Azami

azamiPenaos ‘ta on bet gouest da chom ken pell hep lenn levrioù Aki SHIMAZAKI ? N’ouzon ket perak e krede din ne oa ket levrioù ganti em levraoueg ha re lezirek evit klask lec’h all. Na souezhet e voen o welet e oa he levrioù em levraoueg, aaaa!
Setu me oc’h adstagañ gant Azami, levr kentañ ur rummad nevez. Ur paotr 36 vloaz, KAWANO Mitsuo a breder diwar-benn e vuhez revel gant e wreg. Abaoe ganedigezh o mab, 3 bloaz ‘zo, ne gouskont ket e memes kambr ha paouezet int da c’hoari daou. Mont a ra Mitsuo e kluboù a-ratozh (pink-salon) ur wech an amzer hep kaout darempredoù gant merc’hed all. Dre zegouezh e kav war e hent ur c’hamalad a gozh. Gantañ e ya d’un ostaleri cheuc’h ha deskiñ a ra emañ Mitsuko, e garantez bugaleaj, o labourat en davarn, evel hoalerez. Souezhet eo gant an “dister” a vicher he deus…
Ur wech ouzhpenn e kinnig ar skrivagnerez lakaat war-wel ul lodenn eus kevredigezh Japan. Diskouez a ra eus un tu emglevioù koubladoù ‘zo a c’hall sevel bugale ha bevañ hep kaout darempredoù korf, hag eus un tu all an ezhomm a zo neuze eus merc’hed (ha paotred, moarvat met n’int ket meneget aze) a labour e kluboù ha tavarnioù noz a bep seurt evit ma c’hallfe ar c’houbladoù-se mirout o emglev. Mitsuko a zo ur plac’h speredek, lenn a ra kalz ha mirout a ra ur vicher “simpl” e-pad ar sizhun daoust dezhi gounit trawalc’h a arc’hant en ul labourat un nozvezh ar sizhun en ur hoalañ paotred pinvidik ha komz ganto pa evont. En tu-hont da-se ne oa ket kement-se a zanvez e Azami me gav met plijet on bet gant tudennoù ar merc’hed (Mitsuko ha gwreg Mitsuo), emren ha gouest d’ober traoù o unan, hep ali ar baotred. Hast ‘m eus gouzout piv a vo heuliet da c’houde er rummad nevez-mañ!

Romant skrivet gant Aki SHIMAZAKI. Embannet gant Léméac hag Actes Sud, d’ar 7 a viz Genver 2015.

Advertisements

3 Respont to “Azami”

  1. Stefan Says:

    Ne ouzon tost netra diwar-benn Japan ha ne ouien ket e veze emglevioù evel-se etre koubladoù zo en un doare ken sevenadurel, lakaomp.
    Un deiz bennak e vo dav din lenn un nebeud levrioù eus ar c’horn-se eus ar bed…

    • Ur bern euredoù evit ober war-dro ur gevredigezh pe treuzkas un hêrezh bennak a zo c’hoazh ivez. Bras eo ar bec’h lakaet war ar merc’hed evit chom d’ober war-dro ar vugale ur wech tizhet 30 vloaz bennak. Ingal e teu ar c’houbladoù da vezañ “sexless” evel meneget gant ar skrivagnerez amañ goude ganedigezh ar vugale, peogwir n’eo ket savet an darempred war ar c’hoant a-benn ar fin… Pep koublad a zo disheñvel moarvat ha start eo deomp kompren pep elfenn hep barn gant selloù kornogat. Ma!
      Levrioù Aki SHIMAZAKI a zo un doare mat neuze : skrivet war-eeun e galleg ha berr ken-ken! 😉

  2. […] Azami e vo gwelet un tamm petra eo buhez Mitsuko hag he mab Tarô. Mitsuko a zo perc’hennez ur stal […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: