The Infinite Loop – 1

infiniteloopgKlevet em boa krouerien The Infinite Loop en un abadenn 101% ha dedennet oan bet gant o raktres. Ur c’houblad gall eo a sav al levr bannoù-treset-mañ. Embannadur kentañ al levr a zo bet arc’hantaouet a-stroll dre lec’hienn Ulule. Da c’houde eo bet embannet en un doare klaseloc’h ha miziek gant an embanner IDW er Stadoù-Unanet araok distreiñ da Frañs e ti Glénat ! Ur veaj iskis, neketa ?
Teddy a labour evit reizhañ an direizhderioù a vez kavet e kerzh an Istor, tremen a ra hec’h amzer o veajiñ en amzer neuze. Un deiz bennak e kav un direizhder dibar : stumm ur plac’h zo dezhañ ! Souezhet eo ha n’eo ket gouest da ziverkañ anezhañ (pe anezhi ^^). Ret e vo dezho tec’hout ha Teddy, a gave dezhi e oa ar garantez ur si, a grogo da gaout ur sell nevez war an traoù…
Berr a-walc’h eo al levr kentañ-mañ met dudius eo bet e lenn. An tresadennoù a zo un neuz plijus dezho, ur c’hostez giz-kozh pop un tamm me gav. Un tamm goullo e seblantont a-wechoù (moarvat he deus poan an dresourez gant an tro-war-droioù) met mod all on bet plijet gant he stil, disheñvel eus pezh a vez da gustum er c’homics. Un toullad traoù ouzhpenn a zo e fin al levr, ur pennad diwar-benn istor al levrioù bannoù-treset LGBT skrivet gant The Lesbian Geek hag ivez ur pennad da zisplegañ un tamm penaos e kenlabour Elsa Charretier ha Pierrick Colinet, dedennus.infiniteloopdIstor gant Pierrick Colinet ha tresadennoù gant Elsa Charretier. Embannet e galleg gant Glénat, en dastumad Comics, d’ar 26 a viz Eost 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: