Zen méditations d’un canard égoïste

zenJean Plumo a vev en un doare ordinal. Roet eo bet e sac’h dezhañ nevez zo avat ha fellout a ra dezhañ mont da vakañsiñ evit aveliñ e benn un tammig. Divizout a ra mont e-pad ur sizhun en ur repu zen, hep kompren pezh eo e gwirionez. Souezhet eo gant ar pezh a vez lakaet d’ober neuze ha spontet gant an istorioù a vez kontet dezhañ. Tamm-ha-tamm avat e sil ennañ elfennoù zo eus ar voudaegezh…
Lenn Zen méditations d’un canard égoïste a zo un doare disoursi da zeskiñ traoù diwar-benn ar voudaegezh, gant fent ouzhpenn. Plumo a ya ken pell ganti abalamour ne ouie netra eus pezh a oa o vont da c’hoarvezout, e vez gwelet pegen lu e c’hall seblantout bezañ c’hoantoù boutin, met ivez tuioù start an doareoù zen, a zo ur gwir hent, leun a skoilhoù pa vezer boaz da vinvioù evit aesaat ar vuhez, hag all. Plijadur ‘m eus bet o lenn al levr bannoù-treset-mañ, am eus kavet dedennus hag aes da lenn. Dipitet on bet un disterig gant ar fin marteze.zen_dIstor ha tresadennoù gant Phicil. Embannet gant Editions Carabas, d’ar 4 a viz Du 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: