Midnight Special

midnight_specialBlaz ur film skiant-faltazi eus ar bloavezhioù 80 a zo gant Midnight Special un tamm. Ne vez ket displeget pep tra d’ar seller-ez, plas a zo evit ijin pep hini me gav. Alton, ur paotrig a oa o vevañ en un doare sektenn, a zo diskleriet evel bezañ bet skrapet gant e dad, Roy. Galloudoù a zo gant ar paotrig-se hag ar sektenn a oa bet savet tro-dro dezhañ ha d’ar pezh a gleve, titouroù kuzh dastumet gant ar gouarnamant, da skouer. Ret e vo da Roy kuzhat gant e vab ha klask mont betek ul lec’h emgav resis. Etre ar poliserien, ar servijoù kuzh hag izili ar sektenn ne vo ket aes dezho treuziñ harzoù ar stad…
Al lodenn gentañ a zo savet mat-kenañ me gav, marteze n’eo ket ken koulz an eil lodenn met efedus eo betek ar penn ha plijus-tre ‘m eus kavet tudenn Kirsten Dunst, ral gwelet anezhi en ur perzh a-seurt-se. Evel-just e chom un toullad traoù direspont e fin ar film met evidon ne seblant ket grevus, tapet on bet gant lusk hag aergelc’h Midnight Special ha ral a-walc’h eo me gav kavout seurt santad gant filmoù skiant-faltazi nevez.

Film sevenet gant Jeff Nichols. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e51.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: