Elle

elleElle a oa deuet er-maez da vare festival Cannes. Rik d’ar mare e lec’h ma n’aen ket tamm ebet d’ar sinema ken ha ne oan ket bet o welet ar film neuze.
Ur film diwar-benn ur vaouez emren, sur outi, penn-embregerezh eo. Un deiz bennak e voe taget en he zi ha gwallet gant un den masklet. Ne seblant ket bezañ nec’het kement-se. Da c’houde e resev pellgomzadennoù pe kemennadennoù a laka anezhi da soñjal emañ an den en he endro labour. Kregiñ a ra neuze un doare enklask hag ur c’hoant dial zoken…
Direnkus-tre eo Elle. Da gentañ peogwir e tiskouez prantadoù feuls (ar gwall, meur a wech peogwir e krog an dudenn da adijinañ penaos eo tremenet an traoù n’he fenn) ha goude-se gant an doare darempred skoemp etre Michèle hag he gwaller. Lakaet on bet diaes met hep bezañ bamet rak ar skeudennoù pe dedennet gant ar mennozhioù silet.
Iskis eo ivez he darempredoù gant he familh (he mamm pe he mab), ur plac’h luziet eo sur (komprenet e vez buan, gant istor he familh) ha pell da vezañ disi (kontañ ‘ra gaou d’he mignonez/kenlabourerez). Ral eo gwelet maouezed eus seurt Michèle er filmoù ha se zo unan eus nerzhioù ar film, da vat!
Start eo din reiñ un ali resis met n’on ket bet plijet gant ar film, re zirenket on bet, war meur a boent… Tud zo a lâro n’eo ket souezhus gant un oberenn savet gant Paul Verhoeven. Lakaomp!

Film sevenet gant Paul Verhoeven, diwar romant Philippe Djian Oh…. Alamagn & Frañs, 2016, 2e10. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

Advertisements

2 Respont to “Elle”

  1. Dipitet on bet un tamm gant ar film-se ivez, rag dreist e oa ar burutelladennoù pa oa deuet maez. Lod a lâre e seblañte ar film bout ur “Chabrol nevez”. Ma…
    ‘M eus ket kavet e oa fall pep tra, met direnket on bet ivez war traoù zo… Un tamm soutilded a vañk marteze.

    • Trugarez evit da ali!
      Ya, souezhet on bet ivez gant an holl meuleudi-se. Ur bern tud a seblant lârat eo gwregelour ar film ivez. Poazh on o welet e vez gwelet evel gwregelour ur film pa ‘z eus ur plac’h yen ha kreñv hepken. N’eo ket ur vaouez ordinal (istor he familh a zo divoutin memestra ha kalz arc’hant ha galloud a zo ganti…), evidon-me e komz ar film diwar-benn Michèle ha ket saviad ar merc’hed dre vras…
      A-du on ganit, n’eo ket ur film null kennebeut! Marteze a-walc’h e vank soutilded ya!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: