Juste la fin du monde

Ar wech kentañ oa din sellet ouzh ur film savet gant Xavier Dolan. Juste la fin du monde a zo diazezet war ur pezh c’hoari hag anat a-walc’h eo en ur sellet ouzh ar film.
Louis, ul leurenner brudet a zistro da welet e familh. 12 vloaz zo n’en deus ket gwelet anezho. Hirie e rank lavar dezho emañ o vervel. Huchal a ra kalz izili familh Louis, a chom sioul. Dont a raio a-benn da gaout prantadoù e-unan gant pep hini ivez, evel kement senenn ur pezh-c’hoari.
Prantadoù brav-kenañ a zo er film (ar re didrouz, dre vras, goude an holl huchadennoù!) hag ar prantadoù o deus plijet ar muiañ din a vefe start gwelet war ul leurenn peogwir e oa an talennoù a-dost. Souezhet on bet gant Marion Cotillard, am eus kavet bamus e perzh c’hoar-gaer Louis. Diskouez a ra mat ivez an darempredoù start ha skoemp a c’hall bezañ en ur familh, hervez plas pep hini. Laouen e vin o tizoloiñ filmoù all Xavier Dolan bremañ.

Film sevenet gant Xavier Dolan, diwar pezh-c’hoari Jean-Luc Lagarce. Kanada & Frañs, 2016, 1e39.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: