Jeu d’ombres 1

Golo Jeu d’ombres en doa plijet din er stal levrioù. Fellout a rae din e lenn hep bezañ dalc’het soñj kement-se eus petra oa kaoz en istor.
E Lyon e tremen an traoù, an haroz, Cengiz, a zo ur studier war ar gwir, ha barrek ouzhpenn-se. Plijout a ra Viviane dezhañ, hi, eus he zu, a glask kavout he hent rak ne teu ket a-benn gant he studioù. Fellout a rafe dezhi ober politikerezh.
Cengiz a zeu a-benn da sioulaat an traoù etre ur strollad reoù yaouank hag ar polis un nozvezh. Merzet e vez neuze gant tud er galloud. Divizout a ra, gant sikour Viviane, sevel ur gevredigezh evit reoù yaouank ar vanlev. E keit-se ez eus ivez breur Cengiz, toullbac’het e Turkia…
Kalz a draoù a zo benn ar fin e-barzh Jeu d’ombres, kazi re da vareoù zo. Plijet on bet spontus gant tresadennoù ha livioù Merwan met an istor am boa poan oc’h heuliañ a-wechoù, dre ziouer a anaoudegezh eus kumuniezh Turkia marteze ? Echuiñ a ra an traoù war ur c’hliffhanger a feson avat setu piv oar ma ne vin ket techet da lenn an eil, un deiz bennak…Istor gant Loulou Dedola, tresadennoù gant Merwan. Embannet gant Glénat d’an 21 a viz Gwengolo 2016.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: