Dielloù evit Du, 2017

Après la pluie 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Du 18, 2017 by geekezig

Akira a zo liseadez, e kentañ klas. Sirius eo ar plac’h yaouank. Gloazet eo bet ha n’hall ket redek ken evel ma c’halle met tremen a ra hec’h amzer goude ar c’hentelioù o labourat en ur preti. Karout a ra ar perc’henn, un den 45 vloaz, un tamm penn-skañv ha skuizh.
Dipitet on bet un tamm gant tresadennoù Après la pluie ha jenet ivez gant an istor karantez-se. Fentus eo tudenn Akira, yen un tamm anezhi (ha koulskoude he deus kalz mignoned ha mignonezed) met start am eus kavet gwelet an dud oc’h ober goap eus perc’henn ar preti. Lenn a rin memestra klozadur an istor (a lako ac’hanon da cheñch ali marteze!) met n’on ket bet fromet kement-se gant an istor-se, evit ar poent.Istor ha tresadennoù gant MAYUZUKI Jun. Embannet e galleg gant Kana d’ar 7 a viz Ebrel 2017.

Advertisements
%d bloggers like this: