Big Eyes

bigeyesN’omp ket boaz ken da welet ur film savet gant Tim Burton hep Johnny Depp ha Helena Bonham Carter. Anzav a ran koulskoude e klot aergelc’h Big Eyes gant ul lodenn eus filmoù ar sevener, neuz Edward Scissorhands d’an endro da vareoù zo da skouer. Kontañ a ra Big Eyes istor Margaret , arzourez he stil heverk a zimez gant Walter Keane. Hemañ a lâr eo eñ a liv an taolennoù bet savet gant Margaret a-benn gwerzhañ anezho ha setu int tapet en ur gaou divent pa grog an taolennoù d’ober berzh bras.
Splujet on digudenn en istor-se, n’anavezen ket tamm ebet. Diskouez a ra en un doare taer a-walc’h liammoù etre mediaoù hag arzourien, bed an arz, nerzh an dud o deus prederiet en doare da werzhañ arz… Fin ar film, gant ar prosez, n’am eus ket kavet kenkoulz marteze. Plijet on bet gant kanaouennoù Lana Del Rey a ziskouez mat hiraezh ha santad dic’halloudegezh ur vaouez evel Margaret er bloavezhioù 50 ha 60. Domaj eo, me gav, e vefe chomet istudennoù zo a-gostez (merc’h Margaret, he mignonez Dee-Ann) met kavout a ran e klot mat istor ar film gant ul lodenn eus bed Tim Burton.
N’emañ ket e-touez e filmoù brasañ evidon-me met vad a ra gwelet anezhañ o kinnig traoù disheñvel ur wech an amzer!

Film sevenet gant Tim Burton. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 1e46.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: