Ruby Sparks

Calvin a zo ur skrivagner. Brudet eo abalamour d’e romant kentañ bet skrivet da 19 vloaz. 10 vloaz zo bremañ n’en deus ket skrivet kalz traoù all ha ren a ra ur vuhez digenvez en e di. Hunvreal a ra ouzh ur plac’h yaouank hag adkavout a ra e awen, o skrivañ diwar he fenn. Un deiz bennak avat e tizolo en deus krouet ar plac’h-se e gwirionez, bez ez eus outi, hag o chom en e di emañ hi…
N’eus netra souezhus e Ruby Sparks, ur film diwar-benn ur c’hrouer a fell dezhañ krouiñ ur plac’h hervez e c’hoant. Prantadoù fentus a zo er film met kalz prantadoù direnkus a zo ivez pa grog Calvin da glask cheñch Ruby en-dro (paouezet en doa da skrivañ diwar he fenn ur wech komprenet ar galloud en doa warni) pa n’a ket mat an traoù etrezo. Ur prantad start kenañ a vo er fin ivez, tro-dro da se. Iskis eo peogwir e seblant diskouez tuoù droch ar “Manic Pixie Dream Girl” (kaset betek penn ouzhpenn, o vezañ krouet gant an haroz e unan!) met war a seblant ne oa ket c’hoant Zoe Kazan, he deus skrivet ar senario hag a c’hoari perzh Ruby…
D’ur mare zo e vez lâret da g/Calvin pegen emgar eo met ne seblant ket klask eñ cheñch evit gwellaat e darempred gant Ruby ha klask kompren anezhi ha piv eo. Abalamour da se on bet lakaet diaes en ur sellet ouzh ar film a zo skañv ha fentus memestra ma na glasker ket prederiañ re.

Film sevenet gant Jonathan Dayton & Valerie Faris. Stadoù-Unanet Amerika, 2012, 1e44.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: