Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children

miss-peregrines-home-for-peculiar-childrenFellout a rae din lenn levrioù Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children a-raok gwelet ar film. Siwazh din, n’on ket deuet a-benn! Kinniget eo bet din mont da welet ar film gant ur genseurtez ha kavet ‘m eus e oa un degouezh mat!
Dizoloet ‘m eus istor Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children neuze. Un istor klasel-tre pa soñjer er romantoù faltazi (pe rummadoù comics brudet ivez…) evit ar re yaouank met dedennus hag efedus, gav din.
Jake, ur c’hrennard ordinal, a zo test eus marv e dad-kozh, marvet en un doare kevrinus-tre. Kregiñ a ra da brederiañ diwar-benn an istorioù leun a ijin a gonte e dad-kozh dezhañ pa oa bugel. Evit klask aesaat e gañv e tivizo mont da Gerne-Veur war un enezennig da glask war-lerc’h an ti evit an emzivaded dalc’het gant Miss Peregrine a veze meneget gantañ bepred. Dizoloiñ a raio buan e c’hall gwelet kement a draoù souezhus ha ma c’halle e dad-kozh…
Plijet on bet evel-just gant ar veaj en amzer hag an doare da c’hoari gant al lec’hioù (un tamm e-giz Jumper aze). A bep seurt tudennoù a zo e-touez ar vugale ha prantadoù birvilh keit ha from. Brav-tre eo ar skeudennoù ouzhpenn ha plijus ‘m eus kavet gwelet efedoù ispisial un tamm giz kozh asambles gant reoù modern-tre. Un dudi a galite eo evidon me!
Ne vez ket santet kement-se eo ur film sevenet gant Tim Burton, pezh a zo mat marteze, met traoùigoù a lak da soñjal koulskoude e peurrest e oberenn :bannlevioù cheuc’h penn-kentañ ar film pe neuzioù euzhviled zo, da skouer. Un azasadenn eo a-raok bezañ ur film gant Tim Burton marteze ha n’eo ket fall dre-ret…
Bremañ e vo dav din kregiñ barzh al levrioù memestra!

Film sevenet gant Tim Burton, diwar romant Ransom Riggs. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe ar 5 a viz Here) 2016, 2e07.

Advertisements

4 Respont to “Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children”

  1. Ne gav ket din e vije ken klasel-se an istor, met an orinded a vez kavet el levrioù dreist-holl, gwir eo ne vez ket gwelet kement-se er film. Marteze ez eo un tamm kliched an istor evit un oberenn faltazi, met tennet en deus ar skrivagner e ijin eus fotoioù gwir. Ha skañvaet eo bet ar senario betek re evit lakaat an tri levr dindan ur film nemetañ, diwar-se e teu an tresoù klaseloc’h emichañs… plijus eo atav ! met al levrioù zo un tamm mat gwelloc’h, evel alies, ha duoc’h (ma vijent bet heuliet, n’em bije ket gellet mont da welet ar film, re feuls e vije bet evidon).

    • Stefan Says:

      Roet ec’h eus c’hoant din da lenn al levrioù 🙂

    • Ya, marteze ne oa ket sklaer a-walc’h ma frazenn met klasel e-keñver “beaj an haroz” ha heñvel a-walc’h eus traoù a vez kavet e romantoù “young adult” dre vras (kevezerezh karantez, galloudoù ha/pe sekredoù hag all).
      Trugarez vras evit da geñveriadenn avat, ne ouien ket tamm ebet e oa an tri levr er film!! Poent vo din stagañ da lenn anezho neuze! 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: