An avel en haleg

an_avel_en_halegAn avel en haleg a zo da gentañ tout, evidon, ul levr a nac’has Lisa Simpson lenn peogwir e oa klañv hag e c’hoarie d’un asez Crash Bandicoot e plas. Un eñvorenn a-feson (“partie terminée ma vieille!”).
Ma, estreget ma bugaleaj dirak ar skinwel a fell deoc’h lenn ‘m eus aon. E klub lenn Pariz hor boa divizet lenn an droidigezh-mañ.
Ul levr klasel saoz eo (skosat a rankfen skrivañ kentoc’h met heverk eo eus ur stil a gavan “saoz”), studiet abaoe bloavezhioù e skolioù ar bed saozneger. Ul levr un tamm hir eo me gav (ar penn-kentañ ‘m eus kavet arabadus-kenañ, met muioc’h a virvilh a zo er chabistroù fin. War a seblant eo kontrol ma ali eus hini pevarlagad war an dachenn-se 😉 ). Ur poltred eus an noblañs saoz eo me gav (an tudennoù ne reont netra estreget pourmen ha kalz dismegañs o deus rak ar re gant ur statud sokial all (kannerezed da skouer)). Kentelius eo an ton a-wechoù. Ma, “giz-kozh” na petra ‘ta (embannet eo bet e 1908 memestra) !
Ur romant avantur ha beaj eo, gant loened evel tudennoù. Koant eo ivez, kar an natur ha plijadurioù simpl ar vuhez, fentus (tec’hadenn an toull-bac’h, an emgann er maner) ha brav ivez ar c’hentelioù peogwir e tiskouez eo ret chom uvel ha nerzh ar vignoniezh hag ar c’henskoazell e-touez traoù all.
Laouen on da vezañ lennet An avel en haleg daoust d’e duioù un tamm torr-penn evidon. Kompren a ran a-walc’h perak eo bet studiet kement (hag e vez kendalc’het d’en ober) ha gwelet evel klasel. Ne adlennin ket avat! Met mat eo bet evit ma sevenadur (asambles gant ar Simpsons) 😉

Romant skrivet gant Kenneth Grahame. Troet gant Alan Martel, embannet e brezhoneg gant An Alarc’h, e 2014.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: