Dielloù evit Even 5, 2017

Deepwater Horizon

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 5, 2017 by geekezig

Peter Berg a blij din peogwir en deus krouet Friday Night Lights, unan eus ma stiradoù karetañ. Met e filmoù avat a zo un afer all (Hancock am boa kavet spontus da skouer)… Koulskoude en deus fellet din sellet ouzh Deepwater Horizon. Ur film a glask diskouez petra oa c’hoarvezet e miz Ebrel 2010 er mor e Louiziana hag a voe da c’houde gwashañ lanv du Amerika an Norzh eo. Kaset eo mat ar film ha bamus da vat an tarzhadennoù ha darvoudoù pa ya pep tra da get war al leur direoul.
Ur film “gwallreuz” efedus neuze met n’eo ket kalz tra ouzhpenn. Un tu “amerikan” da vat a zo evel-just (un tamm torr-penn) gant harozed hag harozezed ordinal (“everyday hero”). Pal ar film a zo diskouez an darvoudoù ket dre ret bezañ ur film gant tudennoù dedennus, from hag all. Un doare onest ha dedennus da welet an traoù eo me gav met start eo neuze gwelet anezhañ evel ur gwir film klok. E berzhioù mat en deus koulskoude. Ma fell deoc’h tremen ur prantad war ul leur direoul e lec’h ma tro fall an traoù, e kuzulian ar film-se deoc’h. Mod all, pas kement-se! ^^

Film sevenet gant Peter Berg. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e47.

Advertisements
%d bloggers like this: