Dielloù evit C'hwevrer, 2017

Les trois fantômes de Tesla 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 28, 2017 by geekezig

trois-fantomes-teslaGolo Les trois fantômes de Tesla en doa plijet din. A-wechoù, n’eus ezhomm mann all ebet evit kaout c’hoant da lenn un oberenn, neketa ?
E fin 1941, e New York, e tremen darvoudoù an istor. Ur paotrig hag e vamm, nevez erruet, a vo heuliet. Ar Stadoù-Unanet ne gemeront ket perzh c’hoazh en eil brezel bed met stignet eo an traoù evel-just. Un doare ukroniezh eo an istor neuze, savet war kevezerezh Tesla hag Edison. N’eo ket klok an istor evel-just met peadra a zo da ijinañ e vo savet armoù, robotoù ha me oar ivez eus tu Japan.
Brav ‘m eus kavet an tresadennoù met un tamm iskis al lusk, ne oan ket tapet kement-se en istor. Un diouer a bersonelezh gant an haroz marteze ? Santet e vez un tamm levezon Alex Alice (a zo trugarekaet gant an oberourien) met hep an nerzh… Da welet penaos e troio an istor!fantomesteslaIstor ha livioù gant Marazano, tresadennoù gant Guilhem. Embannet gant Le Lombard, d’ar 26 a viz Eost 2016.

Mia & Co 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on C'hwevrer 27, 2017 by geekezig

miaco1Klevet am boa komz diwar-benn Mia & Co en ur glevout an treser, Hitori De, en un abadenn war chadenn Nolife. O c’houzout e oa ur c’henlabour gant Vanyda e oan en soñj e lenn diouzhtu. Mia & Co a zo un istor krennarded ordinal a-walc’h. E pevare klask emaint ha Mia, an harozez, a n’em glev kentoc’h gant paotred. C’hoari a reont gant c’hoarioù video asambles goude ar c’hentelioù e ti tad-kozh unan anezho. Studierien yaouank a vez o lojañ en ti bras-se ivez.
Mignoniezh ha deroù karantez, setu ar pezh a gont an istor evit ar mare. Plijus e oa da lenn met erru on skuizh un tamm gant an tech tudenn “plac’h n’em em glev ket gant ar merc’hed all” hag a vez o troukkomz diwar-benn ar merc’hed a lak fardaj pe me oar me (merc’hed gwelet evel “gwregeloc’h” egeti lakaomp). War memes tro on kazi sur e oa lodennoù ouzhin un tammig evel-se d’an oad-se met evel den deuet e kavan torr-penn diskouez ar skouer-se d’ar grennardezed.
An tresadennoù n’int ket ken brav hag ar pezh em befe kredet kennebeut (stummet eo bet Hitori De e skol Disney Milan neuze ec’h ijinen tresadennoù heñveloc’h eus W.I.T.C.H. da skouer a blije din lenn pa oan el lise ^^, marteze eo kenkoulz na vefe ket e gwirionez). Ul lennadenn skañv mat evit ar grennarded, marteze pas kement evit ar re vras!miacodiIstor gant Vanyda, tresadennoù gant Hitori De. Embannet gant Dargaud, d’an 2 a viz Gwengolo 2016.

Un million d’éléphants

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on C'hwevrer 18, 2017 by geekezig

un-million-delephantUn million d’éléphants a ginnig ur sell war istor al Laos e-kerzh an XXvet kantved. Awenet gant istor familh Vanyda, met ivez testenioù bet dastumet e-pad ur veaj du-hont, e vo tro da welet a-hed ar pajennoù istorioù buhez liesseurt. Brezelioù (Indosina, Vietnam), diktatouriezh komunour, divroañ… N’eo ket skañv an darvoudoù kontet.
Desket ‘m eus ur bern traoù diwar-benn istor al Laos met start ‘m eus kavet pas kaout ur gartenn (hag a zo er fin e gwirionez, pebezh drochez!) evit kompren pelec’h e tremene an traoù pe d’an nebeutañ pegen pell e oa ar c’hêrioù an eil re eus ar re all pe e-kichen peseurt harzoù. Ma, ma vefen fin ne vefe ket bet ken poanius. Memes kudenn ‘m eus bet gant an tudennoù, ur BERN a zo, rummadoù disheñvel eus memes familh ha peadra da vezañ kollet mik. Evidon-me e vefe bet boued evit div levrenn pe neuze e vefe bet ret chom hep kontañ traoù zo (marteze ne oa ket ezhomm komz diwar-benn al ladyboy da skouer?)…
Ma, ul levr dedennus eo memestra gant tresadennoù ha livioù a-feson. Santet e vez e oa pouezus evit Vanyda komz diwar-benn istor he familh ha bro hec’h orinoù. Marteze e vefe bet gwelloc’h dezhi sevel an istor hec’h unan?millionelephantsIstor gant Jean-Luc Cornette, tresadennoù gant Vanyda. Embannet gant Futuropolis, d’an 3 a viz Genver 2017.

This One Summer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on C'hwevrer 17, 2017 by geekezig

thisonesummerAbaoe pell e welan This One Summer hag e fell din e lenn, aliet eo bet gant ur bern tud ouzhpenn.
Rose a ya betek an ti a vez feurmet gant he zud bep bloaz evitan hañv. Du-hont e c’hoari gant Windy, he amezegez a zo un tammig yaouankoc’h. Stignet eo an traoù etre mamm ha tad Rose. An div rak-krennardez a feurm filmoù, a ya da neuial, a bren madigoù hag a glask heuliañ istorioù ar re yaouank a labour er stal…
Ur poltred fromus a ginnig an div genitervez el levr bannoù-treset-mañ. Un istor familh, gant an darvoudoù start, mignoniezh, ar vakañsoù ha dreist-holl ar guriusted a c’hall krennarded “vihan” kaout evit ar re “vras”, dieub hag o vevañ traoù all… Brav eo an tresadennoù hag an dibab livioù (un doare bikromiezh a vez kavet ingal e Amerika an Norzh war a seblant). Un istor gant tudennoù gwirheñvel, ul levr leun a gizidigezh a alian deoc’h ivez bremañ.this-one-summerIstor gant Mariko Tamaki, tresadennoù gant Jillian Tamaki. Embannet gant First second, d’ar 6 a viz Mae 2014.

Anomalisa

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 5, 2017 by geekezig

anomalisaUr film bevaat eo Anomalisa. Ur film bevaat evit ar re vras. Bamus eo an teknik, ur film e “stop motion” eo ha talennoù brav-kenañ a zo er film. Plijus eo ivez an advouezhiañ gant taol-mouezh saoz David Thewlis (Lupin forever <3) ha ton dous Jennifer Jason Leigh.
Heuliet e vo Michael Stone, un den en deus skrivet levrioù o deus graet berzh evit sikour embregerezhioù gant o darempredoù gant o arvalien. Tremen a raio un nozvezh en un ostaleri a-raok kemer ar gaoz dirak ur saliad tud. Ne oa ket deuet e Cincinnati en-dro abaoe pell ha klask a raio adkavout roud ur c’haredig a-gozh. A bep seurt traoù a c’hoarvezo gantañ e kerzh an noz, betek e gejadenn gant Lisa.
Ur film iskis eo Anomalisa, en deus lakaet ac’hanon diaes. An holl tudennoù estreget Michael ha Lisa o deus memes penn ha memes mouezh. Ur bed nec’hus kenañ a zo diskouezet er film. Splann eo eo evit taolenniñ kudennoù bred an dudenn (a vefe klañv gant kleñved Fregoli hervez ar pezh am eus lennet) met n’on ket deuet a-benn da gavout dedennus ken diaesaet e oan. Domaj eo rak ral eo filmoù bevaat ken mat e-keñver teknik ha gant temoù evit an dud deuet…

Film sevenet gant Duke Johnson ha Charlie Kaufman. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.

%d bloggers like this: