Persepolis

persepolis-goloPlijet en doa Persepolis din e stumm ur film, am boa gwelet er sinema e 2007. N’am boa ket bet tro da lenn an oberenn orin a-raok he lenn e brezhoneg avat.
Marjane Satrapi a gont he bugaleaj a-raok an dispac’h islamek en Iran (1979) ha goude-se he c’hrennardiezh ha penn-kentañ he buhez plac’h deuet. En Iran o cheñch penn-da-benn pe en Europa e vo heuliet he freder, he fersonelezh hag a bep seurt darvoudoù a-bouez bras evit an holl pe kentoc’h d’he live personel…
Kreñv ha fromus eo an istor, splannoc’h o deus seblantet temoù zo din (marteze peogwir on koshoc’h pe neuze abalamour da nerzh ar brezhoneg ?). Un dudenn a zo kreñv ha gwan war memes tro, gant sioù met kalz fent ha spered eo Marjane. Desket e vez ur bern traoù diwar-benn istor Iran kement hag heuliañ hent ur plac’h yaouank, heñvel ouzh kant mil all, forzh pelec’h er bed, neuze e vez lennet digudenn ar pajennoù niverus a ya d’ober Persepolis.
Brav eston eo al levr me gav (golo, paper hag all). Un oberenn a-bouez eo hag un drugar eo gwelet anezhi e brezhoneg. persepolis-dia

Istor ha tresadennoù gant Marjane Satrapi. Troidigezh gant Tual Kerrain ha lizherennadur gant Berc’hed Kallag. Embannet e brezhoneg gant Embannadurioù Goater, d’an 20 a viz Here 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: