Alida war an treuzoù

Nigel a zo ur c’hrennard gant berr-alan, o vevañ e Brest. Rankout a ra tremen dre vered Sant Varzhin evit mont d’al lise. Du-hont e ra anaoudegezh gant Alida, ur plac’h yaouank kevrinus…
Sorc’hennet eo ar paotr yaouank, dilezel a ra e vignoned, ar skol ha hi a seblant kaout galloudoù hud peogwir e sikour anezhañ da sioulaat e boan.
Kontet eo Alida gant Nigel ur wech erru kozh. Kontañ a ra deomp brasañ karantez e vuhez, pa oa 15 vloaz. Un istor leun a faltazi eo hag a ziskouez mat pegen sorc’hennet e c’hall unan bennak bezañ d’an oad-se, diseblant d’an dañjer ha d’ar reolennoù.
Ul levr plijus eo da lenn ha moarvat en defe plijet kalz din pa oan krennardez abalamour d’e demoù! Laouen on e vefe seurt levrioù evit ar grennarded e brezhoneg bremañ 😉

Romant skrivet gant Maguy Kerisit, skeudennaouet gant Gaël Cuin. Embannet gant TES en dastumad Koad glas, d’an 20 a viz Genver 2016.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: