Dielloù evit Even, 2016

Heavy Rain

Posted in C'hoarioù video with tags , , , on Even 25, 2016 by geekezig

Heavy-Rain_tE-kerzh diskouezadeg ar mirdi Art Ludique (bet meneget dija e pennad Soldats Inconnus) e oa un toullad taolennoù a blije spontus din ha bep tro e oant o tont eus memes c’hoari : Heavy Rain. Ur c’hoari a oa ganin abaoe pell peogwir e oa gwerzhet gant al letrin p’am boa prenet ar PS3. Fellout a rae din c’hoari un deiz bennak met ne oan ket mennet, levezonet marteze gant ar farsadennoù diwar-benn David Cage (krouer ar c’hoari) ha da begen kozh eo ar c’hoari bremañ.
N’am eus ket bet ezhomm kalz amzer evit echuiñ Heavy Rain. Pep brasañ ar c’hoari am eus graet en un abardaevezh pe dost.
Reiñ a rin ma ali diouzhtu kuit deoc’h da vont pelloc’h ma ne fell ket deoc’h gouzout hiroc’h : tapet on bet gant Heavy Rain evel ma c’haller bezañ tapet dirak ur film polis a live etre er skinwel. Fellout a rae din gouzout hiroc’h, tudennoù zo o deus plijet din ha traoù all o deus hegaset ac’hanon spontus. Lonket eo bet ganin avat, en un doare klañvidik kazi. An aergelc’h er gêr gronnet gant ar glav (awenet gant Philadelphia war a seblant) hag ar sonerezh savet gant Normand Corbeil o deus sikouret da vat d’am soñj. Laouen on da vezañ bet betek penn ar c’hoari-mañ. N’hallan ket lârat eo ur c’hoari fall peogwir on bet tapet da vat. N’hallan ket lârat eo ur c’hoari mat peogwir ez eus ur bern techoù torr-penn hag an istor n’eo ket dispar ouzhpenn-se! Arabat eo disoñjal memestra e oa un doare dispac’h (abalamour d’ar motion capture bet implijet, ar pezh a greñva santad ar film bevaat, gant teknologiezh ur meziant anvet The Capture) d’ar mare m’eo deuet er-maez, gwirheñvel ha brav-tre e oa. Un dispac’h a oa ivez peogwir ne oa game over ebet : ma tremene fall an traoù evit un dudenn e kendalc’h an istor! Peadra da vezañ gwall enkrezet neuze! Anzav a ran e choman dedennet gant c’hoarioù David Cage daoust da bep tra ^^
Setu, neuze :
Heavy Rain a zo ur “film ma c’haller kemer perzh ennañ” ma fell deoc’h. Un istor a zo ha traoùigoù d’ober ur wech an amzer, e stumm QTE (Quick Time Event) dreist-holl ha point ‘n’ click un tamm da vareoù all. Dibaboù zo d’ober da vareoù zo a c’hallo kaout disoc’hoù disheñvel (tudennoù zo a c’hall mervel da skouer) ar steuñvenn a c’hall cheñch kalzik met elfennoù eus an istor a chomo ar memes re evel-just. Ur ben traoù SPONTUS a c’hall c’hoarvezout (am eus dizoloet en ur skrivañ ar pennad-mañ) gant dibaboù zo pe en ur c’hwitout QTE zo avat ha laouen on da vezañ chomet hep gwelet an traoù-se rak moarvat em befe kavet-se null ha feulz hag heugus evit netra. MA!heavy_raingpEthan Mars a zo chomet stroñset abaoe marv e vab, diskaret gant un oto. Treiñ a raio fall an traoù pa vo skrapet e vab all, Shawn (war ar skeudenn a-us) gant an Origami Killer, ul liesvuntrer a skrap paotredigoù hag a zilez anezho dezho da vezañ beuzet pa ra glav-bil.
Ethan Mars a vo c’hoariet evel-just, Madison Paige, ur gelaouennerez, Scott Shelby, un enklasker prevez hag un enklasker eus an FBI anvet Norman Jayden. Pep hini gant (h)e (f/)bersonelezh ha gant elfennoù ispisial ouzhpenn evit paotr an FBI a-drugarez d’e lunedoù ARI (prantadoù enklask o deus plijet kalz din ^^).heavyrainjaydenScott Shelby an hini en deus plijet din ar muiañ mod all, poliser-bet, kudennoù gant an alkool, ur vuhez start a ijiner.
Evel traoù o deus seblantet torr-penn din e oa an tech da lakaat traoù “mature” (met diezhomm) evel merc’hed en noazh. Ne lak ket an istor da vont war-raok na netra. Ur mennozh all a oa ivez gant David Cage a oa lakaat ar c’hoarier-ez da vezañ chalet gant ur prantad diwiskañ dre heg evit tudenn Madison. Ha me lâr deoc’h ne oan ket en ma aez…
Hegasus ‘m eus kavet ar QTE ivez, e gwirionez em eus spi e paouezfe seurt traoù er c’hoarioù video, re dorr-penn int >< N’on ket n’em dennet re fall koulskoude met ne blij ket se din tamm ebet.
An embannadur “Move Edition” a zo ganin met n’am eus ket ar Playstation move setu ‘m eus c’hoariet gant an dornell. Mennozhioù zo a zo mat-tre evit ar c’h/QTE hag an traoù d’ober avat rak ar jestr d’ober gant an dornell a zo heñvel ouzh an hini graet e gwir (evit digeriñ un nor da skouer).
Rann nemeti Heavy Rain Chronicles a zo gant an embannadur-mañ ivez. Sañset e oa da vezañ rannoù da bellgargañ ouzhpenn o tiskouez un tamm istor kent pep tudenn. The Taxidermist a zo hini Madison Paige. N’eo ket hir, echuet e vez en ur c’hard eur bennak gant un diskoulm. Pemp diskoulm a zo met n’on ket bet kalonek a-walc’h evit adkregiñ, ne zegase ket kalz tra evidon, komprenet ‘vez eo Madison prest d’ober traoù dañjerus evit kavout ur scoop… Pezh a c’haller kompren dija gant ar c’hoari diazez.
Diskoulm an istor a zo dister a-walc’h ha chomet on un tamm “Of? Setu tout?” un doare page turner e doare ur c’hoari eo Heavy Rain a-benn ar fin ^^

C’hoari evit 1 c’hoarier-ez, diorroet gant Quantic Dream hag embannet gant Sony Computer Entertainment. Stumm pladenn pe niverel evit Playstation 3 abaoe ar 24 a viz C’hwevrer 2010 ha Playstation 4 abaoe ar 1añ a viz Meurzh 2016. PEGI 18

Advertisements

The Visit

Posted in Filmoù with tags , , on Even 23, 2016 by geekezig

thevisitEvel ur bern tud ‘m eus dilezet un tamm filmoù M. Night Shyamalan, hep kasoni met gant un doare un tamm diseblant. Dre zegouezh am eus bet sellet ouzh The Visit neuze.
Filmet e doare ur “found footage” (harozez ar film a sav un teulfilm), ar film a ginnig heuliañ daou vugel a ra anaoudegezh gant o zud kozh, fachet-mik gant o mamm abaoe pell. Dibabet o deus mont da welet anezho evit dizoloiñ penaos e veve o mamm ha gwelet endro he bugaleaj, setu perak e fell da Rebecca sevel ur film diwar-benn o sizhunvezh e Pennsylvania. Buan e c’hoarvez traoù souezhus met displegadennoù e kav an daou grennard d’an traoù iskis a c’hoarvez en ti pe gant o zud kozh. Ne bado ket!
Plijus-tre ‘m eus kavet The Visit. Souezhet-mik on bet gant an twist ha prantadoù nec’hus-tre a zo er film. Ar pep gwellañ evidon avat a zo a-bell ar seveniñ, ar skeudenniñ hag ar frammañ. Talennoù brav eston a zo ha tro he deus Rebecca da gomz diwar-benn ar pezh a fell dezhi evit ar film (ha da vont a-enep ar mennozhioù-se goude ur mare).
Ur film spont efedus hag ur found footage a galite uhel e-keñver teknik.

Film sevenet gant M. Night Shyamalan, Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e34, difennet dindan 12 vloaz.

The Color Purple

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Even 21, 2016 by geekezig

ColorPurpleEil levr klub lenn Our Shared Shelf e oa emañ ha soñjet ‘m eus n’am boa james bet tro da lenn (na da welet) an istor-mañ! Un degouezh a-feson neuze evit dizoloiñ ul levr a-bouez. Lennet ‘m eus ar romant e saozneg o soñjal ne vefe ket re start. Ne oa ket dre ret ur mennozh fin-tre rak start eo da lenn, an dudenn bennañ a ra kalz fazioù en he deizlevr/lizheroù. Ret eo bet din boaziañ d’ar gerioù skrivet rik evel ma vezent distaget ganti, pezh na oa ket anat bepred. (Efedus eo an diviz-se avat rak pa vez lennet lizheroù he c’hoar Nettie e cheñch penn-da-benn al live yezh ha geriaoueg, ar pezh a ziskouez mat nerzh an deskadurezh)
Ma. Un istor start-kenañ eo hini ar romant-mañ, istor ur plac’h zu er Stadoù-Unanet (e Georgia) a oar nebeut a draoù diwar-benn an istor, he c’horf, ar bed tro-dro. A-hed al levr e tesko Celie traoù hag e vo ur sapre emdroadur eus ur plac’h yaouank bet gwallet gant he zad, bet gwerzhet he bugale d’ur plac’h emren ha sioul ganti hec’h unan. A bep seurt traoù a vez kavet er romant, an diouer a zreuzkas eus istor an dud du e SUA (ne oar ket Celie petra eo Afrika zoken), pegen start eo ijinañ kasoni an dud o deus gwerzhet o breudeur ha c’hoarezed da vezañ sklaved ar re wenn (hep lakaat ar bec’h warno hepken ha digreskiñ kablusted ar re wenn, hañ), diouer a zeskadurezh revel (diwezhat-tre e tizolo e c’hall kaout plijadur), pouez ar relijion ha goude-se dizoloadenn e c’hall bezañ ar relijion ur gwask evit ar re zu (perak ta e vez taolennet Jezuz evel un den gwenn ha melegan?)… Ur bern danvez a zo el levr neuze.
Pouezus ‘m eus kavet e lenn, daoust ma n’eo ket bet aes bepred. Fromus-tre eo ouzhpenn, gant souezhadennoù e fin an istor. Plijet on bet gant emdroadur darempred an dudenn gant he gwaz, ur wech bet degemeret e c’halle hi kaout traoù dezhi (he labour sevel dilhad), hag e oa gouest d’en em dennañ hep sikour paotred. Kasoni he deus rak ar baotred e penn-kentañ al levr ha kompren a ra tamm-ha-tamm e oant int ivez, kollet evelti abalamour d’an nebeut a zraoù bet desket dezho. Kompren a ran e vefe gwelet al levr-se evel  klasel rak pinvidik eo, hep bezañ klemm-klemm pe re negativel. Ul levr a bouez.

Romant bet skrivet gant Alice Walker, Priz Pulitzer ar romant faltazi e 1983, bet embannet gant Harcourt Brace Jovanovich e 1982.

Stray Dog 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Even 17, 2016 by geekezig

straydoggGwelet ha klevet em boa VanRah o komz eus he labour kazi bloaz zo da vare Japan Expo. Ur c’hallez eo he deus savet un doare manga. Un oberenn bet embannet e stumm fanzine e oa da gentañ ha goude bezañ bet emglev gant un ti embann he deus adlabouret penn-da-benn an istor hag an tresadennoù evit sevel Stray Dog evel m’emañ hirie.
Ur pezh levr eo evit ur manga. Me gav e vez santet levezon Black Butler en he doare da dresañ hag en istor met un istor all eo memestra. Toru a zo un den-bleiz, sklav un den e penn ur rouedad torfedourien. Lakaet e vez da n’em gannañ evit dastum arc’hant. Perc’henn Toru a c’houlenn sikour ur skiantour evit kreñvaat ar pezh a vir anezhañ da dagañ an holl, rak e lodenn “diaoulek” pe “bleizek” a zo o kemer plas al lodenn denel, tamm-ha-tamm. Kompren a ra buan ar skiantour en deus dirazañ un diaoul kreñv, marteze mojennel…
Un toullad tudennoù a vez dizoloet en istor hag un doare digoradur eo d’ar pezh a c’hoarvezo goude moarvat. Kontet en un doare efedus eo, plijet on bet gant an tresadennoù ha dedennet gant an tudennoù (Tarot ha Red da skouer). Laouen e vin o kenderc’hel da lenn an istor-mañ!straydogdIstor ha tresadennoù gant VanRah. Embannet gant Glénat, d’ar 15 a viz Gouere 2015.

Le journal des chats de Junji Ito

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Even 12, 2016 by geekezig

lejournaldeschatsAbaoe pell e plij labour ITO Junji din, brudet evit e vanga spont. Spirale a zo e-touez ar manga “klasel” evidon. Na souezhus e kaven gwelet en doa savet un istor tro-dro d’e gizhier! Er manga-mañ e kont penaos eo boaziet da gaout kizhier en e di goude e eured. Fent a zo en istor keit hag anken rak gwall nec’hus eo al loened kenkoulz hag an dud! Kontañ a ra ITO Junji traoù simpl hag ordinal evit ar re a vev gant kizhier en un doare dudius ha gant e doare da dresañ heverk. Ur meskaj plijus eo me gav lenn an doare istorioù-se gant e stil. Un tamm berr ha skañv ‘m eus kavet an hollad marteze met ur souezhadenn dic’hortoz eo e oberenn an arzour.journaldeschatsdiIstor ha tresadennoù gant ITO Junji. Embannet e gallet gant Delcout/Tonkam d’an 21 a viz Here 2015.

%d bloggers like this: