Mon amie Gabrielle

couvcordelia-ebookMon amie Gabrielle a zo ur romant a ziskouez mignoniezh daou zen, Gabrielle ha Salah, e-pad ur prantad 10 vloaz.
Chabistroù berr a zeskriv un tamm darvoudoù a c’hoarvez ganto (el lise da skouer, ur wech echu o studioù da c’houde ha reoliekoc’h adalek ar mare-se) a zo a bep eil gant deizlevr Gabrielle.
Ur romant diwar-benn an treuzidentelezh eo evel-just met dodennoù all a zo lakaet ar gaoz warno : feulster ha darempredoù “pistrius”, prederioù tro-dro d’ar revelezh ivez, hag all. Tudenn Salah a servij da welet un tamm penaos e c’hall un den kizjener degemer diviz un den treuzjener. Kavet ‘m eus e oa gwirheñvel e doare da vezañ, leun a c’houlennoù ha kamm. A bep seurt elfennoù a vez meneget (klask labour, oberatadennoù, paperioù, darempredoù gant ar familh pe ar vuhez kent), displeget int en un doare simpl ha komprenet e vez mat an holl skoilhoù a c’hall neuze unan bennak treuzjener kaout war (h)e hent. Ur romant plijus eo neuze, am eus lennet buan. Un toullad vioù koukoug a zo el levr met ul levr embannet gant Cordélia e-unan eo setu n’en deus ket dleet bezañ aes bepred!

Romant bet skrivet gant Cordélia. Embannet d’ar 17 a viz Kerzu 2016. Da bellgargañ amañ.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: