Je m’appelle Lucy Barton

Ul levr all e oan o lenn met poan am boa un tamm setu ‘m eus soñjet lenn ul levr all, simploc’h marteze evit klask adlañsañ an traoù. Re a levrioù am boa kroget ha dilezet e fin ar bloaz tremen.
Dibabet ‘m eus Je m’appelle Lucy Barton e-touez al levrioù da lenn evit strollad lenn al levraoueg. Dibabet ivez peogwir e oa skrivet gant Elizabeth Strout hag un eñvorenn dispar am eus bepred eus Olive Kitteridge.
Ur skrivagnerez eo Lucy Barton, o vevañ e New York. Pa oa bihan he merc’hed e voe  en ospital e-pad ouzhpenn 2 viz. Dont a reas he mamm da welet anezhi, padal e oa nebeut a darempred etre an div. Ur prantad start ha fromus evito met un degouezh ivez evit Lucy da brederiañ diwar-benn he bugaleaj paour-razh en Illinois.
Tro vo da welet an darempred gant he mamm evel-just, met ivez gant peurrest he familh, ar c’hoant kuitaat ar bed-se, ken start, ar garantez pe an hoal evit tud diavaez he c’houblad da c’houde… A bep seurt traoù a vo meneget e buhez Lucy Barton, hep mont don (traoù zo a vo divinet pe treuzdivinet zoken).
Dipitet on bet un tamm gant trede lodenn al levr, goude vefe aet kuit Lucy eus an ospital, ne seblant ket kaout memes nerzh ken hag ar chabistroù zo berroc’h, hep liamm kement-se hag o vont re vuan e buhez Lucy. D’am meno e vefe bet ret pe echuiñ al levr ur wech kuitaet an ospital, hep gouzout petra oa c’hoarvezet goude, pe kaout ul lodenn a-bezh, kalz hiroc’h, o tremen warlerc’h. Ma, un digempouez a zo sur evidon el levr ha domaj eo rak ne oa ket fall tamm ebet an div drederenn gentañ ha plijadur ‘m eus bet o lenn al levr memestra. Siwazh e choman marteze levezonet re gant ar pezh en doa plijet din kement e Olive Kitteridge hag am eus poan oc’h adkavout abaoe e skridoù Elizabeth Strout a-benn ar fin.

Romant skrivet gant Elizabeth Strout. Embannet e galleg gant Fayard (dastumad “littérature étrangère), d’an 23 a viz Eost 2017.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.