Dielloù evit Ebrel, 2017

À nous deux, Paris!

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Ebrel 18, 2017 by geekezig

N’on ket bet dedennet james gant levrioù JP Nishi, ur Japanad o reiñ e sell war b/Pariz. Met dre m’eo bet kinniget deomp gant embanner e levr diwezhañ degemer anezhañ el levraoueg e seblante sirius lenn un tamm ar pezh en doa graet, memestra.
Kroget on en urzh neuze gant À nous deux, Paris! a zispleg penaos eo erruet e Pariz, hep gouzout galleg, evit dont da labourat gant tresourien bannoù-treset (met buan e komprenas ne ya ket en-dro an traoù evel e Japan).
Kontañ a ra neuze gant fent hag en un doare skañv-tre an traoù a gav souezhus e Pariz, doareoù da vezañ hag all. Un tamm pounner eo a-wechoù abalamour d’e dudenn lu ha kliched met moarvat gwir-tre evit Japaniz a zeu da veajiñ ha/pe da vevañ e Frañs.
Istor ha tresadennoù gan Jean-Paul Nishi. Embannet e galleg gant Philippe Picquier, d’ar 4 a viz Mae 2012.

Girls bloavezh 5

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , , , , , , , on Ebrel 13, 2017 by geekezig

Resevet eo bet pempvet bloavezh Girls el levraoueg ha soñjet ‘m eus “sell ‘ta! Petra ‘zo c’hoarvezet gant an tudennoù-se?!”
Plijadur ‘m eus bet gant lodenn gentañ ar bloavezh, dreist-holl gant ar pezh a c’hoarveze gant Shoshanna, e bro Japan.
Ur rann a-bezh a zo tro-dro da Varnie, a zo un dudenn a zisplij d’ur bern tud ha koulskoude e kavan eo an hini gwirheñvelañ (pe ez eus traoù a gavan ouzhin enni?) : “Panic at Central Park” a zo deuet brav-tre. Goude-se avat n’on ket bet plijet kement gant fin ar bloavezh, abalamour marteze da zarempred Jessa hag Adam pe d’an nebeut a Shoshanna a vez gwelet. Piv ‘oar!
Nebeutoc’h a draoù dedennus a zo dre vras er bloavezh avat (n’eus ket kaoz ken eus politikerezh gant tudenn Ray na kement-se eus krouiñ ha skrivañ, gant Hannah ha Marnie). An holl a zo o labourat pe gant studioù, darempredoù stabil tamm-pe-damm, n’eus ket kalz tra nevez… Estreget Shoshanna hag ar pezh a vev pell vro hag an doare m’eo rannet etre ar c’hoant da zistreiñ hag an ezhomm da dec’hout ‘m eus kavet kreñv-tre. Ar peurrest ne oa ken met adlavarout traoù a oa bet lavaret dija, siwazh. Ma, ne chom ket kalz a rannoù ken, tost echu ar stirad a-bezh neuze e klaskin mont betek ar penn memestra. Diwezhatoc’h!
Ur wech ouzhpenn e oa plijus sellet ouzh ar “featurette” evit pep rann a zo war an DVD hag un toullad tammoù bet tennet.

Stirad bet krouet gant Lena Dunham. Bloavezh gant 10 rann tro 26 munut, bet skignet evit ar wech kentañ war HBO etre an 21 a viz C’hwevrer hag ar 17 a viz Ebrel 2016.

Dédale 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Ebrel 3, 2017 by geekezig

Div harozez Dédale a genloj asambles peogwir e labouront evit un embregerezh c’hoarioù video. En em adkavout a reont en ul lec’h souezhus, ur savadur heñvel ouzh hini o labour met a seblant mont en-dro evel ma c’hallfe ur c’hoari ober. Dañjerioù a zo met ivez traoù a ya en-dro en un doare resis. Mont a reont war-raok en endro iskis-mañ en ur glask a bep seurt traoù ha kompren reolennoù al lec’h…
Ur meskaj etre ar c’hoari Portal hag ar film Cube eo Dédale kazi. Un daouad fentus eo (an div dudenn), unan a glask pep tra evit gwelet penaos e ya en-dro ar “c’hoari” eben a zo kentoc’h dedennet gant an istor, petra eo sekred al lec’h… Un daolenn eus an doareoù c’hoarierien ha c’hoarierezed a zo 😉
Un tamm souezhus eo avat gwelet ur “c’hoari video” war baper evelse, traoù zo n’int ket anat da gompren, ne seblantont ket dre ret mont en-dro. Fentus eo ar mennozh avat ha kevrinus ar bed ha perak emañ ar merc’hed aze. E-pad pegeit e chomo ken dudius ? Un afer all eo !

Istor ha tresadennoù gant Takamichi. Embannet e galleg gant Doki doki, d’ar 6 a viz Gouere 2016.

%d bloggers like this: