Dielloù evit Mae, 2016

N’eus ket a garantez eürus

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Mae 30, 2016 by geekezig

n-eus-ket-a-garantez-eurusRomant Goulc’han Kervella a zo ur romant a lak ar gaoz war un istor karantez met war an Istor dreist-holl. Tremen a ra un darn eus an darvoudoù dezrevellet kostez enez Molenez, e 1914, ha deskrivet e vez dre ar munud labour ha buhez ar vezhinaerien. Santet e vez en deus ar skrivagner klasket ur bern titouroù ral ha dedennus war an dodenn-se.
An istor karantez, etre daou baotr yaouank, a zo plijus ivez met buan eo falc’het o darempred evit kas ar baotred d’ar brezel. Ur prantad heverk eo a brezel bed kentañ evel-just hag en deus merket ur bern tud e Breizh, ouzhpenn da-se. Dedennus em boa kavet ivez al lodenn-se met kalz re hir keñveriet gant ar peurrest. Goude ur mare e seblante start din
krediñ e chomfe Jaig ken stag ouzh e garantez, gant an amzer o tremen (hag an dud o vervel tro-dro dezhañ). Un diouer a from pe plaset fall ar from a-benn ar fin (Fromet on bet muioc’h gant marv kenderv Jaig, Glaoda, eget gant tonkad ar c’houblad paotred da skouer) ? Un tamm gwan em boa kavet an displegadenn gant mamm Franz er fin ha klozet re vuan ar romant goude-se. Plijet en defe din lenn al lizheroù bet kaset gant Franz pe gouzout un tamm pezh a zo c’hoarvezet gant Jaig goude. Souezhet on da skouer ne vefe ket bet muioc’h a feulster e keñver an daou baotr (estreget feulster psikologel mamm Franz). Fin tout ar romant en doa lakaet ac’hanon da soñjal e Brokeback Mountain en un doare un tamm re splann ivez ^^. Dedennus spontus ‘m eus kavet N’eus ket a garantez eürus, ur gentel war buhez ar vezhinaerien hag hini ar soudarded e-pad ar brezel bed kentañ met blaz ar re nebeut eus tu an istor karantez, da vat! N’on ket bet dipitet neuze met o c’hortoz un dra bennak all e oan, moarvat!
Plijout a ra din golo al levr ivez ha poent e vefe din sellet ouzh Finis terrae un deiz bennak, bet kuzuliet din gant ur c’helenner skol-veur pell ‘zo koulskoude! 😀
Eil priz Dazont ar Brezhoneg (F3 hag Ofis publik ar Brezhoneg) a oa aet gant ar romant-mañ, e rann ar al levrioù faltazi.

Romant bet skrivet gant Goulc’han Kervella. Embannet gant Skol Vreizh, d’ar 16 a viz Du 2015.

Advertisements

Pourquoi Seiya Todoïn, 16 ans, n’arrive pas à pécho ? – 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Mae 27, 2016 by geekezig

seiya-todoin-tonkamPebezh titl evit troidigezh ar manga-mañ!? N’ouzon ket ma kavan droch penn-da-benn pe fentus da vat. Ma, ingal eo un tamm.
Seiya Todoïn a zo ur paotr yaouank pinvidik, barrek kenañ el lise met ne teu ket a-benn da gaout ur vignonez. Me soñj din eo simpl a-walc’h gouzout perak : peogwir e ijin diouzhtu pa gomz un eilenn gant ur plac’h “daoust hag eñ e c’hallfen klask ganti?”. Fentus em boa kavet traoù zo met anzav a ran e oa poanius-kenañ gwelet an dudenn o kiañ kement padal e felle din e paouezfe da vezañ ken nec’het ha sorc’hennet! (Marteze e oar tud zo amañ on sot gant I”s hag e lârfont neuze e ran goap un tamm, met, em, n’eo ket memestra! ><)
Ouzhpenn-se n’on ket bet kendrec’het kennebeut gant an tresadennoù, an tudennoù na gaven ket gwall vrav…
Ur manga skañv hag un tamm droch met moarvat e vefe bet plijusoc’h evidon lenn-se pa oan el lise ha dic’houest da “bakañ”, evel Seiya Todoïn, piv ‘oar!pourquoi-seiya-todoin-16-ans-n-arrive-pas-a-pechoIstor gant UCHINO Shuya, tresadennoù gant MOGI Kanta. Embannet e galleg gant Tonkam, d’ar 26 a viz Eost 2015.

Éloge de la névrose en 10 syndromes

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 26, 2016 by geekezig

eloge-de-la-nevrose-en-10-syndromesBetek-hen ne oan ket bet plijet bras gant levrioù bannoù-treset Leslie Plée. Ne oan ket bet displijet kennebeut setu perak en deus fellet din lenn Éloge de la névrose. Leslie Plée a ginnig reiñ he sell diwar-benn a bep seurt traoù dindan dek chabistr :  aon beajiñ, kudennoù yec’hed, enkrezioù iskis tro-dro d’an tornoziñ, d’ar c’hoant bezañ un ur gwir den bras (pe ar c’hontrol!) pe da vezañ evel ar re all…
Kalz plijadur em boa bet o lenn al levr-mañ. C’hoarzhet em boa a greiz kalon meur a-wech. D’am meno e c’hall pep hini kavout traoù heñvel outañ pe outi pe d'(h)e endro. Simpl eo an tresadennoù met efedus ha brav-tre al livioù ouzhpenn. Chabistroù zo o deus seblantet din un tamm a-gostez e-keñver an tem (da skouer chabistr ar merc’hed er gevredigezh a seblant bezañ evit ul levr all kazi pe hini Stockholm met reiñ a ra c’hoant mont da veajiñ du-hont!). Ur blijadur e pep keñver, pe dost.elogeIstor ha tresadennoù gant Leslie Plée. Embannet gant Delcourt en dastumad Tapas, d’ar 26 a viz Eost 2015.

Platinum End 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Mae 25, 2016 by geekezig

platinum-end-gHirie e teu Platinum End er maez e Japan (e stumm un dastumad chabistroù) hag e stalioù levrioù Frañs. Ha tro ‘m eus bet da lenn anezhañ a-raok evel ma tivinit moarvat. Ral eo neuze evit ur wech n’em eus ket tapet dale evit skrivañ ma fennad! :p
Platinum End a zo manga nevez krouerien Death Note ha Bakuman. Un degouezh bras eo.
En ur brientiñ ma fennad em eus desket ivez e oa deuet a-benn Kazé da gaout emglev evit embann ar chabistroù kazi diouzhtu goude ma vefent embannet e Japan. Emañ an embannerien o klask tallañ ouzh ar “scantrad” a vez kavet digoust war ar rouedad met maez lezenn a-grenn. Ur sapre labour (ret eo treiñ ar pajennoù e 12 eurvezh hepken)!
Paouez a rin da gomz eus pezh a c’hoarvez tro-dro d’ar manga evit displegañ petra ‘zo ennañ :
Ur paotr yaouank, Mirai, a echu gant ar skolaj. Dizesper a-grenn, e klask en em lazhañ. Ur vuhez gwall drist en deus bevet ret eo lârat (marvet e dud pa oa 7 vloaz, o vevañ gant e voereb a implij anezhañ evel sklav). Pezh a zo e vez savetaet gant un ael. An ael-se ne zispleg ket pep tra da v/Mirai met komprenet ‘vo tamm-ha-tamm ez eus ur genstrivadeg etre trizek ael evit kavout un doue nevez. Da zibab o deus e-touez tud o deus kollet spi er vuhez. Mirai eo ar c’henstriver bet dibabet gant Nasse, ael lamponez a ro titouroù a dammoù ha ne seblant ket kaout diegi da lazhañ pe implij ar reoù all gant ma roio startijenn en-dro d’ar paotr yaouank, kalz reishoc’h egeti…
Gwelet e vo peseurt galloudoù a c’hall an aeled reiñ d’an dud met ivez dañjerioù ar genstrivadeg. Ne lârin ket kalz tra diwar-benn an tresadennoù a gavan kaer.
Ur bern traoù a chom da zizoloiñ evel-just met kroget eo ar genstrivadeg dija ha moarvat e vo plijus dizoloiñ ar genstriverien all, tamm-ha-tamm. Ul levrenn digeriñ a ro c’hoant kenderc’hel ganti eo!Platinum-End

Istor gant OHBA Tsugumi, tresadennoù gant OBATA Takeshi. Embannet e galleg gant Kazé, d’ar 25 a vie Mae 2016.

The Man From U.N.C.L.E.

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Mae 22, 2016 by geekezig

themanfromuncleUr film spierezh o tremen e-pad ar brezel yen eo The Man From U.N.C.L.E. Ur spier eus ar c’h/KGB hag unan eus ar CIA a ranko kenlabourat evit paouez ur familh pinvidik da implij un arm nukleel nevez. Armoù nec’hus ha tasmantoù an naziegezh, setu un tamm rekipe ar re zrouk. Ha neuze? Dispac’h ebet en istor-mañ evel-just met kavet ‘m eus e yae mat-tre en-dro. Fentus eo an doare kevezerezh etre an daou spier, plijus-kenañ an aergelc’h (adlabouret eo bet ivez ar skeudennoù d’am meno evit reiñ un neuz “kozh” dezho, un drugar da sellet). Na plijus eo ivez gwelet tudenn Gaby, merc’h ur skiantour ha sañset da vezañ ur benveg hepken evit an daou spier, o vezañ, e fin ar gont, ken pouezus ha fin hag an daou baotr (ma n’eo ket muioc’h da vareoù zo!). Ur film birvilh ha spierezh mat evit ur familh a-bezh, n’eo ket eus ar speredekañ marteze met dudius, skañv hag hag etrevroadel, ar pezh a seblant ral din er mare-mañ. Hag un eil a vo?

Film sevenet gant Guy Ritchie. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e56.

Coming Out Simulator 2014

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Mae 22, 2016 by geekezig

costitlUr c’hoari bihan en-linenn eo Coming Out Simulator 2014. Ur c’hoari en domani foran eo ivez! Kavet e vez amañ. Krouet e oa bet e kerzh ur “game jam” e miz Even 2014 a-raok bezañ ur c’hoari klok buan goude. E gwirionez n’em boa ket bet klevet komz eus ar c’hoari-se a-raok lenn rentañ-kont ur gaozeadenn a zo bet e levraoueg Václav Havel e Pariz, hag am eus c’hwitet siwazh.
Krouer ar c’hoari a ginnig deomp kemer e blas e kerzh an devezh e lec’h ma n’eus ranket anzav d’e dud e oa heñvelreviad. Nick, ouzhpenn bezañ krouer ar c’hoari, a zo un dudenn eus ar c’hoari, en digoradur hag er c’hlozadur e tispleg un tamm petra ‘vo ar c’hoari ha petra ‘zo c’hoarvezet (pe get). Goude-se e vo un heuliad kaozeadennoù, gant mignon Nick, gant e vamm hag e gerent. Estreget lenn ha dibab respontoù d’ar c’haozeadennoù n’eus netra d’ober. Ret eo diwall rak mont a ra buan a-walc’h an destenn (evel ma vefe lennet pep tra e giz gerigelloù war ur skramm poellgomzer) neuze eo ret lenn prim, n’eo ket bet anat da vareoù zo evidon. coming-outMod all n’eus netra da c’hounez pe da goll, nemet traoù da zibab, dreist-holl e tal tad ha mamm an dudenn. Prantadoù start-tre a zo bet evidon met kavet ‘m eus efedus. Da vat e oan o soñjal “met petra foeltr?” dirak dibaboù zo ha c’hoant am boa da dec’hout (evel ma ranke Nick kaout c’hoant d’ober). Ar pezh a sikour da ijinañ penaos e c’hall seurt prantad bezañ bevet gant unan bennak resis.
Evel-just e c’haller c’hoari da glask dibaboù all da welet met n’en deus ket seblantet dav din, displeget eo en un doare klok er fin ar pezh a zo c’hoarvezet da Nick ha traoù zo a c’hoarveze, forzh petra a zibabfe ar c’hoarier-ez lârat ‘m eus aon.
Ur c’hoari kentelius hag a sikour da gaout empatiezh eo neuze. M’ho peus 20 munut da “goll” hag oc’h gouest da lenn saozneg, kit dezhi, digoust eo!

C’hoari diorroet hag embannet gant Nicky Case. Da c’hoari en-linenn war merdeerioù web pe da bellgargañ, abaoe an 30 a viz Even 2014.

Soldats Inconnus : Mémoires de la Grande Guerre

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Mae 9, 2016 by geekezig

soldats-inconnus-memoires-de-la-grande-guerrePrenet em boa Soldats Inconnus pell zo met ne oan ket aet gwall bell, n’ouzon ket perak. Goude bezañ bet d’an diskouezadeg “L’art dans le jeu vidéo, l’inspiration française” e mirdi Art Ludique e miz Genver, en deus fellet din adstagañ gant ar c’hoari.
Ur c’hoari gant un neuz levr bannoù-treset eo un tamm, diorroet gant UbiArt Framework memes lusker c’hoari ha Child of Light da skouer (met n’eus doare ebet deoc’h da c’houzout peogwir n’am eus savet pennad ebet diwar-benn ar c’hoari-se ! è_é).
Tremen a ra darvoudoù ar c’hoari e-pad ar brezel bed kentañ. Heuliet e vez a bep eil Emile, Freddie, Karl hag Anna.
Un dibab tudennoù a bep seurt : un Alaman, ur Gall kozh, un Amerikan, ur Velgiadez. Pep hini en deus barregezhioù, met dre vras e vezont c’hoariet holl e memes stumm.
Ur film bihan diverrañ a zo a-raok pep chabistr evit lec’hiañ an darvoudoù (e keñver mare kement ha lec’h resis, keñveriet gant emgannoù bras pe darvoudoù resis ar brezel). Ur wech lañset an traoù ne vo kaozeadenn ebet ken, tresadennoù-trouzioù hepken evel evit diskouez an doare ma c’hall an dud kompren an eil re ar re all hep komz memes yezh.soldats-inconnus-1Pe vefe war an dachenn emgann pe en ul lec’h siouloc’h (ur gêriadenn da skouer) e vo ret dre vras ober un tamm enklask evit kavout hag eskemm traoù betek kaout an dra on eus ezhomm evit mont war-raok (e stumm ur point ‘n’ click neuze). N’eus netra diaes spontus met ken kas e c’haller kaout sikour gant titouroù (a vez dibabet diskoachañ pe get).
Prantadoù QTE (Quick Time Event) a zo gant Anna pa ra war-dro tud klañv ha prantadoù redadeg ivez gant an taksi.soldats_inconnus_annasoldats-inconnus-taxi Daou pe dri vare “enebour meur” a zo ivez. Liesseurt a-walc’h an doareoù da c’hoari neuze met randonus e c’hallont dont da vezañ goude ur mare rak n’eus nemet an endro o cheñch a-benn ar fin.
Un dudenn all a zo ouzhpenn, Walt, ur c’hi, a sikour kalz ac’hanomp (ne vo ket bepred gant memes tudenn).
E pep lec’h ez eus teñzorioù bihan da zastum (evit un trofe) ha testennoù evit displegañ splannoc’h emgannoù pe elfennoù eus ar brezel-se. Traoù kentelius-tre a zo !Soldats-inconnus-archive Fin en deus seblantet din an dibab na vefe ket re vanikean an traoù : Alamaned drouk a zo met reoù jentil a zo ivez ha memestra eus tud ar C’hallaoued. Fromet-tre on bet gant ar fin ha daoust din bezañ chomet sac’het gwechoù zo n’eo ket ur c’hoari start, na hir. Sonerezh brav-tre a zo ouzhpenn (feson Yann Tiersen un tamm) ha kavout a ran dispar an aergelc’h hag an neuz bann-treset bet dibabet. Plijet on bet gant Soldats Inconnus neuze a zo ur c’hoari ral e keñver arz keit hag e keñver prantad Istor dibabet.

Diorroet gant Ubisoft Montpellier, embannet gant Ubisoft. C’hoari evit 1 c’hoarier-ez, da bellgargañ hepken, abaoe ar 25 a viz Even 2014 evit Windows, Ps3, PS4, Xbox 360, Xbox One, iPad, iPhone hag Android. PEGI 12

%d bloggers like this: