Experimenter

Pell zo am boa sellet un teulfilm ar-benn taol-arnod Milgram : Le jeu de la mort (bet produet gant France télévisions)
Pa ‘m boa gwelet e oa ur film diwar-benn an dodenn-se (gant Winona Ryder ouzhpenn!) e fell din e welet.
Ur biopic eo aze un tamm, diwar-benn Stanley Milgram. An amerikan a orin yuzev en doa gret un taol-arnod er bloavezhioù 60 evit gwelet perak e c’hall an dud heuliañ urzhioù (spontus). Kalz a draoù a zo tro-dro d’an taol-arnod-se er film neuze ha penaos e oa bet diskaret e doare da ober. Gwelet e vez ivez e vuhez prevez hag e labourioù all.
Ur stumm ispisial a-walc’h a zo d’ar film, gant lodennoù heñvel ouzh ur pezh c’hoari da vareoù zo (gant skeudennoù evel foñs, hep klask kuzhat an efed-se, er c’hontrol). Dic’hortoz e ra neuze, na vezer ket boaz kement-se. Dedennus ‘m eus kavet ar film mod all ha plijus gwelet Peter Sarsgaard ha Winona Ryder (hag Anton Yelchin, 😥 ).

Film sevenet gant Michael Almereyda. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e38.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

w

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: