Dielloù evit Du, 2016

K-shock

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Du 17, 2016 by geekezig

kshockKlevet am boa Christelle Pécout o komz diwar-benn he levr bannoù-treset e abadenn 101 pur 100. Displeget he doa he c’hoant da gomz diwar-benn an hallyu, ar wagenn sevenadurel korean. K-Shock a ginnig ur sell war bed ar strolladoù k-pop neuze. Alice, gallez o chom e Korea ar Su a zo dipitet gant he diviz mont da vevañ du-hont. Dre zegouezh e krog da labourat en ul leti. Mab ar berc’hennez a zo eñ rapour ha kinniget e vez dezhañ kemer perzh en ur genstrivadeg skinwel evit mont en ur strollad sonerezh nevez. Tro vo da welet un tamm bed start ar sonerezh e Korea ar Su (an arzourien a embreg abred spontus, hep bezañ sur da labourat un deiz zoken ha n’o deus kazi gopr ebet peogwir e vezont lojet, bouetaet ha roet kentelioù a bep seurt dezho). Dizoloet ‘m eus ur bed n’anavezen ket mat. Un tamm digempouez eo al levr avat, da vareoù zo e oa start din kompren pep tra er metou-se. Tapet on bet gant an tu “kenstrivadeg” avat ha laouen e vin o c’houzout petra c’hoarvez gant an tudennoù memestra! Plijet e vefen bet ivez gant livioù el levr pe gant kazennoù leunoc’h a-wechoù… Beg figus e vefen? 🙂k-shockdIstor ha tresadennoù gant Christelle Pécout. Embannet gant Glénat, d’an 9 a viz Meurzh 2016.

Advertisements

An avel en haleg

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Du 16, 2016 by geekezig

an_avel_en_halegAn avel en haleg a zo da gentañ tout, evidon, ul levr a nac’has Lisa Simpson lenn peogwir e oa klañv hag e c’hoarie d’un asez Crash Bandicoot e plas. Un eñvorenn a-feson (“partie terminée ma vieille!”).
Ma, estreget ma bugaleaj dirak ar skinwel a fell deoc’h lenn ‘m eus aon. E klub lenn Pariz hor boa divizet lenn an droidigezh-mañ.
Ul levr klasel saoz eo (skosat a rankfen skrivañ kentoc’h met heverk eo eus ur stil a gavan “saoz”), studiet abaoe bloavezhioù e skolioù ar bed saozneger. Ul levr un tamm hir eo me gav (ar penn-kentañ ‘m eus kavet arabadus-kenañ, met muioc’h a virvilh a zo er chabistroù fin. War a seblant eo kontrol ma ali eus hini pevarlagad war an dachenn-se 😉 ). Ur poltred eus an noblañs saoz eo me gav (an tudennoù ne reont netra estreget pourmen ha kalz dismegañs o deus rak ar re gant ur statud sokial all (kannerezed da skouer)). Kentelius eo an ton a-wechoù. Ma, “giz-kozh” na petra ‘ta (embannet eo bet e 1908 memestra) !
Ur romant avantur ha beaj eo, gant loened evel tudennoù. Koant eo ivez, kar an natur ha plijadurioù simpl ar vuhez, fentus (tec’hadenn an toull-bac’h, an emgann er maner) ha brav ivez ar c’hentelioù peogwir e tiskouez eo ret chom uvel ha nerzh ar vignoniezh hag ar c’henskoazell e-touez traoù all.
Laouen on da vezañ lennet An avel en haleg daoust d’e duioù un tamm torr-penn evidon. Kompren a ran a-walc’h perak eo bet studiet kement (hag e vez kendalc’het d’en ober) ha gwelet evel klasel. Ne adlennin ket avat! Met mat eo bet evit ma sevenadur (asambles gant ar Simpsons) 😉

Romant skrivet gant Kenneth Grahame. Troet gant Alan Martel, embannet e brezhoneg gant An Alarc’h, e 2014.

The Danish Girl

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Du 15, 2016 by geekezig

the_danish_girlThe Danish Girl a ginnig deomp gouzout  hiroc’h diwar-benn Einar Wegener, deuet da vezañ Lili Elbe, ar plac’h treuzjener (oberataet, rak mod all ne gav ket din e vefe bet an hini gentañ ^^) gentañ. E Danmark e deroù an XXvet kantved e vo gwelet al livour yaouank hag e wreg o tegemer tamm-ha-tamm n’eo Einar nemet ur perzh c’hoariet gant Lili evit kavout ur plas er gevredigezh. Lipet eo ar skeudennoù, klasel red ha stumm an darvoudoù, ur film “istorel” a galite hep na vefe un taol-dreist. Dedennus e oa gwelet pegen digor a spered e oa endro Lili ha bed al livourien en Europa d’ar mare-se (bevet o deus e Pariz e-pad ur pennad). Alicia Vikander (a c’hoari Gerda, gwreg Einar) he deus plijet kalz din er film. Laouen e vefen o lenn deizlevr Lili (gwelet e vez o skrivañ anezhañ er film) hag a zo bet diazez ar romant en deus awenet ar film-mañ.
Domaj eo evel-just e vefe bet c’hoariet perzh ur plac’h treuzjener gant ur paotr, n’on ket sur e vefe prest bed ar sinema c’hoazh d’ober strivoù war an dachenn-se… Gwelet e vo. Mat e kav din lakaat ar gaoz war-se memestra.

Film sevenet gant Tom Hooper. Stadoù-Unanet Amerika, Rouantelezh-Unanet hag Alamagn, 2015, 2e.

Ichiko et Niko 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Du 14, 2016 by geekezig

ichikoniko1Ichiko ha Niko a zo div c’hoar. Bevañ a reont gant o zad, intañv. Ijinañ a ra o zad ur bern traoù a bep seurt. P’emaint er skol e c’hoarvez ur gwallzarvoud avat ha treuzfurmet eo o zad e loen-feur! Ur bern istorioù koant ha fentus a c’hoarvez gant an div blac’hig da c’houde.
Ul levr bannoù-treset evit ar re vihan eo Ichiko et Niko met kalz plijadur ‘m eus bet o lenn troioù-kaer an div c’hoar, en o bed leun a faltazi hag a livioù dous. N’eus den drouk ebet kennebeut, hag o c’hamaladez-skol torr-penn n’eo ket ken drouk-se kennebeut e gwirionez…
Degemeret e vo YAMAMOTO Lunlun em levraoueg e fin ar miz, setu perak e felle din dizoloiñ bed an arzourez. Ur bed “kawaii” da vat a c’hall plijout d’ar vugale (forzh peseurt oad dezho!) emichañs!ichiko_niko_1-1Istor ha tresadennoù gant YAMAMOTO Lunlun. Embannet e galleg gant Kana, d’an 18 a viz Meurzh 2016.

%d bloggers like this: