Dielloù evit Gwengolo, 2016

Le voleur d’estampes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 29, 2016 by geekezig

voleurdestampesgDedennet e oan gant raktres Camille Moulin-Dupré. Klevet em boa an arzour o komz diwar-benn e doare da labourat (gant an urzhiataer) e-kerzh un abadenn 101 pur 100. Anat eo levezon arz ar stamp klasel japanat e Le voleur d’estampes. Plijet on bet gant an tresadennoù, met pas kement-se gant an istor, am eus kavet dister a-walc’h evit ar mare. E fin an XIXvet e klask ur paotr yaouank lakaat un tamm birvilh en e vuhez en ur laerez a bep seurt traoù diouzh an noz, distabilaet e vo pa glasko laerez ti ar gouarnour hag e kavo merc’h an den-se…
Un dipitig evidon.voleur_d_estampes_1-3Istor ha tresadennoù gant Camille Moulin-Dupré. Embannet gant Glénat d’an 13 a viz Genver 2016.

Advertisements

Hôzuki

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gwengolo 28, 2016 by geekezig

hoozukiGoude Azami e vo gwelet un tamm petra eo buhez Mitsuko hag he mab Tarô. Mitsuko a zo perc’hennez ur stal levrioù eil-dorn ha kenderc’hel a ra da labourat en davarn bet gwelet e darvoudoù Azami, evit gallout kas Tarô d’ur skol a-ratozh evit ar re vouzar. Un deiz e teu ur plac’h gwisket krann en he stal da glask levrioù prederouriezh hag a bep seurt traoù all. He merc’h a grog da c’hoari gant Tarô. Goude-se e klask ar vamm-se gwelet ingal Mitsuko hag he mab. Souezhet eo un tamm perc’hennez ar stal levrioù…
Ur romant diwar-benn dibaboù merc’hed/mammoù eo Hôzuki. Dilezel ur bugel, desevel unan padal oa bet dibabet pas kaout bugale, sikour ur bugel gant sammoù bras er gevredigezh japanat (Tarô, ouzhpenn bezañ bouzar a zo hanter wenn, pezh n’eo ket aes bepred). Plijet on bet gant aergelc’h stal Mitsuko ha prederiadennoù an div vaouez-se, disheñvel-tre. Spi ‘m eus e vo gouezet muioc’h diwar-benn mamm Mitsuko a seblant dedennus, e levrioù o tont ar rummad-mañ. Ur blijadur ur wech ouzhpenn, lennet en un devezh hepken!

Romant skrivet gant Aki SHIMAZAKI. Embannet gant Léméac hag Actes Sud, d’ar 4 a viz Mae 2016.

Underwater – le village immergé 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 25, 2016 by geekezig

underwaterTomm-berv eo an amzer ha reolennet eo implij an dour. Chinami a grog da ober hunvreoù iskis, o tremen en ur gêriadenn gant glav-bil ha daou den hepken : ur paotrig hag e dad. Kontañ a ra he hunvre d’he mamm, a seblant tizhet don gant pezh a gont he merc’h dezhi. Peurrest an istor a ziskouez buhez mamm-gozh ha mamm Chinami e kêriadenn he hunvre : mojennoù met dreist-holl stourmoù a-enep da grouidigezh ur stankell.
Dous eo tresadennoù Underwater, prantadoù leun a varzhoniezh a zo gant mojennoù ar gêriadenn ha prantadoù start-tre evel-just, pa tiviz an holl pe dost profitañ eus pezh a ginnig an embregerezh a savo ar stankell ha mont kuit, dilezel ar gêriadenn. Ur rekipe saourus neuze etre faltazi ha darvoudoù gwall voutin siwazh. Ne vez ket barnet an dud a guita ar gêriadenn, ur santad tristidigezh ha melkoni a zo hepken a-benn ar fin.
Hast ‘m eus lenn an eil levrenn!underwaterdIstor ha tresadennoù gant URUSHIBARA Yuki. Embannet gant Ki-oon en dastumad Latitudes, d’ar 14 a viz Genver 2016.

Melvile – l’histoire de Saul Miller

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gwengolo 21, 2016 by geekezig

melvilesaul1Melvile a zo ur raktres pinvidik-mor savet gant Romain Renard. Tro-dro d’ur gêr ijinet, Melvile, e Amerika an Norzh, e sav an arzour sonerezh, levrioù bannoù-treset (gant tudennoù disheñvel bep tro) hag all. Ur raktres liesvedia dedennus ha ral (ma fell deoc’h mont da welet pegent pinvidik eo, kit da welet lec’hienn ar raktres). L’histoire de Saul Miller a ziskouez ul lodenn eus buhez Saul, un den war e leve, a zo deuet a-benn da guitaat Melvile ha d’ober studioù. Deuet eo en-dro da vevañ e Melvile, met poan en deus o taremprediñ ar chaseourien a zispriz. Kentelioù a ro d’ur plac’hig, Mia, hag un darempred karantez en deus gant he mamm, Paz. Estregeto hag ur c’houblad amezeien, ne tarempred den ebet. Kregiñ a ra da gaout kudennoù gant daou zen a zeu ingal da glask jeu war e dachenn, kendrec’het eo e heuliont anezhañ hag e klaskont gouzout traoù diwar e benn, traoù en deus c’hoant kuzhat marteze…
Saul n’eo ket un den direbech, pell alese. Poan en deus o chom sioul hag o taremprediñ an dud all met dizoloet e vo perak e kerzh al levr, en ur prantad ‘m eus kavet eus ar fromusañ. Tresadennoù brav eston Romain Renard a sikour da vat da veizañ an aergelc’h a fell dezhañ reiñ da Velvile, etre buhez simpl met gouez ha kriz, faltazi ha mojennoù lec’hel, nerzh an natur ha levezon fall an dud met dreist-holl ivez bred mad den…
Tizhet on bet gant istor Saul, plijet on gant ar santad digor a zo gant an oberenn, gouzout a ran ez eus traoù all er memes “bed”, daoust din pas kaout c’hoant dre ret mont da selaou ar sonerezh pe da c’houzout re. Ar frankiz a zo gant pep hini da gemer lodennoù zo eus Melvile ha ket reoù all pe da vont a dammoù e bed ar gêriadenn-se a gavan dedennus. Ur raktres dic’hortoz eo me gav ha kuzuliañ a ran deoc’h teurel ur sell, dre an tu a fello deoc’h!melvilesaul2Istor ha tresadennoù gant Romain Renard. Embannet gant Le Lombard, d’an 22 a viz Genver 2016.

Finis terræ

Posted in Filmoù with tags , , on Gwengolo 20, 2016 by geekezig

finisterraePa oan studierez em boa kentelioù gant ur c’helenner a oa sot gant filmoù Jean Epstein. Gantañ eo am eus klevet komz eus Finis terræ (bet danvez-studi dezhañ ma ‘m eus soñj mat, peogwir en doa savet ur studiadenn diwar-benn skeudenn an dour e sinema frañs ar bloavezhioù 20). Goude-se em boa klevet komz en-dro eus ar film e-kerzh an diskouezadeg ‘oa bet diwar-benn ar filmoù bet filmet e Breizh e Mirdi Breizh ha c’hoazh en ur lenn romant Goulc’han Kervella. Setu me o soñjal e oa poent sellet ouzh ar film-se memestra!
Ur film mut eo Finis terræ (1929, na zisoñjomp ket) bet filmet e gwirionez e Banneg, Eusa ha tro-dro. Un neuz teulfilm a zo gant al lodennoù diwar-benn an dastum bezhin (sell ‘ta!), buhez tud Eusa d’ar mare-se hag all. Un istor faltazi a zo ivez : Ambroise, unan eus ar pevar bezhinaer, a gouezh klañv goude un tabut gant Jean-Marie. Start eo distreiñ da Eusa er stad-se (hag abalamour d’ar Fromveur evel-just) ha du-hont emañ ar mezeg…
Simpl e seblant an istor hirie an deiz evel-just met un testeni brav eo eus ur vicher, ul lec’h hag ur mare, a c’haller neuze lakaat da glotañ gant N’eus ket a garantez eürus. Brav eo e c’hallfemp c’hoazh gwelet ar film-se e 2016, en un doare dereat-tre (renevezet eo bet e 2007). Plijus eo ivez gwelet ur sell gwirheñvel ha n’eo ket folkorel eus Breizh hag Eusa ar bloavezhioù-se. Daoust ha prest on neuze da sellet ouzh filmoù all Jean Epstein bremañ (en o-zouez La chute de la maison Usher en doa sikouret ac’hanon da dapout un notenn a-feson e kerzh un arnodenn) ? 😀

Film sevenet gant Jean Epstein. Frañs, 1929, 1e20.

Room

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gwengolo 19, 2016 by geekezig

roomPell zo e felle din lenn Room, pa oa bet deuet er gouloù e galleg ma ‘m eus soñj mat. Tremenet ar bloavezhioù, ur film a zo bet etre-tan zoken ha setu me o lakaat ma c’hrabanoù war al levr e saozneg, a-benn ar fin!
Pemp bloaz eo Jack, bevañ a ra en ur pezh, gant e vamm. Ne oar ket e vev en un doare disheñvel-mat eus an dud all. Hag ur sapre doare disheñvel eo : skrapet eo bet e vamm ha chomet bac’het er pezh-se e-pad seizh bloaz bremañ. Gwallet e vez reoliek gant he skraper ha c’hoant he deus diskouez ar bed d’he mab ha tec’hout kuit eus an toull-bac’h-mañ. Ur wech kontet ar wirionez d’he mab e klaskont un doare da guitaat “Pezh”.
Yezh ar romant a zo dedennus-tre peogwir eo kontet gant Jack, gant e doare da welet ar bed (an traoù a zo ken pouezus ha tud, gant pennlizherennoù dezho, peogwir ne oar ket ez eus eus tud all, estreget Old Nick), gant e fazioù (ne guzulian ket ar romant m’ho peus poan gant an “irregular verbs” e saozneg! :D)… Ur romant fromus eo ivez ha kontet en un doare a seblant din gwirheñvel evit ur bugel pemp bloaz, ne gompren ket perak e fellfe d’e vamm bevañ en un doare all, bezañ heptañ da vareoù zo. Soñjoù emgar en deus met ur sell dedennus war ar bed “diavaez” gant reolennoù e-leizh. Kalz simploc’h e oa ar bed evitañ e “Pezh”.
Ur preder a zo ivez diwar-benn ar mediaoù, Jack a gav kelaouennoù o komz diwar e benn, pe abadennoù er skinwel ha ne gompren ket perak eo ken brudet, evel tud ar skinwel a c’halle gwelet.
Ur romant kreñv-tre eo, a lak da soñjal er gevredigezh, en darempredoù etre an dud hag er c’hañv, e stummoù liesseurt. Dedennet e vefen o welet ar film bremañ.

Romant iwerzhonat ha kanadian gant Emma Donoghue. Embannet Pan Macmillan, d’ar 6 a viz Eost 2010.

Fight Club 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gwengolo 18, 2016 by geekezig

fight-club-2super-8Poent eo din anzav n’am eus ket bet lennet Fight Club, romant Chuck Palahnuik (na romant ebet gantañ evit lârat ar wirionez) met plijout a ra spontus din film David Fincher. Ne oan ket o c’hortoz Fight Club 2 ha souezhet e oan bet o lenn e kendalc’hfe an istor e stumm ul levr bannoù-treset. Perak ket neuze?
Tremen a ra Fight Club 2 goude darvoudoù ar romant (met gant fin ar film). Da gentañ tout, brasañ souezhadenn : un anv a zo gant haroz an istor (ha n’eo ket Jack ouzhpenn. 😥 ). Un tamm dipitet e oan dija gant an digoradur, dimezet gant Marla, ur mab, ur vuhez sioul, ret dezhañ kemer louzoù evit mirout personelezh Tyler kousket… Evel-just e tihuno Tyler en-dro met Tyler troet da sot gant ar galloud, displijus hepken. Ne gontin ket tout an istor (ur pikol levr eo memestra!) met treiñ a ra e gwirionez d’ur farsadenn, “meta” da vat, gant an tudennoù o pellgomz da Chuck Palahnuik zoken ! (Ur boelladenn skrivañ e seblant bezañ kazi pe un doare da glask kaout mestroni en-dro war e oberenn, deuet da vezañ “klasel” evit ur bern tud, hep na vefe bet c’hoant gantañ)
Estreget an tresadennoù o deus seblantet dereat din, al labour tro-dro d’an “traoù” (louzeier, petalennoù bleunioù) o kuzhat ar c’haozeadennoù (etre dedennus-tre ha hegasus), hag ar pajennoù doare reolennoù surentez karr-nij etre pep chabistr a oa fentus-tre, n’am eus ket kavet da betra servije Fight Club 2.
A-wechoù e vez graet heuliadoù da oberennoù n’o deus tamm ezhomm ebet ha gwechoù all e chomomp da c’hortoz heuliadoù na vo james diouto (ya, emaon o c’hortoz C’hwezh ar pebr bepred). Dav eo din kompren ne ra ket ar bed hervez ma c’hoantoù din-me!fight_club_2Istor gant Chuck Palahniuk, tresadennoù gant Cameron Stewart. Embannet e gallet gant Super 8, d’an 28 a viz Ebrel 2016.

%d bloggers like this: