Dielloù evit Gouere, 2016

Tebori 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gouere 20, 2016 by geekezig

tebori-t-1Yoshi a zo bet tapet gant ar polis pa oa o treuziñ straedoù Nagoya gant e gang war mirc’hi-tan. A-benn cheñch buhez e vez kaset da zeskiñ ober tatouerezh e ti ur mestr kozh. Barrekoc’h-barrekañ e teu da vezañ. Ober a ra war-dro ur stal “klasel” (gant binvioù mod kornog kentoc’h) pa ra e mestr kozh war-dro arvalien a-live uhel gant teknik hengounel an tebori japanat. Ret e vo da Yoshi kemer e lerc’h buanoc’h eget na grede dezhañ avat ha kompren a ra (a-benn ar fin !) e rae e vestr war-dro yakuza. Reolennoù ur bed resis a vo ret dezhañ deskiñ war ar prim neuze. Mod all, en davarn e lec’h m’eo boaz Yoshi da vont gant e vignoned e ra anaoudegezh gant ur plac’h yaouank, a “zastum” tatou ar seizh mestr bras. Mankout a ra unan dezhi hepken…
Ur sapre meskaj sevenadurel japanat eo Tebori gant an tatouerezh, ar gangoù mirc’hi-tan, ar yakuza… ha koulskoude ne seblant ket “too much”. Plijus-tre eo an tresadennoù hag ur sapre cliffhanger a zo e fin al levrenn. Laouen-tre e vin o c’houzout hiroc’h el levrenn o tont, sañset e vo klok an istor e teir lodenn. Ur geriaoueg a zo er fin evit ar gerioù japanat pe heverk eus bed an tatouerezh ha tresadennoù prientiñ, pezh a gavan bepred plijus da welet. Unan eus levrennoù digeriñ dedennusañ ar bloaz evidon-me, evit ar mare.tebori_p_4Istor gant Robledo ha tresadennoù gant Toledano. Embannet e galleg gant Dargaud, d’an 19 a viz C’hwevrer 2016.

Advertisements

My Friend Dahmer

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gouere 18, 2016 by geekezig

dahmercoverDerf Backderf a zo bet el lise gant Jeffrey Dahmer, ul liesvuntrer brudet. El levr bannoù-treset-mañ e kont deomp penaos en em gleve gantañ (tamm-pe-damm) ha penaos e oa ar vuhez er bloavezhioù 70 war ar maez er Stadoù-Unanet (kostez Bath, en Ohio). Pezh a zo, ne oa ket dre ret heñvel an traoù e pep familh… Penaos en deus gallet an dud deuet chom ken diseblant dirak stad Dahmer (pa oa mezv-dall bemdez el lise) ? Daoust hag eñ en defe gallet kaout sikour ? Onest kenañ eo Derf Backderf en e levr, diskouez a ra splann ne oa ket ur c’hrennard na fin na jentil (un darempred iskis en doa gant Dahmer, ober a raent kalz goap ouzh an dud…). Marteze en defe gallet an traoù c’hoarvezout e doareoù all met spontus eo gwelet pegent diseblant e oa kerent Dahmer (o tispartiañ en un doare kalet) ha dreist-holl kelennerien al lise… Deuet eo an arzour a-benn da reiñ e desteni (kalz enklaskoù n’eus graet, atersadennoù n’eus graet ha dielloù eo bet o lenn evit keñveriañ anezho gant e eñvorennoù ha sevel ul levr diellet mat), gant e stil da dresañ un tamm ispisial. Eveltañ ne gav ket din e vefe ur poltred a lakfe Dahmer da seblantout jentil (lazhet en deus 17 den memestra!) met diskouez a ra penaos e c’hall un den, debret gant sorc’hennoù revel divoutin, en un endro digenvez ha diseblant, dont da vezañ un euzhvil. Un testeni start ha kreñv.dahmer1
Istor ha tresadennoù gant Derf Backderf. Embannet gant Abrams d’ar 1añ a viz Meurzh 2012.

Highline

Posted in Levrioù with tags , , on Gouere 17, 2016 by geekezig

highlineKuzuliet eo bet Highline din gant ur genseurtez. Ur romant berr-tout eo a vez lennet buan (1 eur tren, a-vec’h, evidon) eo. Ur romant ispisial eo ivez peogwir e vez heuliet soñjoù ur paotr yaouank, e holl soñjoù, pa ziviz treuziñ etre daou savadur en ur gerzhet war ur gordenn. Loc’h, spouron, sotoni, nec’hamant rak an evned, ar glav o kregiñ, an amezeien o verzout petra ‘ra, an diouer a breder surentez… A bep seurt a vo lennet neuze. Evel ur film gant un dalenn hepken, evel anv an dastumad “d’une seule voix”, un destenn a vez lennet en un tenn, a seblant bezañ padet un nebeut munutennoù hepken. Un nebeut munutennoù oc’h ober un dra digredus, o kaout aon, o santout talmoù kalon an dudenn o vont buan-buan. Soñjal ‘ran en defe plijet din gouzout hiroc’h diwar-benn an tudennoù, chom un tamm pelloc’h, a-raok ha goude an darvoud met war memes tro eo se nerzh an destenn, an tu prim. Ne vo ket gouvezet ouzhpenn, ne chomfomp ket da dermal na da dortal. Un destenn leun a startijenn, evel ur barrad glav a zihun ouzh ar beure! (sapre keñveriadenn pa ‘m eus lennet al levr etre Naoned ha Pariz pa oa glav bil e Naoned da Sul hag e Pariz da Lun ><)

Romant skrivet gant Charlotte Erlih. Embannet gant Actes Sud jeunesse en dastumad d’une seule voix, d’ar 14 a viz Genver 2015.

Petite voleuse

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gouere 5, 2016 by geekezig

petite-voleuseKuzuliet eo bet Petite voleuse din gant ur genseurtez. N’ouzon ket perak e oan aet da ijinañ a bep seurt diwar-benn al levr bannoù-treset-mañ ha n’eo ket tamm ebet an istor a grede din, a-benn ar fin. Heuliet e vez Corrina, ur plac’h yaouank a labour e metou ar bruderezh e New York. Divlaz eo he buhez un tamm ha laerez a ra kelaouennoù ur wech an amzer evit kaout un tamm birvilh. D’ur mare bennak e vo kinniget dezhi mont kuit eus he labour, meur a zra a c’hoarvezo goude-se met poent eo dezhi prederiañ diwar-benn ar pezh a fell dezhi, he hunvreoù…
Un istor leun a velkoni eo Petite voleuse. Lakaat a ra da brederiañ diwar-benn an dibaboù bet graet, an hentoù bet tapet hag an hunvreoù bet renket ha laosket da louediñ… Brav eo an tresadennoù hag an dibab livioù a zo dic’hortoz. Labour Michael Cho en deus plijet din e pep keñver.PETITE_VOLEUSE_VF.inddIstor ha tresadennoù gant Michael Cho. Embannet e galleg gant Delcourt, d’ar 24 a viz Gwengolo 2014.

La couronne – La sélection 5

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 4, 2016 by geekezig

la-selection-tome-5---la-couronneBuan am eus lennet pempvet ha diwezhañ levr La sélection. Lârat a ran diouzhtu : gwellañ levr an dastumad eo evidon.
Eadly a rank kemer kargoù lezrouanez en ur c’hortoz e wellafe stad yec’hed he mamm. Kompren a ra ivez n’eo ket karet gant ar bobl hag e rank ober strivoù war an dachenn-se. Poent eo dezhi dibab unan eus ar baotred da zanvez-pried met kollet eo mik. Ouzhpennomp hêr Illéa o tont da sikour anezhi hag e vo sapre traoù! Divizoù politikel, preder diwar-benn pouez an eured en ur rouantelezh…
Me gav eo aet donoc’h ar skrivagnerez e temoù sirius, hep disoñjal lodenn «media» an afer. Prantadoù fromus a zo, prantadoù fentus, sell nevez ur plac’h yaouank war he zud, un darempred plijus etre ar baotred… Ur bern traoù o deus plijet din el levrenn-mañ ha laouen on gant an doare ma echu an traoù evit Eadley hag evit Illéa.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 12 a viz Mae 2016.

Udora

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gouere 3, 2016 by geekezig

golo_udoraUr romant « diskiant faltazi » (kavet mat !) eo Udora pe afer an ed-du. Ur romant fentus-tre gant neuz ur “buddy-levr” fliked. Savet eo a chabistroù berr, lennet e vezont buan, lusket-tre an enklask, an dec’hadenn… Ijinañ a raen mat an endro pa oan o lenn, levezonet marteze gant filmoù brudet evel Star Wars. Evidon e rafe ur film skiant-faltazi a-feson!
Plijet on bet gant ar gerioù bet ijinet gant Paskal an Intañv : « skeuden », « robotud »…
A-wechoù e seblante din personelezhioù Bob ha Mike meskañ met marteze e oa abalamour d’am evezh kentoc’h eget traoù all. Jennifer he deus plijet kalz din avat ^^
Dic’hortoz ‘m eus kavet lenn seurt romant e brezhoneg, laouen vefen o kaout muioc’h a seurt-se, gant ijinadennoù geriaoueg ha fent ha birvilh forzh pegement.

Romant bet skrivet gant Paskal an Intañv. Embannet gant Al Liamm d’ar 16 a viz Du 2015. Aet eo 1añ priz al levr faltazi e Prizioù dazont ar brezhoneg (Frañs 3 & Ofis publik ar brezhoneg) gantañ.

%d bloggers like this: