Sin City : A Dame To Kill For

Sin City, ar film, a blij kalz kalz din. E Japan e oan pa oa deuet er maez Sin City : A Dame to Kill For e sinemaoù Frañs ha c’hwitet warnañ war ar skramm bras neuze.
‘M eus aon n’eo ket bet ur c’hwitadenn (eus ma ferzh) kement-se peogwir n’on ket bet entanet gant an heuliad-mañ. Digempouez eo an istorioù, gant un istor kalz pouezusoc’h eget ar re all. Ha torr-penn ‘m eus kavet peogwir e oa tro-dro d’un “intañvez zu” (Eva Green) (ma kavit ur ger pe un dro lavar propoc’h lârit din marplij!). Splann eo aze eo ar merc’hed evel kirri pe traoù estreget pa int drouk hag ec’h implijont o c’horf evit kaout arc’hant. Ec’h.
An istorioù all n’int ket tennet eus ar rummad levrioù BT war-eeun met ijinet gant Frank Miller a-ratozh evit ar film ha kentoc’h dedennus met re verr siwazh.
Distabilaet on bet ivez gant ar cheñchamantoù aktourien, dreist-holl ar plac’h a c’hoari deadly little Miho. An dibaboù liv ne seblantont ket ken “arouezel” hag a oant e Sin City ha kavet ‘m eus ivez e oa kazi viloc’h an disoc’h gant teknologiezhioù 2014 eget gant reoù kreiz ar bloavezhioù 2000…
N’on ket gouest da lârat e oa null met anat n’eo ket a live gant ar film kentañ, pell alese.

Film sevenet gant Robert Rodriguez ha Frank Miller. Diazezet war levrioù bannoù-treset Frank Miller. Stadoù-Unanet, 2014, 1e42.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: