Woman In Gold

Ne ouien ket tamm ebet diwar-benn petra oa kaoz e Woman in Gold. Kontañ a ra istor ar prosez a zo bet etre Maria Altmann ha kêr Vienna tro-dro da daolennoù livet gant Klimt bet laeret d’he familh gant an nazied. Un istor digredus a-walc’h peogwir e oa peadra da baouez gant ar prosez buan ken digalonekaus ma oa. Ar film a ziskouez an darempred etre Maria hag un alvokad yaouank, mab bihan d’ar sonaozour Arnold Schoenberg, en deus roet nerzh dezho da vont betek ar penn.
E-pad ar film e vo gwelet ivez eñvorennoù yaouankiz Maria, a-raok an eil brezel bed, ur wech aloubet kêr Vienna gant an nazied ha pa deus ranket tec’hout.
Kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film, a-drugarez d’an aktourien dreist-holl. Un doare teneridigezh a zo evit an tudennoù, sur.
Start eo avat kompren perak n’en deus ket fellet da virdi ar Belvedere kaout emglev (ken sur e oant da c’hounit?) e plas laoskel an taolennoù da vont. Na trist eo soñjal e ranker bremañ mont da New York da welet poltred Adele Bloch-Bauer, heverkañ skouer eus arz Klimt. War memes tro, daoust hag eñ n’eus ket galloudusoc’h arouez evit diskouez ar ranngalon eo bet evit ar Yuzevien o deus ranket tec’hout o bro a-benn chom bev (evit ar re o deus gallet chom bev)…
Setu neuze ar pezh a zo er film-se, kontet en un doare efedus me gav.

Film sevenet gant Simon Curtis. Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Amerika, Alamagn & Aostria, 2015, 1e49.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: