Sausage Party

N’ouzon ket re peseurt ali kaout diwar-benn Sausage Party. N’on ket bet souezhet tamm ebet gant ar pezh am eus gwelet ha gant an tuioù groz o deus displijet din met n’hallan ket lârat e oa null kennebeut. Rak mennozhioù mat a zo er film me gav ha dreist-holl ez a betek penn er “forzh petra” gant klozadur ar film, am eus kavet fentus-tre.
Sausage Party a zo un doare Toy Story gant boued ur gourmarc’had bras. Hunvre pep produ eo bezañ prenet gant an “doueed” (arvalien ar stal). Pa vo rentet ur podad moutard gant mel bet prenet dre fazi e lako douetañs en ur bagad produoù a glasko neuze gouzout hiroc’h war ar pezh a c’hoarvez ur wech bet prenet. Ur sapre preder a zo war ar relijion neuze, anat deoc’h ha deuet eo kentoc’h brav an tu-se me gav. Goude-se ez eus ur bern, ur BERN farsadennoù tro-dro d’ar rev a zo un tamm pounner, hag ur prantad dirolladeg zoken er fin a zo iskis-kenañ memestra…
Anat deoc’h neuze : ur film bevaat evit an dud deuet eo ha n’eo ket marteze ! N’am eus ket keuz bezañ gwelet peogwir e oa prantadoù fentus met ne chomo ket kennebeut em spered evel ur film mat peogwir e oa re a draoù jenus evidon. Evel-se mañ!

Film sevenet gant Conrad Vernon & Greg Tiernan. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e29. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: