Dielloù evit Even 4, 2017

Infinity 8 – 1 : Romance et macchabées

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Even 4, 2017 by geekezig

Ur rummad levrioù bannoù-treset savet gant Lewis Trondheim eo Infinity 8. Ur steuñv a zo d’ar rummad a-bezh ha pep levrenn a zo savet gant tud disheñvel. Zep ha Dominique Bertail evit Romances et macchabées, al levrenn gentañ.
Lañset eo an traoù : war vourzh an Infinity 8, ar c’habiten a c’hall distreiñ en amzer 8 gwech 8 eur. Ret e vo da 8 implijad eus al lestr enklask war ar pezh a vir anezho da genderc’hel sioul gant o beaj.
Mennozh diazez ar stirad a blij kalz din met n’on ket bet entanet gant an istor-mañ, siwazh. Re bounner ar fent evidon ‘m eus aon. Dudius ‘oa memestra met spi ‘m eus e kavin muioc’h a blijadur en istorioù all.Istor gant Lewis Trondheim ha Zep, tresadennoù gant Dominique Bertail. Embannet gant Rue de Sèvres d’ar 25 a viz Genver 2017.

Advertisements
%d bloggers like this: