K-shock

kshockKlevet am boa Christelle Pécout o komz diwar-benn he levr bannoù-treset e abadenn 101 pur 100. Displeget he doa he c’hoant da gomz diwar-benn an hallyu, ar wagenn sevenadurel korean. K-Shock a ginnig ur sell war bed ar strolladoù k-pop neuze. Alice, gallez o chom e Korea ar Su a zo dipitet gant he diviz mont da vevañ du-hont. Dre zegouezh e krog da labourat en ul leti. Mab ar berc’hennez a zo eñ rapour ha kinniget e vez dezhañ kemer perzh en ur genstrivadeg skinwel evit mont en ur strollad sonerezh nevez. Tro vo da welet un tamm bed start ar sonerezh e Korea ar Su (an arzourien a embreg abred spontus, hep bezañ sur da labourat un deiz zoken ha n’o deus kazi gopr ebet peogwir e vezont lojet, bouetaet ha roet kentelioù a bep seurt dezho). Dizoloet ‘m eus ur bed n’anavezen ket mat. Un tamm digempouez eo al levr avat, da vareoù zo e oa start din kompren pep tra er metou-se. Tapet on bet gant an tu “kenstrivadeg” avat ha laouen e vin o c’houzout petra c’hoarvez gant an tudennoù memestra! Plijet e vefen bet ivez gant livioù el levr pe gant kazennoù leunoc’h a-wechoù… Beg figus e vefen? 🙂k-shockdIstor ha tresadennoù gant Christelle Pécout. Embannet gant Glénat, d’an 9 a viz Meurzh 2016.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: