All Cheerleaders Die

N’eo ket staliet c’hoazh ma linenn pellgomz em ranndi nevez setu ec’h implijan un hotspot null. Diaes din neuze sellet ouzh Netflix pe traoù en linenn. Un degouezh a-feson evit furchal em fladennoù gallet diavaez ha sellet ouzh traoù enrollet warno a-benn ar fin!
Dibabet ‘m eus sellet ouzh ar film droch-mañ neuze.
All Cheerleaders Die a zo ur film dial. Maddy a ziviz kemer perzh er strollad cheerleaders goude marv he mignonez Lexi. E-keit-se, Leena, sorserez yaouank hag e karantez gant Maddy a grog da vezañ gwarizius. Ur bern traoù souezhus a c’hoarvezo neuze ha reuz bras etre ar strollad merc’hed ha paotred ar skipailh melldroad.
Ur film droch da vat eo All Cheerleaders Die. Fentus eo met ket a-walc’h evit mont dreist d’an tu nanar a zo gant an hollad. Ur spont eo an efedoù ispisial hag un tamm re anat an tu “merc’hed koant o pourmen gwisket skañv” a-hed ar film. Er fin eo kazi poanius da selaou gant an niver a huchadennoù a zo. Domaj eo rak n’eo ket ken fall ha se ar mennozh diazez.
Ma! Un tamm plas a zo war ma fladenn gallet bremañ ^^”

Film sevenet gant Lucky McKee & Chris Sivertson. Stadoù-Unanet Amerika, 2013, 1e30.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: