Dielloù evit Even 6, 2017

The Strangers (곡성 / Gok-seong / The Wailing)

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 6, 2017 by geekezig

Sot on gant The Chaser ha keuz em boa pas bezañ bet gwelet The Strangers warlene er sinema. Ur film faltazi eo ha spont zoken kazi. En ur gêriadennig e Korea e krog an dud da vervel e doareoù souezhus ha feulz. Ur poliser diampart a rank enklask gant peurrest e skipailh. Buan e komz tud ar vro eus “ar Japanad” un den kozh estren a vev en un ti don er c’hoadoù. Pa vo taget merc’h ar poliser gant ar seurt spered fall a zo er vilajenn e vo startoc’h c’hoazh an traoù…
Un enklask eo The Strangers neuze met ivez ur film faltazi (gant speredoù, stoliadur, kredennoù lec’hel hag all). Lodennoù feuls-tre ha gwadek kenañ a zo er film. Stegn eo an aergelc’h evel m’eo ret ha kaset eo mat an traoù war-raok. Plijus eo ivez aergelc’h ar gêriadennig e-kichen ar menezioù, dindan ar glav… Evel boaz kazi er filmoù korean e seblant divarrek ar polis met aze eo liammet kentoc’h gant pegen dic’hortoz ha divent eo an darvoudoù evit ur skipailh kustum da aferioù “trankil” ur gêriadennig. Anat eo e c’haller lakaat ar gaoz war an disfiz a vez rak tud disheñvel/estren, ivez, diouzhtu e vez lakat ar bec’h war an den a gostez ha n’eo ket korean (gant gwir abeg pe get).
Ur film a-feson eo (chom a raio The Chaser ma hini karetañ avat) met dav bezañ prest da c’houzañv huchadennoù ha gwad, me lâr deoc’h!

Film sevenet gant Na Hong-jin. Korea ar Su, 2016, 2e36. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

%d bloggers like this: