L’apocalypse selon Magda

apocalypse-magdaKlevet em boa Chloé Vollmer-Lo e-kerzh abadenn 101 pur sang a vez bep lun war-eeun war Nolife. Roet he deus c’hoant din da lenn he levr. Laouen e oan p’eo erruet el levraoueg neuze.
D’an 21 a viz Meurzh e vez kelaouet an holl : a-benn ur bloaz e vo fin ar bed. Magda a zo o paouez lidañ he zrizek vloaz. Ne verz ket diouzhtu pegen tizhet eo an dud tro-dro dezhi gant ar c’heloù-se. He zad a zilez e familh, he mamm hag he c’hoar a glask kenderc’hel da vevañ hep cheñch kement-se a draoù. Magda a zo etre-daou, mont a ra d’ar skol c’hoazh met war memes tro e fell dezhi bevañ a bep seurt traoù, abalamour d’an diouer a amzer. Gwelet e vez pep koulz-amzer hag emdroadur an traoù, o vont war washaat tamm-ha-tamm (tud o laerez divergont, ar stalioù ha servijoù ha serriñ pe o paouez da vont en-dro hag all) ha Magda oc’h ober dibaboù, mat pe fall…
Efedus-tre ‘m eus kavet lusk al levr, anat eo e vez c’hwitet darvoudoù resis met komprenet pe ijinet e vezont digudenn. An tresadennoù (hag al livioù) o deus plijet kalz din ivez. Un tamm hegasus eo tudenn Magda met start eo ijinañ e peseurt stad e c’hall ur plac’h 13 vloaz bezañ pa oar ne vevo ket pell ken! Komprenus eo neuze. Gwall deñval eo poltred ar gevredigezh met siwazh n’eo ket souezhus kement-se.
Blaz Seeking a Friend for the End of the World a zo un tamm gant an istor evel-just met n’eus ket memes aergelc’h tamm ebet, me gav. Fromet on bet gant ar pajennoù diwezhañ. Petra e rafemp ni e memes degouezh?apocalypse-magda-dIstor gant Chloé Vollmer-Lo, tresadennoù gant Carole Maurel. Embannet gant Delcourt d’ar 27 a viz Genver 2016.

Advertisements

2 Respont to “L’apocalypse selon Magda”

  1. Ha! C’hoant ‘meus lenn al BT-mañ ivez.
    Brav eo an dresadenn, mat eo ar mennozh (ha Chloé Vollmer-Lo a blin din ^^)

    • Ehe, spi ‘m eus e plijo dit! Te lâro din!
      Ya, skeudennoù brav a ra Chloé Vollmer-Lo! Kavet ‘m eus dedennus klevout anezhi en abadenn (diwar-benn penaos he deus labouret gant an dresourez ha tout).

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: