Dielloù evit Mae, 2017

Les Olympiades truquées

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Mae 31, 2017 by geekezig

Ul levr skiant-faltazi eo Les Olympiades truquées. Tremen a ra an istor e Frañs, diwezhatoc’h en XXI vet kantved. Div blac’h a vo heuliet a-hed ar romant : Maël a zo klon gwreg ur skiantour, bet desavet gantañ neuze, evel ur verc’h met evit bezañ e wreg. Un darempred skoemp a zo etrezo neuze evel-just, ha Sphyrène a zo hi e-touez gwellañ neuierezed Frañs hag o prientiñ evit ar c’hoarioù olimpek a vo a-benn nebeut.
Ur bed leun a dramm eo hini les Olympiades truquées, evit gwellaat korf mab-den hag ar sportourien a live uhel, ur bed gant nebeut a verc’hed o c’henel neuze o deus tapet ur seurt gallout (ur gwaller a vo spazhet da skouer) met kalz tud ganet evel paotred a zo e gwirionez merc’hed treuzjener… Ur bern traoù a zo e levr Joëlle Wintrebert me gav. Re marteze.
Start ‘m eus kavet heuliañ pep tra, dreist-holl pa oa tudennoù all estreget an div blac’h (skiantourien hag all). Mennozhioù dedennus-kenañ a zo me gav met reoù zo n’eont ket pell-tre (Maël a seblant dilezel penn-da-benn personelezh he “skouer” padal e ouier he deus eñvorennoù dezhi). Kalz prantadoù rev a zo, kalz anezho a zo skoemp, gwalloù a vil-vern a zo ivez. Ul levr start eo neuze.
E lennet am eus evit klub lenn “Une chambre à nous” ha kalz tud n’int ket aet betek ar penn. Ar pezh a zo domaj peogwir ez eus traoù dedennus o c’hoarvezout en eil lodenn (an neuierezed o kompren e vezont drammet, Maël er strollad a brient ur gwalldaol). Bamus a-walc’h eo soñjal e oa bet skrivet stumm kentañ al levr e deroù ar bloavezhioù 80 (adstummet eo bet meur a wech, troc’het, adskrivet a-raok kavout e stumm fin e 1998 gant embannadur Bélial) gant ar skrivagnerez. Arabat disoñjal an dra-mañ ivez rak ma seblant traoù zo iskis (tudenn breur Sphyrène a zo e gwirionez ur plac’h treuzjener), n’eus ket keit-se zo e oa souezhus lakaat ar gaoz war-se, anat eo ne oa ket ken soutil komz eus seurt dodenn 40 vloaz zo.
Ul levr na guzuilhfen ket eo avat, un tamm start ‘m eus kavet e lenn ha ne oa ket plijus kement-se, din me.

Romant skrivet gant Joëlle Wintrebert. Embannet gant J’ai lu, e miz Du 2000.

Freaks and Geeks

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , on Mae 7, 2017 by geekezig

Brud Freaks and Geeks a anavezen met ne oan ket bet dedennet a-walc’h james evit sellet ouzh ar stirad. Gant ma c’houmanant netflix avat ne oa abeg ebet ken da chom hep sellet ouzh ar stirad-se ha zo ur bloavezh hepken ha 18 rann en holl.
Peadra da ziskouez ur bloavezh skol e McKinley, e kontelezh Chippewa, er Michigan, e deroù ar bloavezhioù 80. Sam, 14 vloaz, a zo o paouez kregiñ gant al lise, gant e vignoned Neal ha Bill emañ e-touez ar geeked. Lindsay, e c’hoar, a zo ur plac’h sirius met a zo o klask bevañ traoù nevez, mont a ra davet strollad ar re a vutun hep labourat kalz, ar “freaks”. Gwelet e vo neuze istorioù an daou strollad mignoned met ivez  reoùar familh Weir. Fentus-tre eo ar stirad ha gwirheñvel ivez, gant prantadoù start, fromus…
Souezhet on bet gant pegen “gwenn” e oa an holl er stirad met goude bezañ bet o klask, n’eo ket ken souezhus-se rak 72% eus an dud a oa gwenn e kontelezh Chippewa e… 2010! Ouzhpenn bezañ marteze ur gudenn skinwel heverk eus ar bloavezhioù 90.
Fentus eo gwelet ur bern aktourien a vo brudet da c’houde (e strollad ar freaks dreist-holl).
Unan eus nerzhioù ar stirad a zo an eiltudennoù : Tad Lindsay ha Sam (fentusañ tudenn ar stirad d’am meno!), Rosso ar c’huzulier-heñchañ, ar c’helenner sport, Harris. An tudennoù “displijus” zoken (evel Vicki e penn an chearleader pe Todd eus ar skipailh basket). Kalz mignoniezh ha prantadoù “familh” a feson a zo ivez. Souezhet on bet ivez e vefe lakaet ar gaoz war an dud etrerevel, en un doare a gave din null er penn-kentañ met hag a zo echuet mat. E gwirionez eo deuet a-benn ar stirad-se da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sirius en ur virout un ton skañv.
Ur gwir blijadur eo bet evidon gant c’hoarzhadennoù e-leizh, prantadoù fromus, tudennoù dreist, prantadoù heverk, a chomo em spered e pad pell d’am soñj.

Stirad krouet gant Paul Feig. Bloavezh gant 18 rann 44 munut. Bet skignet evit ar wech kentañ d’ar 25 a viz Gwengolo 1999.

%d bloggers like this: