À tous les garçons que j’ai aimés

a-tous-les-garcon-que-jai-aimesKuzuliet eo bet din ar romant-mañ gant ma nizez, lennerez daonet anezhi! C’hoant am boa da lenn un dra skañv ha setu me o lenn À tous les garçons que j’ai aimés en tren.
Lara Jean a gustum skrivañ lizheroù d’ar baotred a gar, ur wech eo echu he c’harantez evito. N’he deus ket kaset al lizheroù-se james evel-just. Koulskoude, nepell goude na vefe aet kuit he c’hoar vras ur bloaz da vro Skos e kompren eo bet kaset al lizheroù en desped dezhi. En o-zouez e oa ul lizher evit Josh, a oa mignon Margot a-raok na yafe kuit evit he studioù. Lara Jean a ziviz profitañ eus an degouezh, al lizher bet resevet gant Peter, evit ober van kaout ur mignon ha chom hep kaozeal gant Josh diwar-benn he santimantoù.
Souezhet on bet gant diviz Lara Jean, a gav gwelloc’h krouiñ kudennoù spontus en ur gontañ gaou d’an holl kentoc’h eget kaout ur gaozeadenn gant Josh. Daoust da se ez on bet plijet gant ma lennadenn. Tudenn Kitty (c’hoar vihan Margot ha Lara Jean) he deus plijet din, an emglev etre Lara Jean ha Peter hag emdroadur o darempred ivez.
En em c’houlenn a ran m’eo bet awenet Jenny Han gant lodennoù zo eus he buhez (soñjal a ran e gwiskamantoù Halloween rak spontet on bet gant soñjoù Lara Jean a gav gwelloc’h paouez da dic’hizañ e tudennoù n’int ket aziat) met gwirheñvel e seblante din ar vuhez familh da skouer. Dipitet on bet un tamm gant an doare m’eo bet diskoulmet an traoù gant Josh ha n’on ket bet souezhet kement-se gant ar fin met dudius-tre eo bet al levr evidon ha mal zo warnon lenn an eil bremañ!

Romant skrivet gant Jenny Han. Embannet e galleg gant Panini Books en dastumad Scarlett, d’an 11 a viz C’hwevrer 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: