Dielloù evit Eost, 2016

Justin

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Eost 30, 2016 by geekezig

justinJustin a zo bet ganet Justine met e vuhez-pad ne oa ket en e vleud er perzh plac’hig a oa roet dezhañ. Un istor eeun eo Justin, o kontañ dre beseurt prantadoù eo tremenet an dudenn. Simpl hag eeun neuze, n’eus ket displegadennoù psikologel diezhomm, na netra. An tresadennoù a zo simpl ivez gant neuz loened gant an dud. Me gav eo un testeni aes da gompren hag efedus evit an dud a fell dezho kregiñ da lenn diwar-benn an treuzidentelezh. Un tamm re simpl ‘m eus me kavet marteze, dreist-holl ez eus lodennoù zo er c’hlozadur o deus seblantet gwall didrubuilh din (komprenet vez eo hir an emgavioù gant mezeien a-vil-vern met ket kement-se al lodennoù surjianerezh pe paperoù pezh a gavan souezhus-tre). Lakaomp eo ul levr da ginnig d’ar re a fell dezho kregiñ da lenn war an dodenn.justindIstor ha tresadennoù gant Gauthier. Embannet gant Delcourt, d’ar 6 a viz Ebrel 2016.

Glas evel daoulagad c’hlas na oant ket ma re

Posted in Levrioù with tags , on Eost 16, 2016 by geekezig

glasevelUl levr koshoc’h a felle deomp lenn e klub lenn Pariz, hag unan berr a-raok an hañv.  O sellout ouzh levraoueg Yann em eus gwelet Glas evel daoulagad c’hlas na oant ket ma re. Pell zo e felle din lenn romant Per Denez abalamour d’e ditl a gavan ken brav (gwashoc’h abeg a zo marvat?)!
Plijet on bet gant lodenn gentañ ar romant, deskrivadur buhez ha doare da welet ar vourc’hizez-se, a ra pep tra evit he gwaz. Trenkañ a ra he buhez pa varv eñ. Divlaz e vo pep tra eviti a-raok na gomprenfe en doa he gwaz ur vestrez. Adalek ar mare-se e savo ar plac’h ur pech da dapout ar plac’h yaouank ha lakaat anezhi da goll blaz ar vuhez evel m’he deus hi kollet en ur goll he gwaz.
Tremen a ra pep tra pe dost e ti an dudenn-bennañ ha nebeut a dra a vo gouezet diwar-benn ar vaouez-se a-benn ar fin, dallet gant he c’harantez betek koll he fenn (hag he fersonelezh marteze?). Ur sapre raktres, leun a widre a savo ha fent ganti zoken (anv ar roz!!). Tapet on bet penn-da-benn en istor, plijet gant frazennoù zo, brav eston.
Ul levr dudius ha teñval, en deus lakaet ac’hanon da soñjal e istorioù Desperate Housewives un tamm !
Laouen on o vezañ bet lennet ar romant-mañ, a-benn ar fin.

Romant skrivet gant Per Denez. Embannet gant Al Liamm, e miz Here 1979.

To Die For

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 14, 2016 by geekezig

todieforE kerzh diskouezadeg Gus Van Sant e gwarez-filmoù Frañs em eus merzet n’em boa ket gwelet kement-se a filmoù savet gantañ. Unan a fell din groñs gwelet a zo My Own Private Idaho hag egile, a zo bet kuzuliet din da c’houde, a oa To Die For. Divizet ‘m eus kregiñ gant hemañ.
Suzanne Stone a zo ur plac’h sur outi a fell dezhi groñs dont da vezañ brudet er skinwel. O vevañ emañ en ur gêriadennig amerikan keitat, hep netra ispisial. Goude hec’h eured gant mab perc’henn ur preti italian e klasko kousto pe gousto kaout labour er chadenn skinwel lec’hel. Goude-se e klasko sevel un teulfilm diwar-benn krennarded ar gêriadenn ha tamm-ha-tamm e savo he raktres…
Savet eo To Die For evel ma vefe un teulfilm. Atersadennoù Suzanne, c’hoar he gwaz, daou grennard a vo neuze, mesket gant prantadoù a ziskouez splann an darvoudoù. Un doare fentus hag efedus da gontañ an istor, e metoù ar skinwel neuze. N’eo ket gwall vrav poltred Suzanne hag ar pezh a c’hall unan bennak ober evit kaout brud ha dont a-benn e bed ar skinwel. Evidon-me eo savetaet ar film (ouzhpenn 20 vloaz bremañ) gant an dibab dezrevellañ meneget a-us ha gant an aktourien (na fentus gwelet Joaqin Phoenix ha Casey Affleck ken yaouank e roloù krennarded droch ouzhpenn), Nicole Kidman da gentañ (ur golden globe ‘zo aet ganti e 1996 evit ar perzh-se), evel-just hag ivez marteze gant an neuz hag an aergelc’h, a lak da soñjal un tamm e Edward Scissorhands (moarvat abalamour da sonerezh Danny Elfman, met d’an dibab livioù flamm ivez). Ul lodenn dedennus eus ar film ivez, hag a zo start un tamm koulskoude, a zo an doare ma implij Suzanne krennarded evit mont betek penn he raktres, ar pezh a lak anezhi da seblantout drouk en un doare izel peogwir e oar mat int gwan en un doare bennak, ar pezh a zo e gwirionez danvez orin romant Joyce Maynard, awenet gant un istor bet c’hoarvezet er Stadoù-Unanet.
Ma, peadra zo da gontañ neuze met spi ‘m eus e vin souezhet gwelloc’h gant an eil film!

Film sevenet gant Gus Van Sant (diazezet war romant Joyce Maynard). Stadoù-Unanet Amerika, 1995, 1e46.

Trashed

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Eost 8, 2016 by geekezig

trashedKenderc’hel a ran gant oberenn Derf Backderf a-raok degemer anezhañ el levraoueg e miz Gwengolo. Ar wech-mañ en deus divizet an oberour komz diwar-benn ul lodenn eus e vuhez adarre met gant titouroù hizivaet : istorioù labour tud an traoù louz. Labouret en deus evel paotr an traoù louz a-raok mont d’ar skol-veur hag awenet eo bet neuze da gontañ un tamm an traoù spontus/fentus a c’hoarvez pa reer al labour-se. Ur poltred gwall nec’hus ur wech ouzhpenn (evit abegoù disheñvel avat!). Tremen a ra an traoù en ur gêriadennig hag heuliet e vez J.B., ur paotr yaouank a ran klask labour goude bezañ chomet a-sav gant ar skol-veur. Gwelet e vo neuze a-hed ar c’houlzoù-amzer hag a-hed ar bloavezhioù o kregiñ gant ar vicher, souezhet hag heuget, spontet dirak penaos e skarzh an dud an traoù ha penaos e ya en-dro ar servij, an doareoù da zivoarañ eus al loustoni hag all. Ur bern darvoudoù a bep seurt a c’hoarvez ha displegadennoù resis ha kentelius a vez roet ivez diwar-benn ar sistem er Stadoù-Unanet, an adaozañ, an dilerc’hiadoù dañjerus-tre…
Ur poltred tristik neuze ha koulskoude em eus c’hoarzhet meur a wech. Ul labour enklask bamus en deus kaset Derf Backderf da benn ur wech ouzhpenn ha kontet en un doare efedus. Kazi sur on e lârin eo Trashed ma levr karetañ gant an arzour ur wech em bo lennet an hini a chom din da lenn.trashed-derf-backderf

Istor ha tresadennoù gant Derf Backderf. Embannet gant Abrams ComicArts d’an 3 a viz Du 2015. Eisner award evit al lizherenniñ e Comic-Con 2016.

Harry Potter and the Cursed Child

Posted in Levrioù with tags , , , , on Eost 7, 2016 by geekezig

harry-potter-cursed-childNa souezhus distreiñ e bed J.K. Rowling dre ur pezh c’hoari bet skrivet gant unan bennak all… Tudennoù bet laosket a-gostez pell zo, tudennoù nevez, darempredoù etre tadoù ha mibien…
Kregiñ  a ra an arvest kentañ 19 vloaz goude darvoudoù Harry Potter and the Deathly Hallows. Albus, eil mab Harry ha Ginny a n’em sant laosket a-gostez evit abegoù a bep seurt. Ur wech kroget da vont da Hogwarts e vo mignon bras gant Scorpius, mab Draco Malfoy. Sorc’hennet gant e darempred gant e dad, Albus a gemero un diviz dic’hortoz a-grenn… Ur sapre penn iskis ‘m eus ranket ober pa ‘m eus komprenet e vefe diazezet istor ar pezh-c’hoari war : ar veaj en amzer! Na ta!
Ma, peadra da ijinañ a bep seurt hentoù disheñvel (kollet emgann Hogwarts gant tu ar re jentil da skouer). Kalon an istor avat a zo darempredoù Harry hag Albus ha Draco ha Scorpius. Poan o deus ar vibien o kompren an tadoù ha memestra eus an tu all, evel-just. Un dodenn dedennus hag a zo bet gwelet hag adwelet e romantoù J.K. Rowling peogwir e klaske Harry un tad bepred (Dumbledore, Sirius Black…). Bremañ m’eo tad ne oar ket mat penaos ober avat.
Dre stumm ar pezh-c’hoari e tremen buan spontus an traoù (kazi re marteze?) hag e seblant simpl-tre pep tra, netra da welet gant pinvidigezh stil J.K. Rowling. Un tamm dipitus e c’hall bezañ neuze evit ar re a ijine e c’hallfe bezañ a live gant ar romantoù. Tapet on bet en istor avat, a-drugarez d’an tudennoù dreist-holl : Scorpius, Ginny, Draco hag Albus (ar re all ivez, met ar re se o deus plijet ar muiañ din). C’hoarzhet ‘m eus meur a wech ha gouelet ivez, spontet gant darvoudoù zo, fromet gant kaozeadennoù all…
Kalz plijadur ‘m eus bet o lenn neuze. Daoust da bep tra, n’on ket evit chom hep kavout ez eus ur seurt blaz fanfic iskis gant an hollad, evel ma vefe bet divizet gant ar skipailh lakaat ur bern traoù a rafe plijadur d’ar potterheads, betek re a-wechoù. N’on ket bet jenet gant-se, fentus ‘m eus kavet kentoc’h, met kompren a ran an dud souezhet pe dipitet zoken rak traoù zo a seblant “too much”. Traoù all a seblant iskis ha n’int ket displeget mat (krouidigezh Delphi da skouer, a seblant din souezhus). Dipitet on bet gant “ar re zrouk” hag ivez gant an diouer a verc’hed en istor, Ginny a n’em den mat met un istor paotred hepken e seblant bezañ mod all, pe dost… Santad kreñvañ ma lennadenn a oa «na pegen dreist e rank bezañ war al leurenn!» avat. Ur dra vat eo neuze e vefen deuet a-benn da gaout plasoù evit mont da welet ar pezh ar bloaz a-zeu. 😀

Pezh-c’hoari skrivet gant Jack Thorne, diwar un istor savet gant J.K. Rowling, John Tiffany & Jack Thorne. Embannet gant Little, Brown and Company d’an 31 a viz Gouere 2016.

%d bloggers like this: