Dielloù evit Eost, 2017

Le dahlia noir

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 24, 2017 by geekezig

N’eo ket sklaer ma eñvorennoù eus levr Ellroy bet lennet ganin pa oan el lise. Film Brian de Palma n’am eus ket bet tro da welet. Setu neuze ul levr bannoù-treset a c’hall lakaat da ijinañ petra vefe bet film David Fincher war an dodenn-se ma vefe deuet a-benn da gas e raktres da benn.
Dre ret, peogwir e oan bet plijet gant ar romant, em eus kavet e oa lusket mat ha dedennus an istor. Ur sapre levr bannoù-treset eo! Ma c’hudenn a oa kentoc’h gant an tresadennoù. N’int ket vil, an aergelc’h a glot mat gant hini Los Angeles ar bloavezhioù 40 (L.A Noire style :D), al livioù a zo brav met un tamm re lipet e oant marteze? Pe un tamm “difiñv”? N’oufen ket lârat petra resis a zisplije din met ne chomen ket da sellet outo, tapet ma oan gant ar skrid ha dipitet gant an nebeut a from a gaven en tresadennoù.
An embannadur “deluxe” am eus lennet ha kalz danvez zo er fin evit gouzout penaos eo bet labouret al levr bannoù-treset-mañ, dedennus e oa bepred.
Un azasadenn a gavan me etre neuze hag a ro keuz din ne vefe ket aet da benn raktres Fincher dreist-holl!Istor gant Matz ha David Fincher diwar James Ellroy, tresadennoù gant Miles Hyman. Embannet e galleg gant Casterman, d’an 13 a viz Du 2013.

Advertisements

Yûrei Station

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Eost 23, 2017 by geekezig

Ur c’hoari bihan tout eo Yûrei Station. Eeun-kenañ eo ha berr-tre (20 munut ‘m eus me lakaet).
War vourzh un tren e krog an traoù. Dizoloet ‘vez kemennadennoù souezhus hag an harozez a zo o klask kavout ur respont bennak.
Ur c’hoari bet savet gant Atelier Sentô eo hag an tresadennoù ‘zo bet graet e korf 2 devezh stal-labour gant 25 lisead eus Naoned e miz Meurzh 2017.
Santet e vez ul levezon eus istorioù tasmantoù japanat. Daoust d’an doare eeun da vont war-raok (klikañ hepken, un nebeut “luziadelloù” simpl-tre) on bet souezhet meur a-wech ha nec’het un tamm gant an aergelc’h. Peadra da dremen ur prantadig a-feson ma plij seurt aergelc’h deoc’h en tu-hont d’ar raktres dedennus.

C’hoari point-and-click evit ur c’hoarier, diorroet hag embannet gant Atelier Sentô. Da bellgargañ hepken war Windows, Mac ha Linux, digoust, abaoe ar 6 a viz Mae 2017 : https://ateliersento.itch.io/yurei-station

Chinoises

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Eost 16, 2017 by geekezig

Chinoises a zo un dastumad testenioù bet dastumet gant Xinran pa oa kelaouennerez e Sina. A bep seurt istorioù a zo da lenn neuze. Merc’hed bet dimezet dre heg pe evit abegoù politikel, c’hoarezed gwallet, paourentez, digenvez, buhezioù cheñchet trumm abalamour d’an dispac’h sevenadurel… Ur bern testenioù start-kenañ neuze. Meur a hini am eus kavet fromus-kenañ (ranket chom a-sav a wechoù ken tizhet e oan) ha kompren a ran a-walc’h e vefe bet start da Xinran skrivañ al levr-mañ goude bezañ bet klevet pep plac’h o komz. Koulskoude eo pouezus-tre. Santet e vez mat un doare dismegañs (ha n’eo ket heverk eus Sina moarvat) evit sell ar merc’hed war ar bed hag an darvoudoù. Merc’hed a bep seurt oad, a bep seurt live sokial, gant micherioù ha tonkadoù disheñvel (studierezed, gisti, peizantezed, renerezed embregerezh, ijinourezed, merc’hedigoù…). Kompren a ran e vefe bet graet berzh gant abadenn Xinran pa veze skignet er radio, marteze en deus se sikouret an dud da bareañ un tammig goude bezañ bet bevet traoù euzhus. Ul levr a-bouez kenañ eo me gav daoust da begen start eo, leun a feulster, digredus eo c’hoazh ijinañ pezh en deus gallet Sinaiz gouzañv hag ober e-pad an dispac’h sevenadurel…
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn saviadoù merc’hed Sina ha ma n’em santit prest da lenn traoù start-kenañ, e kuzulian al levr-mañ deoc’h.

Levr bet skrivet gant Xinran. Embannet e galleg gant Philippe Picquier d’an 21 a viz Genver 2003.

Green Room

Posted in Filmoù with tags , , , , on Eost 14, 2017 by geekezig

Ur film “bihan” eo Green Room. Ar strollad punk Ain’t Rights a glask son un tammig e pep lec’h, er Stadoù-Unanet. Partiet fall-tre eo an traoù met kinniget e vez dezho un abadenn ziwezhañ. Kompren a reont en ur erruout eo en ur sal gant neo-nazied, dreistelourien wenn, hag all.
Ober a reont un tamm atiz neuze (o kanañ “Nazi punks, fuck off” an Dead Kennedys ^^) araok mont kuit didrabas pe dost. Pezh a zo e vo unan anezho test eus ur muntr (pe test eus ar c’horf marv pa lârin mat) ha bac’het e vo ar strollad a-bezh gant aon e vefe pellgomzet d’ar polis ganto. Klask a reont marc’hata ha tec’hout met ne vo ket aes tamm ebet…
Kalz plijadur m’eus bet o sellet ouzh Green Room, ur film-skrij “chom bev” a-feson eo, gant un aergelc’h deuet mat-kenañ (ar sal abadennoù, dilhad an dud, hag all), fent a zo ouzhpenn. Feuls-tre eo ha heugus da vareoù zo met tapet on bet penn-da-benn en istor. Un taol-dreist ral me gav.

Film sevenet gant Jemery Saulnier. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e35.

Une sœur

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 6, 2017 by geekezig

Ul levr bannoù-treset a zoare eo Une sœur evit an hañv. Tremen a ra familh Antoine he vakañsoù e kichen ar mor, kostez Molenez. Un ti vakañsoù o deus du-se. Antoine hag e vreur Titi a dres, a c’hoari DS, a ya da neuial ha da c’hoari war an draezhenn hag all. Sylvie, ur vignonez d’o zud, he deus kollet he danvez babig. Dont a ra da gaout repu gant he merc’h Hélène, 16 vloaz, en o zi. Hélène a zo koant hag a fell dezhi ober ur bern traoù. Bamet eo Antoine. Asambles ganti ez aio da ouelioù gant reoù yaouank o kampiñ dre aze hag e vo darempredoù revel etrezo zoken. Pep tra a zo dous koulskoude, gwelet dre sell Antoine, 13 vloaz, bugel c’hoazh un tamm… Brav eo an tresadennoù ouzhpenn. Deuet eo brav santad an amzer o tremen e-pad an hañv, devezhioù da leuniañ, aon ha c’hoant ober traoù “evit ar re vras” ha melkoni koulskoude.
Ar fin am eus kavet fromus. Ul levr kaer!Istor ha tresadennoù gant Bastien Vivès. Embannet gant Casterman, d’an 3 a viz Mae 2017.

%d bloggers like this: