Dielloù evit Kerzu, 2016

Elle

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Kerzu 28, 2016 by geekezig

elleElle a oa deuet er-maez da vare festival Cannes. Rik d’ar mare e lec’h ma n’aen ket tamm ebet d’ar sinema ken ha ne oan ket bet o welet ar film neuze.
Ur film diwar-benn ur vaouez emren, sur outi, penn-embregerezh eo. Un deiz bennak e voe taget en he zi ha gwallet gant un den masklet. Ne seblant ket bezañ nec’het kement-se. Da c’houde e resev pellgomzadennoù pe kemennadennoù a laka anezhi da soñjal emañ an den en he endro labour. Kregiñ a ra neuze un doare enklask hag ur c’hoant dial zoken…
Direnkus-tre eo Elle. Da gentañ peogwir e tiskouez prantadoù feuls (ar gwall, meur a wech peogwir e krog an dudenn da adijinañ penaos eo tremenet an traoù n’he fenn) ha goude-se gant an doare darempred skoemp etre Michèle hag he gwaller. Lakaet on bet diaes met hep bezañ bamet rak ar skeudennoù pe dedennet gant ar mennozhioù silet.
Iskis eo ivez he darempredoù gant he familh (he mamm pe he mab), ur plac’h luziet eo sur (komprenet e vez buan, gant istor he familh) ha pell da vezañ disi (kontañ ‘ra gaou d’he mignonez/kenlabourerez). Ral eo gwelet maouezed eus seurt Michèle er filmoù ha se zo unan eus nerzhioù ar film, da vat!
Start eo din reiñ un ali resis met n’on ket bet plijet gant ar film, re zirenket on bet, war meur a boent… Tud zo a lâro n’eo ket souezhus gant un oberenn savet gant Paul Verhoeven. Lakaomp!

Film sevenet gant Paul Verhoeven, diwar romant Philippe Djian Oh…. Alamagn & Frañs, 2016, 2e10. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.

Paul à Québec

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Kerzu 27, 2016 by geekezig

paul_quebecChañsoù bras a zo e tegemerfemp Michel Rabagliati el levraoueg e 2017.  Dav din prientiñ an dra-se neuze! Kuzuliet eo bet din Paul à Québec eus e rummad levrioù bannoù-treset “Paul”.
Simpl eo neuz an tresadennoù ha kregiñ a ra an istor en un doare simpl ivez pa geñver Paul an diforc’hioù etre kêr g/Kebek (ha tro-dro) ha peurrest Kebek (!), Montréal da skouer. Cheñch a ra ton an istor pa gouezh klañv bras tad-kaer Paul. Da gentañ e chom Rolland da vevañ gant e wreg met dont a ra da vezañ re start eviti ober war-dro pep tra. Kaset ‘vez neuze d’un ti diskuizh a-ratozh evit an dud o vervel. Ur chañs eo seurt lec’hioù, anat eo. N’ouzon ket ma vez kavet seurt traoù e broioù all zoken ?
Ma, ur wech Rolland en ti diskuizh-se e vo gwelet anezhañ o vezañ dichek ha taer a-raok degemer marteze emañ ar fin o tostaat ha profitañ eus ar prantadoù a chom. Brav ha gwirheñvel eo, leun a brederiadennoù a c’hall pep hini kaout diwar-benn ar marv hag ar c’hañv.
Fromet ha plijet on bet gant ma lennadenn. N’on ket sur kement-se da gaout c’hoant lenn istorioù all Paul avat!paulaquebecIstor ha tresadennoù gant Michel Rabagliati. Embannet gant la Pastèque, d’ar 25 a viz Meurzh 2010.

Arrival

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Kerzu 6, 2016 by geekezig

arrivalE festival an Utopiales am eus bet tro da welet Arrival, d’al Lun 31 a viz Here, pezh a oa a-raok ar gelaouennerien zoken war a seblant! Poent din skrivañ diwar-benn ar film-se neuze peogwir e vo war ar skrammoù bras a-benn warc’hoazh… 😀
Ur film diwar-benn an darempred kentañ gant boudoù tre-oabl eo Arrival. Daouzek lestr estren a zo erru d’un deiz d’egile e meur a lec’h er bed. Louise Banks a zo yezhoniourez ha brudet evit he zroidigezhioù, goulennet e vez diganti gant an arme amerikan klask jubenniñ ar pezh a lâr ar boudoù ha kavout perak int deuet.
Dedennus ‘m eus kavet gwelet an darvoudoù dre tu ar yezhoù, an eskemm, an deskiñ. Dizoloiñ ha studial un doare da eskemm (ha da soñjal) nevez, pe c’hoazh eskemm gant ar broioù all diwar-benn kement-mañ. N’eo ket dre ret ar pezh vez lakaet en a-raok da gustum e seurt filmoù. Gwirheñvel a-walc’h en deus seblantet din penaos e tro an traoù. Un twist a zo d’ur mare bennak met n’ouzon ket perak resis n’on ket bet souezhet tamm-ebet, ar fin n’en deus ket displijet din daoust da se. Daoust ha levezonet on bet gant an doare da sellout ouzh ar film (leun-chouk ar sal ha tost-tre eus ar skramm, war ar c’hostez da vat)? Marteze ‘walc’h rak da gustum e vefen bet fromet gant ar c’hlozadur d’am soñj…
Ur film savet mat, brav e skeudennoù ha plijus e aktourien eo Arrival met siwazh evitañ e lak da soñjal kement e Interstellar e pep keñver ken n’on ket bet gouest d’e gavout mat penn-da-benn. Marteze e vefe dav din e welet en-dro pe paouez da vont da welet filmoù skiant-faltazi, piv ‘oar… ? 😀
(Soñj ‘m eus e oan bet displijet a-walc’h gant Prisoners ivez neuze marteze eo liammet gant doare da seveniñ Denis Villeneuve… Nag a deoriennoù!)

Film sevenet gant Denis Villeneuve, diwar un danevell gant Ted Chiang. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù bras Frañs gant an titl Premier Contact adalek ar 7 a viz Kerzu) 2016, 2e07.

Lullaby

Posted in Levrioù with tags , , , on Kerzu 5, 2016 by geekezig

lullabyO komz e oan gant ur genseurtez diwar-benn Fight Club 2 hag anzavet n’em boa ket bet lennet ul levr gant Chuck Palahniuk james! Kuzuliet he deus Lullaby din.
Ul levr a zere d’al levraouegerien ha levraouegerezed eo… Haroz ar romant a zo kelaouenner, o klask sevel ur pennad diwar-benn ar babiged a varv “diabeg” emañ. E-pad e enklask e kav ul levr e pep ti, un dastumad luskellerezioù eus ar bed. Unan anezho a zo ur ganaouenn evit sikour brezelourien gloazet da vervel sioul.
Carl a gompren buan ar galloud a zo gantañ bremañ hag an dever ivez : distruj pep skouerenn eus al levr a chom. Kavout a ra war e hent Helen, a werzh tiez satanazet a-benn adprenañ anezho. Gouzout a ra hi ivez ur bern traoù diwar-benn al luskellerez-se…
Kregiñ a ra ar romant gant deskrivadur an div dudenn-se, ha penaos e kompren Carl ar pezh a rank ober. Da c’houde e vo kentoc’h ur veaj war hentoù ar Stadoù-Unanet. Pevar den a veajo asambles, pep hini o kaout alioù disheñvel, selloù disheñvel war ar bed hag an traoù evel m’emaint. Dedennus neuze gwelet ali pep hini war o dever, hervez o roll er gevredigezh, pe an arouez roet dezho el levr. Leun a faltazi eo ar romant evel-just ha flemmus. Ur blijadur eo bet e lenn. Un tamm gwanoc’h ‘m eus kavet ar fin avat, dipitet marteze gant an divizoù bet kemeret gant an tudennoù. Laouen on bet da vezañ lennet ul levr gant Chuck Palahniuk a-benn ar fin! Marteze e klaskin en-dro, piv oar?

Romant bet skrivet gant Chuck Palahniuk. Embannet gant Doubleday, d’ar 17 a viz Gwengolo 2002.

%d bloggers like this: