Harry Potter and the Cursed Child

harry-potter-cursed-childNa souezhus distreiñ e bed J.K. Rowling dre ur pezh c’hoari bet skrivet gant unan bennak all… Tudennoù bet laosket a-gostez pell zo, tudennoù nevez, darempredoù etre tadoù ha mibien…
Kregiñ  a ra an arvest kentañ 19 vloaz goude darvoudoù Harry Potter and the Deathly Hallows. Albus, eil mab Harry ha Ginny a n’em sant laosket a-gostez evit abegoù a bep seurt. Ur wech kroget da vont da Hogwarts e vo mignon bras gant Scorpius, mab Draco Malfoy. Sorc’hennet gant e darempred gant e dad, Albus a gemero un diviz dic’hortoz a-grenn… Ur sapre penn iskis ‘m eus ranket ober pa ‘m eus komprenet e vefe diazezet istor ar pezh-c’hoari war : ar veaj en amzer! Na ta!
Ma, peadra da ijinañ a bep seurt hentoù disheñvel (kollet emgann Hogwarts gant tu ar re jentil da skouer). Kalon an istor avat a zo darempredoù Harry hag Albus ha Draco ha Scorpius. Poan o deus ar vibien o kompren an tadoù ha memestra eus an tu all, evel-just. Un dodenn dedennus hag a zo bet gwelet hag adwelet e romantoù J.K. Rowling peogwir e klaske Harry un tad bepred (Dumbledore, Sirius Black…). Bremañ m’eo tad ne oar ket mat penaos ober avat.
Dre stumm ar pezh-c’hoari e tremen buan spontus an traoù (kazi re marteze?) hag e seblant simpl-tre pep tra, netra da welet gant pinvidigezh stil J.K. Rowling. Un tamm dipitus e c’hall bezañ neuze evit ar re a ijine e c’hallfe bezañ a live gant ar romantoù. Tapet on bet en istor avat, a-drugarez d’an tudennoù dreist-holl : Scorpius, Ginny, Draco hag Albus (ar re all ivez, met ar re se o deus plijet ar muiañ din). C’hoarzhet ‘m eus meur a wech ha gouelet ivez, spontet gant darvoudoù zo, fromet gant kaozeadennoù all…
Kalz plijadur ‘m eus bet o lenn neuze. Daoust da bep tra, n’on ket evit chom hep kavout ez eus ur seurt blaz fanfic iskis gant an hollad, evel ma vefe bet divizet gant ar skipailh lakaat ur bern traoù a rafe plijadur d’ar potterheads, betek re a-wechoù. N’on ket bet jenet gant-se, fentus ‘m eus kavet kentoc’h, met kompren a ran an dud souezhet pe dipitet zoken rak traoù zo a seblant “too much”. Traoù all a seblant iskis ha n’int ket displeget mat (krouidigezh Delphi da skouer, a seblant din souezhus). Dipitet on bet gant “ar re zrouk” hag ivez gant an diouer a verc’hed en istor, Ginny a n’em den mat met un istor paotred hepken e seblant bezañ mod all, pe dost… Santad kreñvañ ma lennadenn a oa «na pegen dreist e rank bezañ war al leurenn!» avat. Ur dra vat eo neuze e vefen deuet a-benn da gaout plasoù evit mont da welet ar pezh ar bloaz a-zeu. 😀

Pezh-c’hoari skrivet gant Jack Thorne, diwar un istor savet gant J.K. Rowling, John Tiffany & Jack Thorne. Embannet gant Little, Brown and Company d’an 31 a viz Gouere 2016.

Advertisements

2 Respont to “Harry Potter and the Cursed Child”

  1. annelaureco Says:

    Trugarez evit da bennad ! Soñjal a raen gortoz an embannadur e galleg. Bremañ ‘meus lennet ac’hanout e fell din lenn ar pezh c’hoari diouzhtu 🙂

    • Trugarez dit evit da evezhiadenn! Ma n’em santez gouest da lenn e saozneg e lârfen dit en ober, ya! Me ‘zo vont da glokaat ma fennad gant un dra pe zaou am eus kavet un tamm dipitus, en ur adlenn n’em eus ket komzet trawalc’h eus al lodennoù-se 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: