Dielloù evit Even 13, 2017

I Don’t Feel at Home in This World Anymore

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 13, 2017 by geekezig

Film kentañ Macon Blair eo ha gounezet en deus priz bras ar juri e festival Sundance (er rann “US dramatic”) a zo brudet evit lakaat war-wel filmoù bihan/dizalc’h amerikan.
An titl en doa plijet din hag abalamour e oa Elijah Wood o c’hoari e-barzh e felle din awalc’h e welet.
Ruth a zo ur plac’h erru skuizh gant an dud diseblant ha diseven tro-dro dezhi. Pa ‘vez laeret traoù resis diganti en he zi e tiviz klask war-lerc’h al laeron gant sikour hec’h amezeg iskis, Tony.
Ur film simpl a-walc’h eo I Don’t Feel at Home in This World Anymore met plijet on bet gant an aergelc’h (kêriadennig amerikan, live sokial etre pe izel zoken). Fentus eo me gav (tudenn Tony, an enklask da skouer a zo diskoulmet “aes” hag e doareoù dic’hortoz met gwirheñvel) daoust da eil lodenn ar film bezañ kazi lu peogwir n’eo ket gwirheñvel tamm ebet ken (met feuls ne lavaran ket!). Ur film berr ha simpl a guzulian digudenn neuze.

Film sevenet gant Macon Blair. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e36. Skignet gant netflix abaoe ar 24 a viz C’hwevrer e Frañs.

Advertisements
%d bloggers like this: