Money Monster

money-monsterUr film tro-dro d’un abadenn ekonomikel eo Money Monster. Moarvat ez eus abadennoù a seurt-se er skinwel, a guzul an dud evit plasañ arc’hant ha traoù a seurt-se. Lee Gates eo a ginnig an abadenn-se a ra kalz berzh. An deiz a-raok ez eus c’hoarvezet un darvoud digredus : digresket kenlodennoù un embregerezh a oa stabil betek-hen, IBIS Clear Capitol. Fellout a ra da Lee Gates lakaat ar gaoz war-se met prezidant an embregerezh a zo o veajiñ… Animatour an abadenn en doa kuzuliet postañ arc’hant en embregerezh-se, peogwir e oa sur da vat. Ur paotr yaouank, Kyle, en doa plaset e arc’hant hervez e guzulioù a zo bremañ hep arc’hant a-gostez ha tad da zont hag a ziviz mont da c’houlenn kontoù digantañ, war-eeun en abadenn.
Un tamm souezhus eo, an doare m’eo diskouezet ar sponter-se. Dre ret, evel Lee Gates, e fell d’ar seller-ez en defe respontoù hag e tremenfe mat pep tra evitañ (e gwirionez ez eus un abeg all a vez diskoachet buan a-walc’h d’ar sellerien-ezed a greñvaat ar santad-se). Komprenus eo e abegoù ar paotr-se, a lak ur skipailh skinwel gouestl, ar pezh a zo nec’hus memestra! Lakaat a ra da brederiañ war ar bed ekonomikel ha start eo pas bezañ a-du gantañ e gwirionez…
Dedennus-tre ‘m eus kavet ar film en e doare da ziskouez bed ar skinwel (a bep seurt tud eus ar skipailh teknel a vez heuliet da vareoù zo) hag ur seurt enklask a zo e diabarzh an embregerezh kaoz d’ar reuz-se. Fellout a ra d’an holl kompren petra zo c’hoarvezet ha ni ivez! Heuliet e vez ar skipailh skinwel o verrañ sioul an traoù a-benn chom bev, ar polis a glask dieubiñ an dud-ouestl, mouezh IBIS Clear Capitol a gompren hi ivez n’eo ket sklaer an traoù… Danvez ha birvilh a zo! Ur film a dremen buan-tre eo. Kavet ‘m eus e oa lusket ha savet en un doare efedus. Un tamm direnket on bet gant ar fin marteze, un tamm re “velo” a-raok bezañ kinek da vat.

Film sevenet gant Jodie Foster. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e39.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.