Dielloù evit Here, 2016

The Squid and the Whale

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 25, 2016 by geekezig

squidandthewhalejpgThe Squid and the Whale a oa bet kuzuliet din pa oan o komz diwar-benn filmoù Noah Baumbach gant ur c’henseurt. Ur film diwar-benn disparti ur c’houblad ha dreist-holl efedoù an disparti-se war an daou vab hag ar familh dre-vras eo. E 1986 e tremen an traoù, e Brooklyn. Walt a zo 16 vloaz ha bamet rak e dad. Evitañ ez eo kablus e vamm eus an disparti, tra ken. Frank, 12 vloaz, n’eo ket ken taer. An daou a glask kaout evezh o zud en un doare bennak avat, oc’h ober traoù diboell, o klask jeu, o kontañ gaou…
N’eo ket ur film souezhus. Ur film diwar-benn ur metoù arzourien e New York… C’hwi oar a-walc’h peseurt doare meuz e c’hall bezañ neuze. Ar pezh en deus plijet din e oa poltredoù tud, gant sioù, displijus, kollet en o buhez nevez. N’eo ket dic’hortoz an disparti met un efed en deus war pep hini. Gwirheñvel en deus seblantet din neuze ha kreñv-tre ‘m eus kavet ar fin ouzhpenn. Ur film dedennus bepred, a gav din!

Film sevenet gant Noah Baumbach. Stadoù-Unanet Amerika, 2005, 1e21.

Ms. Marvel 3

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 24, 2016 by geekezig

msmarvel3Kamala a vo piket he c’halon gant ur paotr yaouank el levrenn-mañ. Plijet on bet gant an istor-se. Fent a zo ivez forzh pegement gant Loki o tont d’ober un tamm tro. Prantadoù fromus ivez pa genlabour Miss Marvel gant Captain Marvel hag ivez doareoù familh Kamala : he mamm hag he breur dreist-holl a ziskouez bezañ un den a-feson. Ur gwir blijadur eo bet an trede levrenn-mañ evidon (goude bezañ bet dipitet un tamm gant an eil, pezh n’am boa ket kontet deoc’h war a seblant…). Un tamm douetañs ‘m eus e keñver an droidigezh (d’ur mare zo ez eus un dave da Frozen met moarvat em befe komprenet splannoc’h an daveoù er gaozeadenn e saozneg) ha fentus eo peogwir n’am eus kavet skeudenn ebet da ziskouez deoc’h e galleg.
Laouen bras on bet o lenn troioù-kaer Kamala ar wech-mañ ha gwelet anezhi o kemer divizoù a gaven poellek ha kreñv. Ar fin eo dija avat? Pe d’an nebeutañ evit ar stirad-se evel m’emañ ma ‘m eus komprenet mat? 😥miss-marvel-tome-3_-plIstor gant G. Willow Wilson, tresadennoù gant Adrian Alphona & Takeshi MIYAZAWA. Embannet e galleg gant Panini Comics en dastumad 100% Marvel, d’ar 6 a viz Ebrel 2016. (Chabistroù 12-19)

Hail, Caesar !

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 23, 2016 by geekezig

hail-caesarEddie Manix a labour evit ur studio sinema : Capitol Pictures. Karget eo da ziskoulmañ an traoù a n’eont ket : chikan etre aktourien pe me oar me. Ur sapre devezh karget en do : ret eo dezhañ reiñ ur respont d’en embregerezh a ginnig dezhañ ul labour siouloc’h, skrapet eo bet aktour-pennañ film bras da zont ar studio, kelaouennerezed a zo o klask boued evit o c’helaouennoù ha kant tra all.
Hail, Caesar ! a ziskouez neuze devezh leun-chouk un den a labour e metou ar sinema amerikan er bloavezhioù 50. Ur bern tudennoù a bep seurt a vo gwelet ha kudennoù liesseurt ivez!
Ur film fentus-tre eo, gant lodennoù dispar zoken. Un tamm re a draoù a felle d’ar vreudeur Coen diskouez marteze e fin ar gont? Evidon-me e vank nerzh o gwellañ filmoù, ha traoù zo a seblant kazi diezhomm en hollad met c’hoarzhet ‘m eus, ar pezh a zo mat dija!

Film sevenet gant Joel hag Ethan Coen. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh-Unanet, 2016, 1e46.

小さいおうち (Chiisai o-uchi / La maison au toit rouge)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 19, 2016 by geekezig

la_maison_au_toit_rougeMoereb kozh Takeshi a zo o paouez mont d’an anaon. Un darempred tener a oa etrezo ha lenn a rae ingal he eñvorennoù, a oa hi o skrivañ. En ur gempenn he zi e kav ar paotr yaouank an destenn, klokaet ganti. Etre amzer a vremañ hag amzer dremenet e vo gwelet penaos e oa ar vuhez evit Taki, plac’h yaouank eus hanternoz Honshū, aet da vatez ur familh bourc’hiz e Tokyo e deroù an eil brezel bed. Poltred ur mare hag un doare da vevañ.
Dedennus-tre eo La maison au toit rouge peogwir e tiskouez un dro spered (broadelour, a-du gant ar brezel) hep klask kuzhat an traoù. Plijout a rae da Daki bevañ ha labourat gant ar familh Hirai, daoust da bep tra. Takeshi a ro un tamm ar sell a-vremañ, a varn tro spered ar bloavezhioù 30 ha 40. Evel-just ez eus traoù a seblant iskis hirie an deiz, met kavout a ran mat e vefe taolennet ivez tuioù fall ur gevredigezh, na oa ket dre ret spontet gant an traoù a c’hoarveze.
Ar film a ziskouez ivez ha dreist-holl un istor karantez peogwir eo test Taki eus an darempred a ziwan etre he renerez hag ur c’henseurt d’he gwaz.
Ur film hir ha brav eo, daoust din bezañ kavet e oa un tammig “re” ar fin marteze, peadra da lakaat an holl da ouelañ dourek. Ne oa ket soutil-tre. Me gav din eo dedennus dreist-holl evit taolennadur Tokyo da vare an eil brezel bed, en ur metou bourc’hiz.

Film sevenet gant YAMADA Yōji. Japan, 2014, 2e16.

Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Here 18, 2016 by geekezig

miss-peregrines-home-for-peculiar-childrenFellout a rae din lenn levrioù Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children a-raok gwelet ar film. Siwazh din, n’on ket deuet a-benn! Kinniget eo bet din mont da welet ar film gant ur genseurtez ha kavet ‘m eus e oa un degouezh mat!
Dizoloet ‘m eus istor Miss Peregrine’s Home for Peculiar Children neuze. Un istor klasel-tre pa soñjer er romantoù faltazi (pe rummadoù comics brudet ivez…) evit ar re yaouank met dedennus hag efedus, gav din.
Jake, ur c’hrennard ordinal, a zo test eus marv e dad-kozh, marvet en un doare kevrinus-tre. Kregiñ a ra da brederiañ diwar-benn an istorioù leun a ijin a gonte e dad-kozh dezhañ pa oa bugel. Evit klask aesaat e gañv e tivizo mont da Gerne-Veur war un enezennig da glask war-lerc’h an ti evit an emzivaded dalc’het gant Miss Peregrine a veze meneget gantañ bepred. Dizoloiñ a raio buan e c’hall gwelet kement a draoù souezhus ha ma c’halle e dad-kozh…
Plijet on bet evel-just gant ar veaj en amzer hag an doare da c’hoari gant al lec’hioù (un tamm e-giz Jumper aze). A bep seurt tudennoù a zo e-touez ar vugale ha prantadoù birvilh keit ha from. Brav-tre eo ar skeudennoù ouzhpenn ha plijus ‘m eus kavet gwelet efedoù ispisial un tamm giz kozh asambles gant reoù modern-tre. Un dudi a galite eo evidon me!
Ne vez ket santet kement-se eo ur film sevenet gant Tim Burton, pezh a zo mat marteze, met traoùigoù a lak da soñjal koulskoude e peurrest e oberenn :bannlevioù cheuc’h penn-kentañ ar film pe neuzioù euzhviled zo, da skouer. Un azasadenn eo a-raok bezañ ur film gant Tim Burton marteze ha n’eo ket fall dre-ret…
Bremañ e vo dav din kregiñ barzh al levrioù memestra!

Film sevenet gant Tim Burton, diwar romant Ransom Riggs. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe ar 5 a viz Here) 2016, 2e07.

Money Monster

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Here 15, 2016 by geekezig

money-monsterUr film tro-dro d’un abadenn ekonomikel eo Money Monster. Moarvat ez eus abadennoù a seurt-se er skinwel, a guzul an dud evit plasañ arc’hant ha traoù a seurt-se. Lee Gates eo a ginnig an abadenn-se a ra kalz berzh. An deiz a-raok ez eus c’hoarvezet un darvoud digredus : digresket kenlodennoù un embregerezh a oa stabil betek-hen, IBIS Clear Capitol. Fellout a ra da Lee Gates lakaat ar gaoz war-se met prezidant an embregerezh a zo o veajiñ… Animatour an abadenn en doa kuzuliet postañ arc’hant en embregerezh-se, peogwir e oa sur da vat. Ur paotr yaouank, Kyle, en doa plaset e arc’hant hervez e guzulioù a zo bremañ hep arc’hant a-gostez ha tad da zont hag a ziviz mont da c’houlenn kontoù digantañ, war-eeun en abadenn.
Un tamm souezhus eo, an doare m’eo diskouezet ar sponter-se. Dre ret, evel Lee Gates, e fell d’ar seller-ez en defe respontoù hag e tremenfe mat pep tra evitañ (e gwirionez ez eus un abeg all a vez diskoachet buan a-walc’h d’ar sellerien-ezed a greñvaat ar santad-se). Komprenus eo e abegoù ar paotr-se, a lak ur skipailh skinwel gouestl, ar pezh a zo nec’hus memestra! Lakaat a ra da brederiañ war ar bed ekonomikel ha start eo pas bezañ a-du gantañ e gwirionez…
Dedennus-tre ‘m eus kavet ar film en e doare da ziskouez bed ar skinwel (a bep seurt tud eus ar skipailh teknel a vez heuliet da vareoù zo) hag ur seurt enklask a zo e diabarzh an embregerezh kaoz d’ar reuz-se. Fellout a ra d’an holl kompren petra zo c’hoarvezet ha ni ivez! Heuliet e vez ar skipailh skinwel o verrañ sioul an traoù a-benn chom bev, ar polis a glask dieubiñ an dud-ouestl, mouezh IBIS Clear Capitol a gompren hi ivez n’eo ket sklaer an traoù… Danvez ha birvilh a zo! Ur film a dremen buan-tre eo. Kavet ‘m eus e oa lusket ha savet en un doare efedus. Un tamm direnket on bet gant ar fin marteze, un tamm re “velo” a-raok bezañ kinek da vat.

Film sevenet gant Jodie Foster. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e39.

Pottermore presents

Posted in Levrioù with tags , on Here 14, 2016 by geekezig

pottermorepresentsPottermore presents a zo un dastumad levrioù niverel kinniget gant Pottermore ha J.K. Rowling. E deroù miz Gwengolo ez eus bet lakaet er gouloù tri anezho :
Hogwarts: An Incomplete and Unreliable Guide
Short Stories from Hogwarts of Heroism, Hardship and Dangerous Hobbies
Short Stories from Hogwarts of Power, Politics and Pesky Poltergeists

Levrioù berr-tre int (etre 60 ha 70 pajenn) gant pennadoù ken berr all, savet diwar an danvez a zo war lec’hienn Pottermore. Un doare plijus-tre da zizoloiñ pe addizoloiñ ar skridoù-se. Peadra da splujañ en-dro e Hogwarts ha gwelet un tamm istor al lec’h, perak ez eo bet dibabet kas ar vugale gant an tren, buhezioù ministred bet, poltredoù kelennerien resis (McGonagall ha Lupin <3), tasmantoù… Laouen bras on bet o lenn anezho, dudius ha dedennus bepred. Al levrioù niverel-se n’int ket ker met pep hini a ginnig testennoù strollet en un doare logik a-walc’h hag aesoc’h da implij eget Pottermore, evit un darn vras eus an dud emichañs! Daoust hag eñ e vo reoù all da zont en dastumad-se? Gwelet e vo!

Tri levr bet skrivet gant J.K. Rowling. Embannet gant Pottermore, e stumm niverel hepken, abaoe ar 6 a viz Gwengolo 2016.

%d bloggers like this: