant al levr-mañ neuze peogwir am eus bet kalz dudi o lenn (an eil lodenn) met an tresadennoù na blijont ket din ha n’on ket sur e c’hallfe bezañ mat bepred. Souezhus ar santad ne vefe ket bet dibabet ar c’hanol mat evit treuzkas an istor-mañ… Met c’hoarvez a ra, gav ket deoc’h?Istor ha tresadennoù gant Stephan Franck. Embannet e galleg gant Glénat comics, d’ar 14 a viz Even 2017.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.